Pleg-mor Persia zo ur mor eus Meurvor Indez etre Iran ha ledenez Arabia, dezhañ ur gorread a 251 000 km². Hed-a-hed aodoù ar pleg-mor emañ: Iran er biz, Irak, Koweit, Arabia Saoudat, Bahrein, Qatar hag an Emirelezhioù Arab Unanet er c'hornôg hag er su. Oman he deus un nebeud kilometroù aodoù ivez, e tiriad Musandam. Skeiñ a ra e mor Oman er reter dre strizh-mor Ormuz.

Gwel eus Pleg-mor Persia dre loarell

Uhel eo feur an holen er mor-se. N'eo ket donoc'h ar pleg-mor eget 100 m.


Notennoù Aozañ


Levrlennadur Aozañ

  • Atlas des Pays du Golfe, Philippe Cadène, Brigitte Dumortier, RFI/PUPS, 2011
  • Monarchies du Golfe, Rémy Leveau, Frédéric Charillon (dir), La Documentation française, 2005
  • Le Jeu des six familles, Olivier Da Lage, Gérard Grzybek, Autrement, 1985