Malaka
(Adkaset eus Melaka)
Malaka (Jawi: ملاك; malayeg: Melaka), lesanvet The Historical State (Malayeg: Negeri Bersejarah) pe ar Stad Hang Tuah (Malayeg : Negeri Hang Tuah), eo an trede stad vihanañ eus Malaysia, goude Perlis ha Penang. Emañ e su ledenez Malaysia, war aodoù Strizh-mor Malaka. En e gichen emañ Negeri Sembilan en norzh ha stad Johor er reter. Bandaraya Melaka (Malacca City) eo ar gêr-benn.
Daoust da Valaka da vezañ bet unan eus ar sultanelezhioù koshañ eus Malaysia, n'eus sultan ebet ken e penn ar stad-mañ hiziv an deiz. Penn ar stad eo ar Yang di-Pertua Negeri pe gouarnour.