Troadell (yezhoniezh)
Er yezhoniezh e vez implijet an termen troadell evit komz eus ur frammadur yezhadurel implijet gantañ ur morfem distag (peurliesañ ur ger goullo pe ouzhpenn unan) kentoc'h evit ur benveg morfologel (d.l.e deveradurezh pe displegadurezh) evit displegañ ur rummad yezhadur pe ul liamm yezhadurel.
Da skouer e brezhoneg:
- Frammadur sintezel:
- "Eñ a zebras" (displegadur war-eeun)
- Frammadur troadellek:
- "Debriñ a reas" (verb skoazell "ober")
- "Debret en deus" (verb skoazell "ober")
- Frammadur sintezel:
- "Karetañ" (displegadur war-eeun)
- Frammadur troadellek:
- "Muiañ karet" (ger goullo: "mui-", displeget d'e dro)
Unan eus perzhioù morfologel pennañ ar yezhoù dezrannel eo ar framamdurioù kevreadurezh diazezet war traodelloù. Implijet e vez a-wezhoù ivez avat gant yezhoù sintezel.