Iliz ar C'hinivelezh

Iliz-rouanez ar C'hinivelezh pe bazilikenn ar C'hinivelezh (arabeg: كنيسة المهد) e Betleem zo unan eus an ilizioù koshañ a gaver er bed a-bezh. Enni emañ mougev ginivelezh Jezuz-Krist.

Bazilikenn ar C'hinivelezh

Istor kemmañ

Ar c'hrav a oa un tachad kleuz er roc'h. An testeni koshañ diwar-benn al lec'h a zo eus war-dro 150. Er bloavezh 326 e krogas an impalaer Kustentin Veur ha santez Helena da sevel war ar vougev un iliz-rouanez (bazilikenn), hag al labour a voe kaset da benn er bloavezh 333. Ar peder renkennad a golonennoù gant an nev eus ar mare-se a zo c'hoazh en o sav[1].

 
Iliz Betleem gant ar c'holonennoù c'hoazh en o sav

An iliz-se a c'houzañvas kalz e 529 diwar goust ravolt ar Samaritaned hag e rankas an impalaer Justinian hec’h adsevel etre 531 ha 565. Sevel a reas tri amestez (adreñv-keur), unan en daou benn d'ar groazell hag egile e penn ar c'heur ; adimplij a reas ar c'holonennoù en ur lakaat anezho war ur vogerig, hag e rankas uhellaat al leurenn, ar pezh a guzhas marelligoù (mozaikoù) kaer an iliz kentañ (a weler hiziv a lec'h da lec'h dre doulloù graet el leur-iliz).

Ar Bersed, e 614, a lezas an iliz en he sav, o vezañ m'o doa anavezet o hendadoù er vajed skeudennet en ur varellig ha gwisket evel tud o bro[2].

Pa zeuas ar Vuzulmaned er vro, ar re-mañ a rentas enor da "Issa Ben Maryam" (Jezuz, mab Mari), hag al levrioù muzulman a veulas kaerder iliz ar c'hinivelezh.

Ar Groazidi a gemeras Betleem e 1099 hag an iliz a zeuas da vezañ iliz sakrerez rouaned Jeruzalem. Int-i eo a roas d'ar savadur e stumm a lec'h-kreñv. En o amzer ec'h en em unanas Gresianed ha Latined da gaerraat mogerioù ha kolonennoù gant marelligoù ha livadurioù a ziskouez ar senedoù-meur ekumenikel kentañ ha sent euz Ilizoù ar sav-heol hag ar c'huz-heol : a-gleiz ar sent Maker, Anton, Eutim, Leonard, Katald (Iwerzonad) ; a-zehou Teodoz, Stefan, Kanut roue an Danmark, Olaf roue Norvegia, Visant diagon... Er c'heur hag er groazell e weler senennoù euz an Testamant Nevez : a-zehou an treuzfurmadur hag ar bleunioù, a-gleiz Jezuz oc'h en em ziskouez da Domaz[3].

Ar savadurioù kemmañ

 
Steredenn vougev ar c'hinivelezh

A-gleiz hag a zehou d'ar c'heur ez eus ur skalier da ziskenn da vougev ar c'hinivelezh. Ur steredenn arc’hant a verk al lec'h. E latin eo skrivet : "hic de Virgine Maria Jesus Christus natus est" (amañ gant ar Werc’hez Vari eo bet ganet Jezuz Krist). E-kichen emañ mougev chapel ar c'hraou, lec'h ma voe lakaet Jezuz en ul laouer, ha chapel-dindan-douar an Inosanted santel.

War tu kleiz an iliz-rouanez e weler iliz santez Katell, ar c'hloastr ha chapel sant Jerom ; hemañ a lakeas eno, etre 386 ha 420, ar bibl e latin (ar Vulgat).

An nor da antreal en iliz-rouanez a zo evel un diverrañ eus istor an iliz. En nec'h moulladurioù bizantat ; izelloc'h gwareg-torr ar grennamzer ; hag erfin an nor vihan hag izel bet renket evel-se da viret ouzh ar sarrazined da antreal en iliz war o c'hezeg[4].

Skeudennoù kemmañ

Notennoù kemmañ

  1. Job an Irien, Douar Santel. Terre Sainte, Ti embann Minihi Levenez, nn 51-52, 1998, p. 80.
  2. Jerome Murphy-O'Connor, Guide archéologique de la Terre Sainte, Paris, Denoël, 1982, p. 191.
  3. Job an Irien, Douar Santel. Terre Sainte, Ti embann Minihi Levenez, 1998, p. 82.
  4. Job an Irien, Douar Santel. Terre Sainte, Ti embann Minihi Levenez, 1998, p. 82.