Lenn Van
Lenn Van (Van Gölü e turkeg, Վանա լիճ, Bznuniats en armenieg, Gola Wanê e kurdeg) zo ul lenn e reter Turkia. Lenn vrasañ Turkia eo, gant ur gorread a 3 755 km². Emañ 1 640 metr a-us live ar mor ha 119 km eo he led brasañ ha 451 metr he donder muiañ. Un niver brazik a stêrioù hag a wazhioù-dour a red betek enni met n'eus stêr ebet o redek diouti. Sall eo an dour enni.
Un niver bras a enezennoù zo el lenn. E-touez ar c'hêrioù a gaver war he ribloù emañ Van, Tatvan, Ahlat hag Erciş.