Hussein Iañ Jordania
Hussein Iañ Jordania, bet ganet حسين بن طلال Ḥussein ben Ṭalāl d'ar 14 a viz Du 1935 en Amman, Emirelezh Treuzjordania ha marvet d'ar 7 a viz C'hwevrer 1999 en Amman, Rouantelezh hachemit Jordania, a voe roue Jordania d'an oad a 17 vloaz a-c'houde marv e dad Talal Iañ Jordania d'an 11 a viz Eost 1952 ha betek e varv dezhañ e 1999.
E-pad tremen 46 vloaz e renas war Jordania, a-hed ar Brezel Yen ha 40 bloavezh a vrezel etre an Arabed hag Israel.
A-hed e ren e klaskas gwellaat buhez ar Jordanianed ha kavout un doare d'o lakaat da vevañ e peoc'h. An eil rener arab e voe oc'h anzav Stad Israel, e 1994, goude an Egiptad Anwar el-Sadat en devoa graet e 1979.
Hussein Iañ Jordania | |
حسين بن طلال Hussein ben Talal | |
Er Pentagon (02/04/1997) | |
Roue Jordania | |
Ren | 11 a viz Eost 1952 7 a viz C'hwevrer 1999 |
Kentad | Talal Iañ Jordania |
Warlerc'hiad | Abdallah II Jordania |
Ganedigezh | 14 a viz Du 1935 Amman, Emirelezh Treuzjordania |
Marv | 7 a viz C'hwevrer 1999 Amman, Jordania |
Tiernac'h | Hachemited |
Tad | Talal Iañ Jordania |
Mamm | Zain as-Charaf bint Jamil |
Relijion | Islam sunnit |
Sinadur Hussein Iañ Jordania |
Yaouankiz (1935-1952)
kemmañGoude bezañ bet skoliataet en Amman e voe kaset da Aleksandria (Egipt) da studiañ e Victoria College, ur skol-veur vreizhveurat. Goude-se ez eas da Harrow School Londrez, kent mont war ur stummadur milourel e Royal Military College Sandhurst, Berkshire[1], evel m'en devoa graet e dad.
En Amman d'ar 16 a viz Gouhere 1951 e voe drouklazhet Riad Bei al-Solh, kentañ ministr kozh Liban, rak brud a rede e oa emglevioù kuzh etre Liban ha Jordania evit sinañ ar peoc'h gant Israel.
D'an 20 a viz Gouhere 1951, pa oa e moskeenn Al-Aqsa e Jerusalem da geñver an obidoù, e voe drouklazhet Abdallah ben Hussein, tad-kozh Hussein ben Talal, gant ur Palestinian. Unan eus ar boledoù a dizhas e vab-bihan Hussein, a voe saveteet dre berzh ur vedalenn a oa bet lakaet war e vruched diwar c'houlenn e dad-kozh.[2]
D'an 9 a viz Gwengolo 1951, nebeut amzer kent e c'hwezekvet deiz-ha-bloaz eta, e voe anvet Hussein ben Talal da briñs pa bignas e dad Talal Iañ Jordania war an tron. Trizek miz diwezhatoc'h avat e voe ret d'ar roue dilezel ar galloud en abeg ma oa klañv e spered.
D'an 11 a viz Eost 1952 e voe anvet e vab Hussein da roue Jordania. Ur C'huzul rejañs a reas war-dro aferioù ar rouantelezh da c'hortoz ma vije Hussein Iañ Jordania en oad da ren ; da zevezh e 18vet deiz-ha-bloaz e voe kadoriet, d'an 2 a viz Mae 1953, da lavaret eo d'an 18 a viz Cha'bân 1372 hervez an deiziadur islamek[3] .
Hir e voe e ren, pa badas 46 vloaz hanter.
Oad gour (1952-1999)
kemmañDre genemglev er familh e voe aozet eured kentañ ar roue, a zimezas neuze d'an 18 a viz Ebrel 1955 gant Cherifa Dina bint Abdelhamid (Kaero, 15 a viz Kerzu 1929)[4], ur geniterv a-bell d'e dad Talal Iañ Jordania.
Ur verc'h, ar briñsez Alia bint al-Hussein, a voe ganet d'an 13 a viz C'hwevrer 1956.
Ne badas ket an unaniezh avat, pa voe torret an dimeziñ d'ar 24 a viz Mezheven 1957 diwar c'houlenn ar roue.
D'ar 25 a viz Mae 1961 e timezas ar roue un eil gwech, gant Antoinette Avril "Toni" Gardiner (Chelmondiston, Suffolk, Bro-Saoz, 25 a viz Ebrel 1941), anezhi merc'h un ofiser el lu vreizhveurat. Muna al-Hussein a voe graet anezhi keit ha ma voe pried Hussein Iañ Jordania, da lavaret eo betek ma voe torret an dimeziñ d'an 21 a viz Kerzu 1971.[4]
Pevar bugel a zeuas d'ar c'houblad :
- Ar priñs Abdoullah II Jordania, bet ganet d'an 30 a viz Genver 1962, ha roue Jordania da heul e dad ;
- Ar priñs Faisal ben al-Hussein (11 a viz Here 1963), a zo bremañ e penn aerlu Jordania ;
- Ar briñsez Aicha bint Hussein (23 a viz Ebrel 1968), ofiserez uhel en aerlu jordanian ; emañ oc'h ober war-dro an aferioù milourel e kannati Jordania e Stadoù-Unanet Amerika ;
- Ar briñsez Zein bint Hussein, c'hoar gevell Aicha bint Hussein.
Alia Baha al-din Touqan (Kaero, 25 a viz Kerzu 1948 - Amman, 9 a viz C'hwevrer 1977) e voe trede pried Hussein Iañ Jordania[4] d'ar 24 a viz Kerzu 1971 ; ur Balestinadez e oa-hi. Ganti e voe krouet Burev Rouanez Jordania, a ra war-dro diorroadur ar gevredigezh jordanian : kelennadurezh, sevenadur ha yec'hed an dud e oa palioù pennañ ar rouanez. Drezi e voe staliet levraouegoù dre ar vro, an Haya Cultural Center(ur Greizenn sevenadurel evit ar vugale[5], an National Folklore Troupe, an Alia Art Gallery, ur Gouel an Arzoù e Jerach, hag all.
E 1974 e teuas ar rouanez a-benn da lakaat gouarnamant Jordania da reiñ d'ar merc'hed ar gwir da vouezhiañ ha da vezañ dilennet er Parlamant.
D'an oad a 29 bloaz e varvas en ur gwallzarvoud biñskell ; Queen Alia International Airport eo anv aerborzh etrebroadel Amman.
Daou vugel, ur verc'h hag ur mab, a voe ganet :
- Ar briñsez Haya bint al-Hussein, d'an 3 a viz Mae 1974 ;
- Ar priñs Ali ben al-Hussein, d'an 23 a viz Kerzu 1975.
D'ar 15 a viz Mezheven 1979 e timezas ar roue ur pevare gwech, gant Elizabeth "Lisa" Najib al-Halabi[4] (Washington, D. C., 23 a viz Eost 1951). Goude hec'h andreiñ d'an Islam e voe anavezet evel Nour al-Hussein, ha rouanez Nour Jordania.[4]
Pevar bugel a zeuas diwar eured diwezhañ Hussein Iañ Jordania, daou vab ha div verc'h :
- Ar priñs Hamzah ben al-Hussein (29 a viz Meurzh 1980) ;
- Ar priñs Hachim ben al-Hussein (10 a viz Mezheven 1981) ;
- Ar briñsez Iman bint al-Hussein (24 a viz Ebrel 1983) ;
- Ar briñsez Raiyah bint al-Hussein (9 a viz C'hwevrer 1986).
E 1992 e pareas Hussein Iañ Jordania diouzh krign-bev al lounezhi.
E miz Gouere 1998, taget ma oa gant krign-bev ar gwad, e krogas ar roue gant ar c'himigurañ e Rochester (Minnesota).
E miz Genver 1999 e tistroas da Jordania, ma voe graet un degemer tousmac'hus dezhañ. D'ar 25 eus ar miz-se e lakaas e vab henañ, ar priñs Abdallah, da bennhêr. D'an hevelep devezh e voe e Rochester en-dro.
D'ar 4 a viz C'hwevrer 1999 ez embannas e vezeg prevez e oa bet ur c'hwitadenn eus an eil imboudadenn mel askorn en devoa gouzañvet ar roue.
Tri devezh war-lerc'h e varvas Hussein Iañ Jordania en Amman, kêr-benn e rouantelezh.
Ur skingomz amatour eo bet Hussein Iañ Jordania a-hed e vuhez. Brudet ha karet e oa JY1
e bed ar skingomz amatourien, ha bepred e c'houlenne ma vefe komzet outañ hep menegiñ e ditl. Ul levier nijerezioù ha biñsaskelloù e oa ivez.
Ren (1952-1999)
kemmañA-hed e ren e klaskas Hussein Iañ Jordania kas Jordania war-raok hag uhelaat dere pep ezel eus e bobl.
Pobl ar rouantelezh eo he brasañ pinvidigezh
eme ar roue, ha dizehan en deus broudet an dud da ober gwelloc'h evito o-unan hag evit o bro.
Gwellaat buhez ar Jordanianed
kemmañSevel ur framm armerzhel ha greantel a-benn tizhout e bal eo ar gefridi gentañ a sammas ar roue yaouank. A-hed ar bloavezhioù 1960 e pouezas war ziorroadur korvoerezh barregezhioù ar c'hondon : ar fosfat, ar potas hag ar simant ; ur rouedad hentoù-tizh a voe savet er rouantelezh.
Er bloavezhioù 1950, 10% hepken eus ar Jordanianed o devoa tredan, dour hag aveadurioù yec'hedel en o annezioù ; 99% eus ar boblañs a oa aveet e dibenn ren Hussein Iañ Jordania.
E 1960, 33% eus an dud a ouie lenn ha skrivañ ; 85,5% e oa ar feur e 1996.
E 1961 e oa 9,2 kJ lodenn bemdeziek keitad pep den e Jordania ; da 12,65 kJ e oa savet e 1992, ur c'hresk a 37,5% neuze.
E 1981, 70 bugel diwar 1 000 a varve kent o deiz-ha-bloaz kentañ ; 30 a rae e 1990, un digresk a 42,8%. Da 16 e oa diskennet e 2012, hervez stadegoù UNICEF[6].
Klask ar peoc'h
kemmañKoulz er rouantelezh ha war an dachenn etrebroadel e stourmas Hussein Iañ Jordania evit stabilaat ar Reter-Nesañ. Gant ar pal da gavout ar peoc'h e voe oberiant bepred, ha krennus alies.
Meur a wech e rankas ar roue lakaat termen da emsavioù a oa e go diwar levezon broadelouriezh arab prezidant Egipt, Gamal Abdel Nasser.
E 1956, pa voe rebechet dezhañ bezañ levezonet betek re gant doareoù ar Gornaoueg, ez erlerc'hias ofisirien jordanian ouzh ar re vreizhveurat a oa e penn lu ar rouantelezh.
Bloaz war-lerc'h e klaskas ur strollad ofiserien jordanian vroadelour kemer ar galloud ; sparlet e voe an taol-strap kentañ-se gant ar roue dre ur galv solenn d'ar soudarded.
E 1958 e voe un emsav broadelour all e Jordania ; ret e voe da Hussein Iañ Jordania goulenn sikour digant Stadoù-Unanet Amerika hag ar Rouantelezh-Unanet, a gasas soudarded d'ar rouantelezh evit ma c'hallje ar roue derc'hel ar galloud.
Pa oa bet staliet Israel e 1948 e oa deredet Palestiniz da Jordania, ma krogjont da fichañ trouz ha dachouanat a-enep ar Stad yuzev nevez-krouet.
E 1966 e voent taget e Jordania gant lu Israel, ar pezh a loc'has un emsavadeg palestinat e voe darbet dezhi dizarbenn ar roue Hussein.
Bloaz war-lerc'h, d'ar 5 a viz Mezheven 1967, e voe taget Israel d'he zro gant ur c'hengevredadur Republik Arab Unanet-Siria-Jordania. Gwallreuzus e voe an oberadenn-se, a voe anvet Brezel ar C'hwec'h devezh abalamour ma'z echuas d'an 10 a viz Mezheven a-drugarez d'un harz-tennañ gourlakaet gant Stadoù-Unanet Amerika hag URSS kevret.
Trec'h e voe Israel war an Arabed. Jordania a gollas he lu, hag ivez he reoliñ war Sijordania, a voe ac'hubet gant ar Stad yuzev. Ur morad Palestiniz a glaskas repu er rouantelezh, ha dre ma oa bet un dered c'hoazh e 1948 e voe buan muioc'h a repuidi war tiriad Jordania eget a sujidi d'ar roue ; hemañ avat a roas ar geodedourelezh jordanian d'an darn vuiañ eus ar Balestiniz nevez-deuet, ar pezh a c'hounezas e bobl d'e bolitikerezh. Ken niverus e oa ar repuidi ma voe strolladoù Palestiniz o ren war lod tiriadoù, evel pa vije ur meni Stad palestinat e diabarzh rouantelezh Jordania, ar pezh a wanaas galloud ar roue.
Hussein Iañ Jordania a ginnigas da Aozadur ar Broadoù Unanet (ABU) ma vije diac'hubet Sisjordania en eskemm ouzh anzavadur gwir Israel da vezañ ur Stad. D'an 22 a viz Du 1967 ez embannas ABU e ratozhiad niv. 242 a c'houlenne groñs digant Israel lemel he nerzhioù milourel diouzh an tiriadoù ac'hubet ganti e-kerzh Brezel ar C'hwec'h Devezh[7]. Biskoazh ne deurvezas Israel plegañ d'an disentez 242.
D'ar 17 a viz Gwengolo 1970 e kasas ar roue al lu jordanian da skarzhañ Aozadur Dieubidigezh Palestina (ADP) eus Jordania, peogwir e oa bet ADP o klask dizorniñ e veli. Dek devezh-pad e voe emgannoù ferv en Amman ; e miz Eost 1971 hepken e tec'has izili diwezhañ ADP a-zirak lu ar rouantelezh.
Displijet-bras e voe ar stadoù arab amezek da Jordania gant an darvoudoù-se. E miz Here 1974 e tisklêrias pennoù ar Stadoù arab e oa ADP kannad reizhwir nemetañ Palestina, dreist Jordania neuze.
D'ar 17 a viz Gwengolo 1978 e voe sinet Emglevioù Camp David gant ar prezidant egiptat Anwar as-Sadat ha pennmaodiern Israel, Menac'hem Begin, dre hanterouriezh ar prezidant stadunanat Jimmy Carter.
Sizhunvezh goude, daoust d'ar Stadoù-Unanet pouezañ warnañ, ez eas roue Jordania da Vodadeg Veur ABU da c'houlenn ma vije torret ar feur-emglev ; dre an ober-se en em lakaas Hussein Iañ a-du gant ar Stadoù arab a-nevez, ar pezh a zegasas skoazelloù arc'hantel d'ar rouantelezh a-benn merañ ar repuidi.
Dek vloaz diwezhatoc'h, d'an 31 a viz Gouere 1988, e tisklêrias Jordania ent-ofisiel e tileze adc'hounit Sisjordania.
E miz Du 1989 e voe aozet e Jordania an dilennagoù parlamantel kentañ abaoe 1967.
Miz Genver 1991 : daoust da SUA pouezañ warni, neptu e chomas Jordania e Brezel ar Pleg-mor etre Iraq ha kengevredadur ABU. Ker e koustas an disentez-se da armerzh ar rouantelezh, met saludet e voe gant ar Jordanianed.
E miz Gouere 1994 e sinas roue Jordania ur feur-emglev a beoc'h gant Yitzhak Rabin, pennmaodiern Israel. Echu e voe gant ar brezel a rene etre an div Stad abaoe 1948 eta.
E miz Here 1998, hag eñ o vezañ kimiguret, e kuitaas an ospital evit mont da Gendivizoù ar Peoc'h e Wye River, Maryland a-benn klask reiñ ul lañs nevez d'ar peoc'h etre Israel ha Palestina. Eno e sikouras gant prezidant SUA, Bill Clinton, da ziskoulmañ an dizemglev etre Benyamin Nietanyahou, pennmaodiern Israel, ha Yasser Arafat, kadoriad an Aotrouniezh Palestinat.
Levrlennadur
kemmañ- King Hussein of Jordan, Uneasy Lies the Head – The Autobiography of His Majesty King Hussein I of the Hashemite Kingdom of Jordan, Heinemann, London, 1962, ASIN B000RB2LPE (en)
- King Hussein of Jordan, My "War" with Israel, Peter Owen Publishers, London, 1969, (ISBN 978-0-7206-0310-1) (en)
- Hussein de Jordanie, Mon métier de roi, Robert Laffont, Paris, 1975, ASIN B0000E7U2Z (fr)
Pennadoù kar
kemmañLiammoù diavaez
kemmañNotennoù
kemmañ- ↑ Hiziv : Royal Military Academy Sandhurst (en)
- ↑ James Lunt, Hussein of Jordan: Searching for a Just and Lasting Peace, William Morrow & Co., 1989, ISBN 978-0-688-06498-3 (en)
- ↑ Al Islam (de) (en) (fr) (id) (my) (tr)
- ↑ 4,0 4,1 4,2 4,3 ha4,4 The International Who's Who (en)
- ↑ Facebook (ar) (en) (fr)
- ↑ UNICEF (ar) (en) (es) (fr) (zh)
- ↑ Skrid ofisiel ABU (en) (fr)