Sebastian Münster

Sebastian Münster, ganet d'an 20 a viz Genver 1488 hag aet da Anaon d'ar 26 a viz Mae 1552, a oa ur c'hartennour alaman hag ur gouizieg kristen war an hebraeg.
Brudet eo evit bezañ bet aozer Cosmographia er bloavezh 1544, hag a chom deskrivadur alamanek koshañ ar bed.

Poltred Sebastian Münster e 1452

En Ingelheim, tal-kichen Mainz, e voe ganet Sebastian Münster ; mab e oa da Andreas Münster. Labourerien-douar e oa e dud hag e hendadoù.
E 1505 e voe degemeret en urzh ar Frañseziz. Pevar bloaz war-lerc'h e voe studier gant Konrad Pelikan e-pad 5 bloaz en ur manati. E 1518 ez echuas e studioù en Universität Tübingen (Skol-veur Tübingen). Digant ar mestr Johannes Stöffler e resevas e ziplom.

SkeudennoùAozañ

Notennoù ha daveennoùAozañ