Ganet eo Felix Baumgartner d'an 20 a viz Ebrel 1969 e Salzburg. Ul lammer hag un harzlammer eus Aostria a zo anezhañ. Anavezet eo da vezañ gouest d'ober lammoù arvarus. Bet eo harzlammer en arme Aostria bet pleustret gantañ lammat war dachennoù bihan-tre.

Felix Baumgartner
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhAostria Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denFelix Baumgartner Kemmañ
Anv-bihanFelix Kemmañ
Anv-familhBaumgartner Kemmañ
Deiziad ganedigezh20 Ebr 1969 Kemmañ
Lec'h ganedigezhSalzburg Kemmañ
Kompagnun(ez)Mihaela Rădulescu Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetsaozneg, alamaneg Kemmañ
Tachenn labourskydiving Kemmañ
SponsorRed Bull GmbH Kemmañ
SportBoks Kemmañ
Prizioù resevetLaureus World Sports Award for Action Sportsperson of the Year Kemmañ
Bet kinniget evitLaureus World Sports Award for Action Sportsperson of the Year Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttp://felixbaumgartner.com/ Kemmañ
Dedennet gantspace diving Kemmañ
Felix Baumgartner

D'ar 14 a viz Here 2012 ez eus bet skrivet un tamm eus istor ar skiantoù gant embregerezh « Red Bull » ha Felix Baumgartner. Anv ar gefridi a oa « Red Bull Stratos ». E bourzh ur baner gwaskreizhet staget ouzh ur bolotenn stratosferek eo pignet Felix Baumgartner tamm-ha-tamm betek an uhelder a 38 969,4 metr[1]. Div eur en doa bet ezhomm evit tapout an uhelder-se. Gwisket en doa ur gwiskamant spas peurijinekaet akipet gant 35 kamera. Ar greizenn gontrolliñ a oa e Roswell e Mec'hiko-Nevez e mervent Stadoù-Unanet Amerika.

Pa oa erru tost da 39 000 metrad uhelder en deus digoret Felix Baumgartner dor e spaslestr hag ez eo tostaet ouzh kantenn e baner. Kemeret en deus an amzer da saludiñ ur c’hamera a-raok lammat er goullonder.

Goude 40 segondenn en deus tremenet tizh ar son (1.24 wech), hag an tizh brasañ a zo bet 1 357,6[2]. 5 munutenn diwezhatoc’h en deus digoret e harz-lamm e 1 500 metrad uhelder, goude ur gouezhadenn 36 402,6 km[3], ha tamm-ha-tamm en deus gwelet an douar o tostaat.

Setu Felix Baumgartner, ur paotr eus Aostria, 43 bloaz, eo an den kentañ da vezañ tremenet tizh ar son hep ur mekanik bennak a-drugarez d’ul lamm libr hepken. 5 bloaz e oa bet o prientiñ al lamm-se. Ar rekord kozh dre harz-lamm a oa bet tapet gant Joe Kittinger e 1960 p’en doa lammet eus 31 333 metr. D'ar 24 a viz Here 2014 e voe freuzet rekord al lamm uhelañ gant an Amerikan Alan Eustace gant 135 908 troatad (41.425 km) met hemañ ned eas ket ken buan.

Liammoù diavaez

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Notennoù ha daveennoù

kemmañ
  1. Gwiriekaet gant ar C'hevredad Aerlestrerezh Etrebroadel e miz C'hwevrer 2013.
  2. Idem.
  3. Idem.