Dounganeg
yezh
Ur yezh sinek-tibetek eus skourr ar yezhoù sinaek eo an dounganeg (saozneg:dungan, dounganeg: Хуэйзў йүян [huėyzŭ yüyan], sinaeg: 东干语) komzet gant 49.400 den (95% eus an holl Dounganed), dreist-holl e Kirgizstan (38.000 den e 1993) hag ivez e Kazac'hstan, Ouzbekistan, Tadjikistan ha Turkmenistan.
Tost a-walc'h eo d'ar rannyezhoù mandarinek.
Teir rannyezh ez eus :
- Gansoueg (gansu)
- Chienchieg (shaanxi)
- Yageueg (yage)
Gwechall e veze skrivet gant al lizherenneg arabek. Bremañ avat e vez implijet al lizherenneg kirillek.