Strontiom
Un elfenn gimiek eo ar strontiom ; Sr eo e arouez kimiek, 38 e niver atomek ha 87,62 e dolz atomek. Ur metal prialkaliek eo ar strontiom, evel holl elfennoù ar strollad 2.
| |||
---|---|---|---|
Rubidiom – Strontiom – Itriom | |||
| |||
| |||
Niver atomek | 38 | ||
Rummad kimiek | Metaloù prialkaliek | ||
Strollad | 2 | ||
Trovezh | 5 | ||
Aozadur elektronek | [Kr] 5s2 | ||
Niver oksidadur | +2 | ||
Tredanleiegezh | 0.95 | ||
Skin atomek | 215,1 | ||
Tolz atomek | 87,62 | ||
| |||
| |||
Ur metal blot liv an arc'hant eo ar strontiom, a gaver e kailhoù evel er strontianit. Da arvelen e tro pa vez lakaet en aer.
Petra bennak ma kaver strontiom e Stadoù-Unanet Amerika ez eus bet paouezet d'e zastum eno abaoe 1959, ha da fardañ karbonat strontiom (SrCO3) e 2006.
Sina eo ar c'henderc'her pennañ er bed (210 000 tonennad e 2011), dirak Spagn (120 000 t) ; Mec'hiko eo an trede (35 000 t), heuliet gant Maroko, Iran, Arc'hantina ha Pakistan. Un 380 000 t bennak a strontiom a voe kenderc'het er bed e 2011.[1]
Istor
kemmañE kêr Strontian, e penn Loch Shuaineart e Bro-Skos (Sròn an t-Sìthein e gouezeleg Bro-Skos, "beg run ar boudiged") e voe dizoloet kailh strontianit e dibenn an XVIIIvet kantved.
E 1790 e verzas ar c'himiour norzhiwerzhonat Adair Crawford e oa un elfenn nevez er c'hailh-se. E 1793 e voe ar c'hailh anvet strontit gant ar c'himiour skosat Thomas Charles Hope.
E 1808 e teuas ar c'himiour kerneveurat Sir Humphry Davy a-benn da hiniennekaat an elfenn nevez, a anvas strontiom hervez stumm anvioù ar metaloù prialkaliek all.
Perzhioù
kemmañUr metal blot eo ar strontiom, ha govelius eo (tu zo d'e bladañ a-daolioù mailh).
Kimiek
kemmañDazgweredus-kenañ eo ar strontiom : pa vez lakaet e darempred gant dour e ro hidrogen (H) ha hidroksidenn strontiom (Sr(OH)2) ; deviñ a ra en aer en ur reiñ oksidenn strontiom (SrO) ha nitrid strontiom (Sr3N2).
Izotopoù
kemmañStabil eo pevar izotop naturel ar strontiom ; 88Sr eo an hini paotañ (82,58 %), kent 86Sr (9,86 %), 87Sr (7,0 %) ha 84Sr (0,56 %).
Skinc'hanet eo 87Sr ivez, da lavaret eo e teu diwar skinoberiegezh 87Rb ; daou zoare 87Sr zo neuze : an hini a zo bet ganet gant stered evel 84Sr, 86Sr ha 88Sr, hag an hini a zo deuet diwar 87Rb.
C'hwezek izotop distabil zo, an hini pouezusañ o vezañ 90Sr (hanter-vuhez : 28,78 bloavezh) ; diwar ar skiriadur derc'hanel e teu, hag e 1986 e kontammas korn-bro Tchornobyl en Ukraina a-c'houde tarzhadenn ur greizenn nukleel.
Arver
kemmañKentañ arver ar strontiom e voe ar c'henderc'hañ sukr digant beterabez-sukr dre hidroksidenn strontiom Sr(OH)2 adalek 1849, ar pezh a voe graet en Alamagn betek dibenn an XIXvet kantved ; tremen 100 000 t a hidroksidenn strontiom a veze arveret bep bloaz kent ar brezel-bed kentañ a-benn kaout sukr[2].
Skort eo arveroù ar rubidiom hag e genaozadoù hiziv an deiz, hogen implijet e vez da zisrannañ an TDN, da fardañ neudennoù luc'hek, kleuzeurioù (lampoù), binvioù da welet en deñvalijenn. Servij a ra ivez da gevanaozañ kenderc'hadoù kimiek, ha gant ar c'heziom e vez arveret en horolajoù atomek.[1]
Muioc'h ag arveroù zo da kenaozadoù ar strontiom :
- aluminat strontium SrAl2O4 : evel fosfor skedus, a bad pelloc'h e lampr ;
- karbonat strontiom SrCO3 : fardañ gwarelloù ferrit, tanioù-arvest, ha puraat ar zink ;
- kloridenn strontiom SrCl2 : betek 10 % anezhi a vez lakaet e lod toazoù-dent evit an dent kizidik ;
- nitrat strontiom Sr(NO3)2 : tanioù-arvest ;
- sulfat strontiom SrSO4 : tanioù arvest ;
- titanat strontiom SrTi03 : fardañ falsdiamantoù.
Lod kenaozadoù kemplezh a vez arveret er vezegiezh hag e greanterezh an elektronik.
Notennoù
kemmañ- ↑ 1,0 ha1,1 United States Geological Survey (en) Liamm oberiant 15 HER 12
- ↑ HERIOT T. H. P., Manufacture of Sugar from the Cane an Beet, Read Books, 2008 ISBN 978-1-4437-2504-0 (en)
Daveennoù
kemmañ- American Chemical Society (en) Liamm oberiant 25 DU 12
- AN NOALLEG Yann-Baol, Geriadur ar Gimiezh, Preder, Plomelin, 2008 ISBN 978-2-901383-69-7 Preder
- AN NOALLEG Yann-Baol, Geriadur ar Fizik, Preder, Plomelin, 2006 ISBN 978-2-901383-64-2
- Annales de chimie et de physique, Gallica / Bibliothèque nationale de France (fr) Liamm oberiant 26 HER 12
- Atomic weights of the elements 2007 (IUPAC Technical Report) Pure an Applied Chemistry (en) Liamm oberiant 26 HER 12
- Atomic Weights and Isotopic Compositions for All Elements National Institute of Standards and Technology (en) Liamm oberiant 18 HER 12
- Bureau de Recherche Géologique et Minière (BRGM) (fr) Liamm oberiant 26 HER 12
- CONSIDINE Glenn D., Van Nostrand's Encyclopedia of Chemistry, Wiley-Interscience, 2005 ISBN 978-0-471-61525-5 (en)
- DEPOVERE Paul, La classification périodique des éléments — La merveille fondamentale de l'Univers, De Boeck, Brussels, Belgia, 2002 ISBN 978-2-8041-4107-3 (fr)
- EMSLEY John, Nature's Building Blocks — An A-Z Guide to the Elements, Oxford University Press, 2001 ISBN 978-0-19-850341-5 (en)
- Geriadur brezhoneg An Here, Plougastell-Daoulaz, 2001 ISBN 978-2-86843-236-0
- ÉTIENNE Guy, Geriadur ar Stlenneg, Preder, 1996 ISBN 978-2-901383-14-7
- HOLDEN Norman, History of the Origin of the Chemical elements and Their Discoverers, New York, 2001 Brookhaven National Laboratory (en) Liamm oberiant 26 HER 12
- International Union of Pure and Applied Chemistry (IUPAC) (en) Liamm oberiant 26 HER 12
- Joint Institute for Nuclear Research (ОИЯИ e Dubna) (en) Liamm oberiant 25 DU 2012
- LIDE David R., CRC Handbook of Chemistry and Physics - 88th Edition, CRC Press,2007 ISBN 978-0-8493-0488-0 (en)
- National Nuclear Data Center (en) Liamm oberiant 09 KZU 12
- Royal Society of Chemistry (en) Liamm oberiant 03 KZU 2012
- STWERTKA Albert, A Guide to the Elements, Oxford University Press, 1996 ISBN 978-0-19-508083-4 (en)
- Webelements (en) Liamm oberiant 26 HER 2012
Kimiezh | Elfennoù kimiek |
---|
Rolloù hervez an arouez ~ hervez an anv •
Taolenn beriodek |