Energiezh nevezadus
Gremm adnevezadus pe energiezh nevezadus[1] pe energiezh adnevesaus[2] a reer eus gremm a zeu eus andonioù a vez aspourvezet gant an natur a-hed buhez mab-den, evel gouloù an Heol, an avel, ar glav, ar mareoù-mor, an tonnoù hag an douarwrez.
Evit kenderc'hañ tredan, tommañ an tiez hag an dour, kas karbedoù a bep doare ha kenderc'hañ gremm e-maez ar rouedadoù ez implijer ar gremmoù adnevezadus.
Er bloavezh 2011 e voe ar gremmoù adnevezadus 19% eus ar bevezadur gremm er bed a-bezh. Ar bevdolz (9,30%) hag an dourdredan (3,78%) eo ar gremmoù adnevezadus pennañ a zo bet arveret. Buan e kresk arver ar gremmoù adnevezadus all er bed evelato.[3]
Un drederenn eus Stadoù ar bed a ra gant hevelep gremmoù evit bastañ da dremen 20% eus o ezhommoù, ha muioc'h-mui a vo en dazont. Ar gremm aerluzel, da skouer, zo o kreskiñ eus 30% bep bloaz : 282,482 MW a dredan a c'halle bout kenderc'het e dibenn ar bloavezh 2012 dre nerzh an avel[4].
Ec'hon eo an tachennoù ma c'haller tapout gremmoù adnevezadus, ar pezh n'eo ket gwir pa gomzer eus an treloskoù kondon, na gaver nemet en un nebeud broioù.
Dre ziorren arver ar gremmoù adnevezadus e teuer asur da gaout trawalc'h a c'hremm bepred, da vihanaat tommadur ar blanedenn ha da zigreskiñ ar c'houstoù[5].
Raktresoù bras zo bet savet evit tapout hag implijout gremmoù adnevezadus, hogen reoù vihanoc'h zo bet aozet evit ar broioù war ziorren hag ar rannvroioù maeziat. Hervez Aozadur ar Broadoù Unanet e c'hall ar gremmoù adnevezadus pinvidikaat ar broioù paourañ.[6]
Istor
kemmañAdnevezadus e oa hogos an holl c'hremmoù implijet gant mab-den kent diorroadur ar mengleuzioù glaou e kreiz an XIXvet kantved. Hep mar ez eo koshañ testeni eus arver ur gremm adnevezadus an tammoù keuneud glaoudennet a zo bet kavet e Gesher Benot Ya'agov en Israel, a voe devet 790 000 a vloavezhioù zo. N'eo nemet etre 400 000 ha 200 000 a vloavezhioù zo ma teuas mab-den boas da arverañ ar bevdolz war ar pemdez, pa ouezas mestroniañ an tan[7].
Goude bout mestroniet an tan e teskas mab-den mestroniañ an avel evit kas bigi war an dour : testeniekaet eo bet bezañs bigi dre lien war ar stêr Nil pemp mil a vloavezhioù zo[8].
Tostoc'h dimp e voe labour an dud, nerzh al loened, hini an avel ha hini an dour ar gremmoù adnevezadus implijetañ, kevret gant ar bevdolz e stumm ar c'heuneud.
E 1873 e krogas an dud da glask tapout gremm an Heol, gant aon na yaje ar glaou da get. Betek deroù ar Brezel-bed kentañ e voe kaset arnodennoù. Ken abred ha 1911 e voe rakwelet pouez ar gremm heolel en dazont[9].
E 1956 e voe kemennet stroñs tireoulel 1973 gant M. King Hubbert[10] ; er bloavezhioù 1970 e krogas al luskad ekologour da stourm evit ma vije erlerc'hiet ar gremmoù adnevezadus ouzh an tireoul, ha fardet e voe an aerluzelloù kentañ.
Abaoe pell dija e veze arveret gremm an Heol evit tommañ ha yenaat, hogen ret e voe gortoz ar bloavezhioù 1980 evit ma vije lakaet panelloù fotovoltaek marc'hadmat a-walc'h er c'henwerzh[11].
Gremmoù adnevezadus pennañ
kemmañGremm aerluzel
kemmañDre dreuzfurmiñ nerzh fiñvel an avel a-drugarez da aerluzelloù e c'haller fardañ tredan. Diouzh diñs tizh an avel eo ar gremm a vez ganet, setu e kresk buan galloud un aerluzell betek he bog. Abalamour da gement-se e vez staliet aerluzelloù e lec'hioù ma vez kreñv ha kendalc'hel an avel, war ar menezioù hag er mor en diavaez d'an aodoù.
Eus 600 kW betek 5 MW eo skalfad ar galloud a vez kenderc'het, 1,5-3 MW o vout ar galloud boutinañ a vez staliet. Etre 20% ha 40% eus o galloud a vez kenderc'het gant an aerluzelloù peurvuiañ, tostoc'h da 40% el lec'hioù gwellañ[12].
War an hirdermen e c'hallfe ar gremm aerluzel bout kevatal da bemp gwech an tredan a vez kenderc'het hiziv, ha bastañ da 40 gwech an ezhommoù a hiziv, gant ma vo kavet un diskoulm da bep kudenn galvezel : staliañ kalz aerluzelloù war tachennoù ec'hon ma c'hwezh avelioù kreñv ha stabil a-hed an amzer, e diavaez an aodoù peurliesañ, er bed a-bezh, gant asant ar poblañsoù hag an aozadurioù etrebroadel[13].
War-dro 20% eo kresk ar gremm aerluzel bep bloaz ; 238 000 MW e oa ar galloud a oa staliet e 2011, en Azia, en Europa hag e Stadoù-Unanet Amerika. En hevelep bloavezh e oa 83 Stad o werzhañ tredan bet kenderc'het dre nerzh an avel.[3]
|
|
Gremm dourrenel
kemmañAr gremm dourrenel eo ar gremm a daper diwar dour o kouezhañ pe o redek.
War-dro 1,225 kg/m3 eo douester an aer da live ar mor, pa 'z eo 1 000 kg/m3 hini an dour, da lavaret eo tremen 800 gwech muioc'h : kalz gremm zo da dapout diwar forzh pe red-dour neuze, pe diwar donnoù ar mor. Meur a zoare zo da dreiñ nerzh an dour e gremm a c'haller implijout :
- treiñ nerzh pouez ul lamm-dour e gremm loc'honiel a-drugarez d'ur rod elvennek, evel ma vez graet e lod milinoù-dour ;
- sparlañ red ur stêr gant ur stankell a-benn krouiñ ur virlenn ha reoliañ red an dour ; gwask ha red an dour e traoñ ar stankell a laka troellrodoù da dreiñ a-benn kenderc'hañ tredan ;
- Stankell an Teir C'hanienn war ar stêr Yangtze e Sina eo brasañ stankell ar bed, 22 500 MW eo he galloud a-drugarez da 34 zroellrod.
- arverañ gremm fiñvel red ur stêrig evit kenderc'hañ betek 100 kW a dredan en ul lec'h digenvez ; diezhomm eo krouiñ ur virlenn en degouezh-se ;
- arverañ nerzh fiñvel ar mareoù da genderc'hañ tredan ;
- Stankell vordredan ar Renk a genderc'h 250 MW a dredan a-drugarez da 24 zroellrod abaoe 1966.
Hiziv an deiz ez eo er c'henderc'hañ tredan dre stankelloù ster pennañ ar bomm "gremm dourrenel".
Tu zo da jediñ ar c'hementad a dredan a vo kenderc'het gant un droellrod bet staliet e traoñ ur stankell :
m'emañ
- P ar galloud e wattoù
- η efedusted an droellrod, da lavaret eo an dregantad eus ar gremm lonket a vez daskoret
- ρ douester an dour (1 000 kg/m3)
- Q ar red e m3/s
- g c'hwimm ar pounnerder, a zo 9,81 m/s²
- h an uhelder, da lavaret eo an diforc'h etre gorre ar virlenn ha live an droellrod, e metradoù
Mard eo 85% efedusted an droellrod, 80 m3/s red an dour ha 145 m an uhelder e c'hall an droellrod genel
Gremm heolel
kemmañ
Gouloù ha gwrez an Heol a ya da ober ar gremm a c'haller tapout dre veur a galvezerezh a vez bepred o vont war-raok : an dommerez dre heol, ar panelloù fotovoltaek, an tredan a c'haner dre wrez an heol, adeiladezh an tiez ha luc'hgevaoz kevanaozet. Daou zoare zo da dapout gremm an Heol, unan oberiat hag unan gouzañvat.
E 2011 e savas Amsez Etrebroadel ar Gremm a-du gant arver ar gremm heolel er bed a-bezh :
|
Gremm heolel fotovoltaek
kemmañDre banelloù fotovoltaek e troer gouloù an Heol e tredan a-drugarez d'an efed fotovoltaek a voe arsellet gant ar fizikour gall Edmond Becquerel (1820-1891) e 1839 : pa sko gouloù an Heol pe forzh pe c'houloù arall war ur gorread danvezel e vez lonket ar gremm gant an elektron a zo e bann amsav an danvez ; argridet e vezont hag e lammont e bann readur an danvez kent bout en o frankiz. Lod eus an elektronennoù-se a vez c'hwimmet betek un danvez arall gant barr diabarzh an danvez-se (barr Galvani), ar pezh a c'han tredan[16].
Bras eo bet kresk marc'had ar panelloù fotovoltaek abaoe 2003, ha darev eo da vout unan eus andonioù pennañ ar fardañ tredan er bed a-bezh. Goude bout kresket kalz e 2011 ez eo stabilaet, pa 'z eus bet un tammig muioc'h hepken a varregezh e 2012 eget e dibenn 2011.[17]
Tost da 24 000 MW (24 GW) e oa barregezh ar panelloù fotovoltaek er bed e dibenn ar bloavezh 2009 ; 40,7 GW e oa e dibenn 2010 (+69,6%), ha 71,1 GW e dibenn 2011 (+74,7%). Tremen 100 GW a oa staliet er bed e dibenn 2012, ar pezh a c'hall kenderc'hañ 110 000 MW (100 TW) a dredan bep bloaz – peadra da vastañ da ezhommoù un 30 milion a diegezhioù en Europa, a zo e penn ar marc'had gant tremen 70 GW staliet e 2012.[17]
Gremm heolel gwrezel
kemmañ
Ferennoù, melezourioù, parabolennoù a vez staliet en un takad ec'hon evit dastum gouloù an Heol kent e zestiañ en un hordenn voan a-benn arverañ ar wrez da genderc'hañ tredan. Kement-se a c'haller ober dre veur a wikefre.
|
|
Pal an holl wikefreoù-se eo tommañ ul liñvenn a servijo da genderc'hañ tredan pe da voniañ gremm[18].
Bevdolz
kemmañ"Bevdolz" a reer eus danvez bevoniel a zeu eus bevedegoù bev pe marv nevez zo, plant an darn vrasañ anezho.
Evel andon gremm e c'hall ar bevdolz bout arveret end-eeun dre loskadur da c'henel gwrez, evel ar c'heuneud, pe en un doare ameeun goude bout bet troet da vevdrelosk dre argerzhioù kimiek, gwrezel pe vevgimiek.
Ar c'hoad eo ar bevdolz paotañ : gwez marv, skourroù, penngosoù, dilerc'hioù benadur, skolpennoù, lastez an tiez ha teil kêr.
Bevdolz ivez eo ar plant hag al loened a c'hall bout troet da wiennoù pe da zanvezioù kimiek evel ar bevdreloskoù. Meur a spesad plant a vez arveret gant greanterezh ar bevdolz : bambouz, kanab, korz-sukr, elv, eukaliptuz, gouezvell, haleg, maiz, miscanthus, palmez eoul sorghum, troioù-heol eo ar re implijetañ.
E parkadoù a-ratozh e vez gounezet ar plant a dalvezo da drelosk en abeg da live uhel o askor dre hektar e-keñver ar c'hementad a c'hremm a vez arveret evit o gounit. Ar gwinizh, da skouer, a ro war-dro 7,5 t a c'hreun dre hektar ha 4 t a blouz dre hektar ; gant ar greun e c'haller fardañ bevdrelosk evit ar c'harbedoù, ha devet e vez ar plouz a-benn kenderc'hañ gwrez pe dredan. Gant harp ar gimiezh e c'haller treiñ keluloz ar bevdolz da c'hlukoz a-benn ober sukr a servijo da vevdrelosk.
Tu zo ivez da arverañ ar bevdolz a-benn kenderc'hañ treloskoù evel ar metan CH4, an etanol C2H6O hag ar bevdiesel.
Metan, a anver "bevaezhenn" ivez, a c'haller dastum diwar lastez o vreinañ, dilerc'hioù ar gounezerezh hag an dud. Etanol a farder diwar maiz ha korz-sukr goude bout o lakaet da c'hoiñ. Ar bevdiesel a genderc'her diwar dilerchioù boued evel al legumaj ha druzoni al loened[19].
Emeur oc'h ober enklaskoù a-benn arverañ bezhin, abalamour ma ne vez ket debret an darn vrasañ anezho ha ma c'haller gounez betek dek gwezh muioc'h anezho eget a blant war an douar. Dre o lakaat da c'hoiñ e c'haller kenderc'hañ bevdiesel, etanol, hidrogen ha metan.
Abaoe ar bloavezhioù 1970 e vez kenderc'het etanol gant Brazil, a zo deuet da vout an ezporzher pennañ er bed hag an eil kenderc'her goude Stadoù-Unanet Amerika. Diwar korz-sukr e vez fardet an etanol-se, ha n'eus karbed ebet ken e Brazil hag a ya en-dro gant trelosk kondon hep etanol. Gwrez ha tredan a vez kenderc'het diwar dilerc'hioù ar fardañ etanol.
En S. U. A. e vez 10% etanol er strilheoul, "E10" eo anv ar meskaj-se, ha fardet e vez kirri a c'hall mont en-dro gant muioc'h ag etanol c'hoazh.
E 2010 e teue 3% eus trelosk karbedoù ar bed eus ar bevdolz ; 31 Stad a lakae bevdrelosk en o zreloskoù kondon.[3] Hervez an IEA e c'hallfe ar bevdreloskoù bastañ da dremen 25% eus ezhommoù ar bed er bloavezhioù 2050[20].
Gremm douarwrezel
kemmañEn Douar emañ ar gremm gwrezel a vez anvet "douarwrez" ; diwar ar gremm-se e teu gwrezverk danvez an Douar.
Daou orin zo d'ar gremm douarwrezel : stummadur ar blanedenn (20%) ha digevanidigezh elfennoù ar mein (80%).
Tremen 5 000 °C eo gwrezverk kalon an Douar, ur 6 400 km dindan e c'horre. Dre ar wrez hag ar gwask a ren eno e teuz lod reier da stummañ magma skañvoc'h eget ar reier sonnel ; pignat war-c'horre a ra ar magma neuze, ha tommañ reier ha dour krestenenn ar blanedenn betek war-dro 370 °C. Ar gremm-se eo a anver gremm douarwrezel[21].
En Henoadvezh ar maen dija e kouronke an dud e dourioù an eien havel ; ar Romaned a implije an dourioù-se evit tommañ o annezioù. Hiziv an deiz avat ez eo ar c'henderc'hañ tredan arver pennañ ar gremm douarwrezel.
Marc'hadmat, solius, padus ha naet eo ar gremm douarwrezel[22]. Betek-henn ne veze arveret nemet e-kichen bevennoù ar plakennoù tektonek, hogen dre araokadennoù kalvezel ez eo bet ec'honaet an tachennoù ma kaver mammennoù gremm douarwrezel bras ha solius evit tommañ an annezioù.
Dre ar puñsoù erlemel e pign aezhennoù gwered brouti a oa paket e diabarzh ar blanedenn, met kalz nebeutoc'h a vez bannet en aergelc'h eget gant an treloskoù kondon ; digesket e vije tommadur ar blanedenn neuze mar bije diorroet arver ar gremm douarwrezel e-lec'h hini an treloskoù kondon.
E 2013 e oa ur varregezh dreist 1 780 MW gant ar c'hreizennoù douarwrezel a oa war sevel e 12 Stad[23].
Stad | Niver a greizennoù |
Barregezh (MW) |
---|---|---|
Alamagn | 9 | 48 |
Bro-C'hall | 1 | 2 |
Kenya | 3 | 296 |
Ethiopia | 1 | (dianav) |
Filipinez | 3 | 110 |
Indonezia | 6 | 465 |
Island | 4 | 260 |
Italia | 1 | 40 |
Japan | 4 | 3,253 |
Mec'hiko | 2 | 75 |
Turkia | 12 | 311 |
S. U. A. | 10 | 174,4 |
Hollad | 56 | 1 784,653 |
Redioù
kemmañAlies e vez droukvesket "gremm adnevezadus" ha "gremm naet" ; gant ar gremmoù naet ne vez kenderc'het saotradur ebet, pe re nebeut evit noazout d'an endro, padal e c'hall ar gremmoù adnevezadus louzañ an natur : dre zastum ha deviñ ar bevdolz e c'haller kemmañ an endro ha saotrañ an aer.
Noazus eo an holl c'hremmoù adnevezadus eta, en un doare eun pe ameeun.
Hervez ar metoù eo natur ha kementad ar gremmoù adnevezadus : nebeud ha vevdolz ha kalz heol zo e gouelec'h ar Sahara, kalz gremm douarwrezel zo en Island pa'z eus nebeut a heol eno. An natur hec'h-unan neuze a levezon ar c'hementad a c'hremm adnevezadus a c'haller arverañ.
Un diskoulm d'ar gudenn-se eo boniañ ar gremm, an tredan e daspugnerioù, an dour en oglennoù da skouer.
A-benn bastañ da ezhommoù ar bed a-bezh e ranker etrekennaskañ ar rouedadoù tredan, evit kas tredan heolel ar Su d'an Norzh pe tredan arluzel ar C'hornôg d'ar Reter, kement-se evit reoliañ an diforc'hioù a bourvezadur hag a c'houlenn a c'hoarvez hervez an amzer hag ar rannvloazioù.
Jedet ez eus bet e c'hallfer bastañ da ezhommoù gremmel ar bed a-bezh a-benn ugent pe daou-ugent vloaz gant ardivinkoù da arverañ gremmoù adnevezadus bet staliet war 0,4% eus gorread an Douar. Kevatal da hini an treloskoù kondon hag ar gremm derc'hanel e vefe ar c'houst, met ret e vefe degas kemmoù bras er rouedadoù kenderc'hañ, boniañ ha dasparzhañ ar gremm, ar pezh a zo hervez youl ar c'hevredigezhioù hag ar bolitikourion.[24]
Levlennadur
kemmañ- Gremmoù adnevezadus dre vras
- Bjørn Lomborg (2001), The Skeptical Environmentalist – Measuring the Real State of the World, Cambridge University Press, ISBN 978-0-521-01068-9 (en)
- Bjørn Lomborg (2010), Cool it - The Skeptical Environmentalist's Guide to Global Warming, Vintage, ISBN 0-307-74110-9 (en)
- Hervez B. Lomborg ez eo diefedus ha re goustus an obererezhioù emeur o lakaat e pleustr a-benn stourm ouzh tommadur an hin er bed, gwell e vije labourat a-zevri war gudennoù war verrdermen ha tostoc'h da vuhez pemdez an dud, evel ar yec'hed hag ar pourchas dour boull.
- Gwelit ivez, gant an hevelep aozer, The Poverty of Renewable (17 Meu 2014), Project Syndicate (en)
- Philippe Poggi (2011), Les énergies renouvelables - Intégration du solaire photovoltaique et de l'éolien dans les systèmes électriques insulaires, Éditions Universitaires Europeennes, ISBN 978-613-1-59837-1 (fr)
- Claude Acket & Jacques Vaillant (2011), Les énergies renouvelables, Technip, ISBN 978-2-7108-0954-8 (fr)
- Jacques Vernier (2014), Les énergies renouvelables, Presses Universitaires de France, ISBN 978-2-13-062635-0 (fr)
- Gremm aerluzel
- Désiré Le Gouriérès (2008), Les éoliennes, Moulin Cadiou, ISBN 978-2-7108-0954-8 (fr)
- Jean-Louis Butté (2008), L'imposture - Pourquoi l'éolien est un danger pour la France, Éditions du Toucan, ISBN 978-2-8100-0192-7 (fr)
- Corinne Dubois, Le guide de l'éolien, techniques et pratiques, Eyrolles, ISBN 978-2-212-12431-6 (fr)
- Gremm dourrenel
- Académie des Technologies (2009), L'énergie hydroélectrique et l'énergie éolienne, Le Manuscrit, ISBN 978-2-304-02788-4 (fr)
- Pierre-Louis Viollet (2006), Histoire de l'énergie hydraulique, Presses de l'École Nationale des Ponts et Chaussées, ISBN 978-2-85978-414-0 (fr)
- Gremm heolel
- J. C. Bria & Precepta, Marche de l'énergie solaire, Precepta, ISBN 978-2-8190-0049-5 (fr)
- Michel Tissot (2011), Le guide de l'énergie solaire et photovoltaïque, Eyrolles, ISBN 978-2-212-13320-2 (fr)
- Bevdolz
- Laurent Piermont (1982), L'énergie verte, Seuil, ISBN 978-2-02-006192-6 (fr)
- Hervé Bichat & Paul Matisse (2013), La biomasse, énergie d'avenir ?, Quae, ISBN 978-2-7592-1912-4 (fr)
- Gremm douarwrezel
- Jean Lemale (2012), La géothermie, Dunod, ISBN 978-2-10-057238-0 (fr)
- Gremm douarwrezel ha bevdolz
- Jean-Claude Sabonnadière (2007), Géothermie et énergies de la biomasse, Hermès Science, ISBN 978-2-7462-1503-0 (fr)
- Loïc Chauveau (2010), L'énergie de la Terre, Le Cherche Midi, ISBN 978-2-7491-1742-3 (fr)
Liammoù diavaez
kemmañDaveennoù brezhonek
kemmañ- Yann-Baol an Noalleg (2006), Geriadur ar Fizik, Preder, (ISBN 978-2-901383-64-2)
- Yann-Baol an Noalleg (2008), Geriadur ar Gimiezh, Preder, (ISBN 978-2-901383-69-7)
- Martial Ménard (2012), Dictionnaire français-breton, Palantines (ISBN 978-2-35678-069-0)
Notennoù
kemmañ- ↑ TermOfis
- ↑ Brezhoneg21 - Eil Derez Diwan
- ↑ 3,0 3,1 ha3,2 Renewables 2011 - Global Status Report (en)
- ↑ Renewables 2013 - Global Status Report (en)
- ↑ International Energy Agency (IEA) (en)
- ↑ Steve Leone (25 Eost 11), U. N. Secretary-General: Renewables Can End Energy Poverty, en Energy World (en)
- ↑ K. Kris Hirst, The Discovery of Fire, Archeology (en)
- ↑ Encyclopedia of Alternative Energy (en)
- ↑ Geoffrey Jones & Loubna Bouamane (2012), "Power from Sunshine":A Business History of Solar Energy, Harvard Business School (en)
- ↑ M. King Hubbert (1956), Nuclear Energy and the Fossil Fuels, American Petroleum Institute (en)
- ↑ History of PV Solar (en)
- ↑ Wind Energy Center (en)
- ↑ Cristina L. Archer & Mark Z. Jacobson, Evaluation of Global Wind Power, Stanford University (en)
- ↑ Casa del Agua e Taramundi (es)
- ↑ IEA, p. 22. (en)
- ↑ Gwelit damkaniezh ar bannoù gremm en IUT en ligne (fr)
- ↑ 17,0 ha17,1 Global Market Outlook 2013 - European Photovoltaic Industry Association (EPIA) (en)
- ↑ Christopher Martin & Yogi Goswami (2005), Solar Energy Pocket Reference, International Solar Energy Society, ISBN 978-0-9771282-0-4
- ↑ U. S. Energy Information Administration (EIA) (en)
- ↑ IEA / Technology Roadmap p. 5 (en)
- ↑ Donald Turcotte & Gerald Schubert (2002), Geodynamics, Cambridge University Press, ISBN 978-0-521-66624-4 (en)
- ↑ William E. Glassley (2010), Geothermal Energy: Renewable Energy and the Environment, CRC Press, ISBN 978-1-4200-7570-0 (en)
- ↑ Geothermal Energy Association (GEA) (en)
- ↑ Louis Bergeron (25 GEN 2012), The world can be powered by alternative energy, using today's technology, in 20-40 years, Eurekalert (en)
- (fr) Google