Justinian Iañ

(Adkaset eus Justinian I)

Justinian Iañ, pe Justinian Veur, anavezet ivez gant an anv Sant Justinian Veur evit an Iliz Ortodoks, (latin: Flavius Petrus Sabbatius Iustinianus, gresianeg: Φλάβιος Πέτρος Σαββάτιος Ἰουστινιανός Flávios Pétros Sabbátios Ioustinianós), ganet d'an 11 a viz Mae 483 en Illyria ha marvet d'an 13 a viz Du 565, a voe Impalaer Bizantion adalek 527 betek e varv e 565. E-pad e ren, Justinian a glaskas adkavout brud an impalaeriezh Roman en ur adtapout al lodenn gornôgel an hanter a oa aet da get e 476. Ren Justinian a oa bet ul lodenn heverk e mare an impalaeriezh roman diwezhat. E ren a oa ivez hini ar "renovatio imperii", pe "adsavidigezh an impalaeriezh" na voe ket echuet a-benn ar fin.

Justinian I
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhImpalaeriezh roman ar Reter Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denFlavius Petrus Sabbatius Iustinianus, Φλάβιος Πέτρος Σαββάτιος Ιουστινιανός, Flāvius Petrus Sabbatius Jūstīniānus Kemmañ
Anv ganedigezhPetrus Sabbatius Kemmañ
Deiziad ganedigezh11 Mae 482 Kemmañ
Lec'h ganedigezhTaurision (Serbia) Kemmañ
Deiziad ar marv14 Du 565 Kemmañ
Lec'h ar marvKergustentin Kemmañ
Lec'h douaridigezhChurch of the Holy Apostles, Kergustentin, Istanbul Kemmañ
Tadtalvoud dianav, Justin I Kemmañ
MammVigilantia Kemmañ
Breur pe c'hoarVigilantia Kemmañ
PriedTheodora, pried Justinian Kemmañ
BugelTheodoros Tziros Kemmañ
Familhtierniehz justinian Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetlatin Kemmañ
Yezh implijet dre skridlatin Kemmañ
Micherlegislator, politiker, Impalaer, skrivagner Kemmañ
Kargsenedour roman, impalaer bizantat Kemmañ
RelijionKristeniezh ar Reter, Chalcedonian Christianity, kristeniezh Kemmañ
Stad ar c'hanonizasionsant Kemmañ
Gouel14 a viz Du Kemmañ
PrantadByzantine Egypt Kemmañ
Oberennoù zo en dastumadJ. Paul Getty Museum Kemmañ
Statud e wirioù aozerAr gwirioù aozer ne dalvezont ket ken Kemmañ

Dre mennad diazez adsavidigezh an impalaeriezh Roman klok a oa hini Justinian, e vez lesnvet gant lod istorourien an amzer a-vremañ "Ar Roman ziwezhañ". An uhelvennad-se a zegasas un adtapout a-zarn eus tiriadoù kozh kornôg an impalaeriezh Roman, met biken ne voe tizhet en-dro harzoù an impalaeriezh klok.

E jeneral, Belisarios, en doa aloubet bliv ar Rouantlezh Vandal e Norzhafrika. Goude-se e oa bet, Belisarios, Narses, ha jeneraled all oc'h aloubiñ Rouantelezh an Ostrogoted, oc'h adsevel Dalmatia, Sikilia, Italia, ha distroet Roma d'an impalaeriezh goude ouzhpenn un hanter kantved sujidigezh d'an ostrogoted. Liberius ar prefed praetorian a oa deuet a-benn a adpakas su al Ledenez iberek, o sevel Proviñs Spania. Ar c'hampagnoù brezel-se o doa roet an tu d'ar romaned da adberc'henniñ Kronôg ar Mor Kreizdouarel, ar pezh en doa degaset ur c'hresk trumm a 1 milion solidi ouzhpenn bep bloaz e kefioù an Impalaeriezh. E-kerzh e ren, Justinian a oa deuet a-ben ivez da sujañ an Tzani, ur boblad arvorioù reter ar Mor Du a ne oant ket bet biken dindan sujidigezh ar romaned. Taget en doa an Impalaeriehz Sasanian er reter e-kerzh ren Kavad Iañ, ha goude-se e-kerzh ren Khosrow Iañ; an eil brezel-se a oa bet degaset dre e c'hoant emled er C'hornôg.

Pennad kar

kemmañ
En e raok :
Justin Iañ
Impalaer bizantat
 
483565
War e lerc'h :
Justin II