Brom
Un elfenn gimiek eo ar brom ; Br eo e arouez kimiek, 35 e niver atomek ha 79,904 e dolz atomek. Un halogen eo ar brom, evel holl elfennoù ar strollad 17.
| ||||
---|---|---|---|---|
Seleniom – Brom – Kripton | ||||
| ||||
| ||||
Niver atomek | 35 | |||
Rummad kimiek | Halogen | |||
Strollad | 17 (halogenoù) | |||
Trovezh | 4 | |||
Aozadur elektronek | [Ar] 3d10 4s2 4p5 | |||
Niver oksidadur | -1, +1, +5 | |||
Tredanleiegezh | 2,96 | |||
Skin atomek | 114,5 | |||
Tolz atomek | 79,904 | |||
| ||||
Ur voutailhad Brom
| ||||
Un dourenn ruz-gell flaerius eo ar brom ; pistrius, mougus ha tagus eo e aezhennoù, ha gouest eo da leskiñ kroc'hen an dud.
En dour-mor e vez kavet, hag en dour-sall danzouar, e stumm strinkennoù diliv par d'an holen (NaCl) a zebromp.
Gant Stadoù-Unanet Amerika (en Arkansas) e vez kenderc'het un drederenn (1/3) eus brom ar bed. Sina hag Israel a zeu war o lerc'h, heuliet gant Jordania ha Japan. Un nebeud brom a vez kenderc'het ivez en Ukraina, Alamagn, India, Spagn ha Turkmenistan. War-dro 460 000 tonennad a vrom a voe kenderc'het e 2011.
[1]
Istor
kemmañGant ar c'himiour alaman Karl Jacob Löwig e voe dizoloet ar brom e 1825, e dour unan eus stivelloù e gorn-bro. Daleet e voe embannadur e gavadenn pa glaskas tennañ splet eus e gavadenn evit tapout ur garg a gimiour en Heidelberg.
Gant an apotiker gall Antoine Balard e voe dizoloet ivez ur bloavezh war-lerc'h, e 1826, e ludu bezhin bet dastumet e paludoù Montpellier. Muride a voe an anv bet dibabet gantañ evit an elfenn nevez, diwar al latin muria, "dour-sall", hag a-raok hini K. Löwig e voe embannet e labour. En embannadur e kemmas an anv muride : brôme e voe an anv nevez, diwar an henc'hresianeg βρωμος bromos, "flaer".
Perzhioù
kemmañKimiek
kemmañ- Un oksider eo ar brom.
- Haloù bromidenn a ro ar brom pa vez lakaet e darempred gant ur metal, dindan levezon an dour dreist-holl.
- Disliverioù kreñvoc'h eget dour Javel (NaClO) eo ar c'henaozadoù brom.
- Ur c'hementad bihan a vrom a c'hall bezañ dileizhet en dour, hogen dileizhus-tre eo ar brom en dileizhuzennoù bevek evel trenkenn aketek (CH3CO2H) ar gwinêgr, ar sulfidenn garbon (CS2), an tetraklorometan (CCl4) hag an alkooloù alifatek.
Izotopoù
kemmañDaou izotop stabil zo d'ar brom (80Br) : 79Br ha 81Br.
Skinizotopoù zo d'ar brom ivez, pa 'z anavezer ur 25 anezho ; berr eo o hanter-vuhez (2 376 devezh d'ar muiañ, hini 77Br).
Arver
kemmañ- Tremen an hanter eus brom ar bed a vez arveret da genderc'hañ kenaozadoù evit fardañ danvezioù da herzel ouzh an tan.[1]
- Heverennoù evit talariñ, c'hwezh-vat, ha louzeier evit ar yec'hed a vez fardet gant brom.
- Livuzennoù ha dilouezerioù a vez fardet ivez.
- Gwezhall e veze arveret a-builh da fardañ ur c'henaozad plomek evit ar c'hefluskerioù helosk diabarzh.
- Daoust d'ar binvioù-luc'hskeudenniñ bezañ niverel hiziv an deiz e vez implijet c'hoazh el luc'hskeudennerezh arc'hantek.
- Louzeier enep an amprevaned graet diwar vrom zo bet implijet degadoù-pad ; berzet int bremañ abalamour ma vez atomoù brom o vezañ distaget dindan levezon bannoù an heol, ha fall-tre int da geñver gwiskad ozon aergelc'h an Douar.
Notennoù
kemmañ- ↑ 1,0 ha1,1 United States Geological Survey (en) Liamm oberiant 14 HER 12
Daveennoù
kemmañ- American Chemical Society (en) Liamm oberiant 25 DU 12
- AN NOALLEG Yann-Baol, Geriadur ar Gimiezh, Preder, Plomelin, 2008 ISBN 978-2-901383-69-7 Preder
- AN NOALLEG Yann-Baol, Geriadur ar Fizik, Preder, Plomelin, 2006 ISBN 978-2-901383-64-2
- Annales de chimie et de physique, Gallica / Bibliothèque nationale de France (fr) Liamm oberiant 26 HER 12
- Atomic weights of the elements 2007 (IUPAC Technical Report) Pure an Applied Chemistry (en) Liamm oberiant 26 HER 12
- Atomic Weights and Isotopic Compositions for All Elements National Institute of Standards and Technology (en) Liamm oberiant 18 HER 12
- Bureau de Recherche Géologique et Minière (BRGM) (fr) Liamm oberiant 26 HER 12
- CONSIDINE Glenn D., Van Nostrand's Encyclopedia of Chemistry, Wiley-Interscience, 2005 ISBN 978-0-471-61525-5 (en)
- DEPOVERE Paul, La classification périodique des éléments — La merveille fondamentale de l'Univers, De Boeck, Brussels, Belgia, 2002 ISBN 978-2-8041-4107-3 (fr)
- EMSLEY John, Nature's Building Blocks — An A-Z Guide to the Elements, Oxford University Press, 2001 ISBN 978-0-19-850341-5 (en)
- Geriadur brezhoneg An Here, Plougastell-Daoulaz, 2001 ISBN 978-2-86843-236-0
- ÉTIENNE Guy, Geriadur ar Stlenneg, Preder, 1996 ISBN 978-2-901383-14-7
- HOLDEN Norman, History of the Origin of the Chemical elements and Their Discoverers, New York, 2001 Brookhaven National Laboratory (en) Liamm oberiant 26 HER 12
- International Union of Pure and Applied Chemistry (IUPAC) (en) Liamm oberiant 26 HER 12
- Joint Institute for Nuclear Research (ОИЯИ e Dubna) (en) Liamm oberiant 25 DU 2012
- LIDE David R., CRC Handbook of Chemistry and Physics - 88th Edition, CRC Press,2007 ISBN 978-0-8493-0488-0 (en)
- National Nuclear Data Center (en) Liamm oberiant 09 KZU 12
- Royal Society of Chemistry (en) Liamm oberiant 03 KZU 2012
- STWERTKA Albert, A Guide to the Elements, Oxford University Press, 1996 ISBN 978-0-19-508083-4 (en)
- Webelements (en) Liamm oberiant 26 HER 2012
Kimiezh | Elfennoù kimiek |
---|
Rolloù hervez an arouez ~ hervez an anv •
Taolenn beriodek |