Mor Aral zo ur mor diabarzh pe ul lenn sall vras e kreiz Azia (Арал теңізі, Aral teñizi e kazakeg, Аральскοе мοре e ruseg, Orol dengizi en ouzbekeg). En em astenn a ra etre Kazakstan en hanternoz ha Karakalpakstan, ul lodenn eus Ouzbekistan er c’hreisteiz. "Mor an Inizi" eo ster kentañ e anv, dre ma veze kavet kantadoù a enezennoù ennañ,

Mor Aral
Koazhadur Mor Aral etre 1960 ha 2008

Abaoe ar bloavezhioù 1960 eo aet gorread Mor Aral war goazhañ, abalamour m’eo bet diheñchet red ar stêrioù Amu Darya ha Syr Darya a oa o'n em deurel ennañ a-raok, evit gallout dourañ an douaroù. A-benn 2004, ne oa mui gant Mor Aral nemet ur c’hard eus ar gorread a oa gantañ gwechall. E deroù ar bloavezhioù 1960 e oa Mor Aral, gant ur gorread 68.000 km², ar pevare lenn vrasañ er bed. Bremañ ez eus daou boull disparti : an hini brasañ er c’hreisteiz hag an hini bihanañ en hanternoz. Un trede hini, er reter, zo aet da hesk e 2009. Kresket kalz eo ar bec’hiad holen e dour Mor Aral, ha gant se ez eus bet lazhet e-leizh a blant hag a loened dour. Bras eo kudenn ar saotradur ivez. Strivoù a reer e Kazakstan evit saveteiñ lenn an hanternoz.


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.