Flavius Josephus (Ἰώσηπος / Iốsêpos e gregach), met Yosef ben Matityahou e anv orin (en hebraeg: יוסף בן מתתיהו da lavarout eo Jozef mab Mazheas) a oa un istorour yuzev a skrivas e gregach, a voe ganet er bloavezh 37 hag a varvas er bloaz 100.

An delwen roman-se a vefe hini Flavius Josephus[1].
Jüdische Chronic, troidigezh graet e 1552, en alamaneg, eus ar Bellum Judaicum « Brezel ar Yuzevion », gant Flavius Josephus. Pajenn ar golo, ha skeudenn savet diwar faltazi.

E vuhez

kemmañ

E dad, Matityahou, a oa beleg yuzev e Jeruzalem, e Judea. Er bloaz 64, en amzer an impalaer Neron, e voe kaset da Roma da glask lakaat dieubiñ beleien bac'het gant ar Romaned. E 67, hag eñ gouarnour Galilea, e kemeras perzh en emsavadeg yuzev a-enep ar Romaned.

E penn an arme roman e oa Flavius Vespasian hag e vab Titus, a voe impalaerien diwezhatoc'h. Dre ma oa sur Yossef ben Matityahou e oa re greñv ar Romaned e klaskas mont da hanterour etre an alouberien hag an emsavidi: kement-se a sachas brud an trubarderezh war e gein e-touez ar Yuzevion. Diouganiñ a reas da Vespasian e vije impalaer. Marteze zoken e kemeras perzh en irienn a gasas anezhañ da impalaer. Dieubet e voe e 69, hag arvestiñ a reas ouzh seziz ha kemeridigezh Jeruzalem gant Titus er bloaz war-lerc'h. War-dro 70 e tibriedas Josephus digant e wreg kentañ da zimeziñ gant ur vaouez yuzev eus Aleskandria, daou vugel o devo, unan anezho a vo ur mab, Flavius Hyrcanus e anv. E 71 ez eas da chom da Roma, ha dont a reas da vout keodedour roman dindan an anv a d-Titus Flavius.

Oberennoù

kemmañ

Skrivet en deus al levr istor anvet Antiquitates Judaicae e-lec'h ma kaver ar pezh zo anvet an Testimonium Flavianum diwar-benn Jezuz-Krist.

Liammoù diavaez

kemmañ
 
Poltred faltazius Flavius Josephus, en un engravadur evit an droidigezh saoznek, graet gant William Whiston, eus oberennoù Josephus.

Levrlennadur

kemmañ
  • Mireille Hadas-Lebel, Flavius Josèphe. Le Juif de Rome, Fayard, Paris, 1989 ;
  • Lucien Poznanski, La Chute du Temple de Jérusalem, Complexe, coll. « Historiques »,niverenn 108, Bruxelles, 1997.
  • Denis Lamour, Flavius Josèphe, Les Belles Lettres, coll. « Figures du Savoir », n° 21, Paris, 2000.
  • Lion Feuchtwanger, "La guerre de Judée" (1932) - " Les fils " - "Le jour viendra". Fayard, 1996-2000.
  • Patrick Banon, " Flavius Josèphe " - Editions de la Renaissance - Paris, avril 2007
  • Al levr Oeuvres de Flavius Josèphe zo bet graet gant Editions de Minuit evit La Guerre des Juifs (1977), gant Editions du Cerf evit an Antiquités juives (1992-2005) e peder levrenn, ha gant Belles Lettres evit " Contre Apion " , troet gant L. Blum, notennoù gant Th. Reinach, Paris 2003.

Notennoù

kemmañ
  1. Plagnieux, P. 'Les sculptures Romanes' Dossiers d'Archéologie (January 2001) pg 15