Douar Santel. Terre Sainte
Douar Santel. Terre Sainte zo ur levr beajiñ divyezhek diwar-benn an Douar Santel embannet gant ti embann Minihi Levenez e 1998. E skolveurieg eo skrivet, evel holl embannadurioù Minihi Levenez.
Ennañ e kaver pennadoù diwar-benn istor an Douar Santel, ar relijionoù ennañ (an Ilizou kristen, ar Juzevien, an Islam), hag al lec’hioù perc'herinded : Nazared ha Bro-C'halilea, Samaria, Betleem, ha Jeruzalem. Testennoù eus ar Bibl a zo gant notennigoù war al lec’hioù sakr a vez lidet enno buhez ha tremen Jezuz-Krist.
- Douar Santel. Terre Sainte : evid a re a zo bet, evid a re a yelo, hag evid oll vugale Doue, skrivet gant Job an Irien, gant skoazell Herve Danielou, Morgana Cloitre, hag Annaig ar Goz, Ti embann Minihi Levenez, nn 51-52, 1998, 169 p. (levr divyezhek)
Lenn enlinenn, war Levraoueg niverekaet eskopti Kemper ha Leon