Kevredigezh Broadoù Gevred Azia
Kevredigezh Broadoù Gevred Azia (ASEAN e saozneg, da lâret eo Association of Southeast Asian Nations) zo un aozadur douarbolitikel, armerzhel ha sevenadurel. 10 bro eus Gevred Azia zo e-barzh. Diazezet e voe e 1967 e Bangkok (Thailand) gant 5 bro e-pad ar brezel yen da herzel ouzh al luskadoù komunour, diorren ar c'hresk ha stabilaat ar rannvro. Kreñvaat ar c'henober hag ar skoazell etrezo, kinnig un takad evit diskoulmañ ar c'hudennoù rannvroel ha pouezañ a-gevret en gendivizoù etrevroadel eo palioù ar gevredigezh hiriv. Aozet e vez ur c'huzuliadeg bep bloaz e miz Du. He fennsekretour zo staliet e Jakarta e Indonezia.
E 2005 e dalv broioù an aozadur-mañ :
- 558 milion annez (war-dro 10% eus poblañs ar bed)
- 862 miliard $USD PDK
- 26 miliard $USD postadurioù estren
Izili
kemmañDiazezet e voe an ASEAN gant 5 stad eus Gevred Azia an arvor dreist-holl : Filipinez, Indonezia, Malaysia, Singapour ha Thailand. Mont a ra Brunei daveto 6 devezh goude e zizalc'h diouzh ar Rouantelezh-Unanet d'an 8 a viz Genver 1984. Vietnam a ya e-barzh e 1995, heuliet gant Laos ha Birmania d'an 23 a viz Gouere 1997 ha Kambodia d'an 30 a viz Ebrel 1999.
Ginea-Nevez he deus ur statud seller abaoe 1976. Timor ar Reter zo aet war ar renk d'an 23 a viz Gouere 2006. Aostralia a vefe dedennet ivez met broioù zo a zo a-enep he mont e-barzh.
Deiziadoù mont e-barzh
kemmañLevrlennadur
kemmañ- ASEAN: Building national cooperation de Richard Stubbs dans Contemporary Southeast Asia embannet gant Mark Beeson, embanadurioù Palgrave Macmillian, 2004.
Gwelet ivez
kemmañLiammoù diabarzh
kemmañLiammoù diavaez
kemmañ
Afghanistan • Arabia Saoudat • Armenia2 • Azerbaidjan1 • Bahrein • Bangladesh • Bhoutan • Brunei • Egipt3 • Emirelezhioù Arab Unanet • Filipinez • India • Indonezia5 • Iran • Iraq • Israel • Japan • Jordania • Jorjia1 • Kambodja • Kazac'hstan1 • Kiprenez2 • Kirgizstan • Korea an Norzh • Korea ar Su • Koweit • Laos • Liban • Malaysia • Maldivez • Mongolia • Myanmar • Nepal • Oman • Ouzbekistan • Pakistan • Qatar • Rusia1 • Republik Pobl Sina • Republik Sina (Taiwan) • Singapour • Siria • Sri Lanka • Tadjikistan • Thailand • Timor ar Reter4 • Turkia1 • Turkmenistan • Viêt Nam • Yemen
Stadoù ha n'int ket anavezet : Nagorno-Karabac'h2
Tiriadoù gant ur statud dibar : Hong Kong • Makao • Palestina
1. En Europa evit un darn. 2. En Azia e-keñver douaroniezh met a vez sellet outi evel un tamm eus Europa evit abegoù istorel ha sevenadurel.3. En Afrika evit ar braz. 4. Lakaet a-wechoù en Okeania. 5. En Okeania evit un darn.