Antiquitates Judaicae
Antiquitates Judaicae zo un oberenn eus dibenn ar Iañ kantved (93-94) savet gant an istorour yuzev Flavius Josephus.
An oberenn
kemmañUgent levr zo, skrivet e gregach. Savet e oa evit lennerien desket an impalaeriezh roman, ar re a ouie lenn gregach, da reiñ dezho da anaout istor ar bobl yuzev, ar bobl koshañ war an douar hervez an oberour.
Savet eo ivez war batrom oberenn Dionysios Halikarnassos, Ῥωμαικὴ ἀρχαιολογία (Rhōmaikē archaiologia), a gonte istor Roma e gregach.
An danvez anezhi
kemmañKregiñ a ra gant krouidigezh Adam hag Eva, heuliañ a ra red an darvoudoù hervez ma'z int kontet er Bibl hebreek, betek emsavadeg yuzev ar bloaz 66. Nemet meneg ebet ne ra eus traoù zo a-wechoù, pe lakaat a ra traoù ouzhpenn.
An ugent levrenn
kemmañEn dek levrenn gentañ e kaver danvez Bibl an Dek-ha-Tri-ugent, betek aloubadeg ar Bersed.
En eil lodenn, a grog gant mare Alesant Veur, e ra an oberour gant mammskridoù hellazat (Polibios) pe yuzev (Levr ar Vakabeed). El levrioù XV, XVI ha XVII e kont istor Herodez Veur.
Talvoudusañ tra el levr eo e ra anv eus darvoudoù c'hoarvezet nebeudik a-raok ma voe skrivet an oberenn.
Brudetañ lodenn al levr eo an Testimonium Flavianum, kaoz enni eus Jezuz Nazaret. An dornskridoù a chom eus an oberenn, deuet deomp goude tremen etre daouarn kristenien an holl anezho (betek an doare arabek) a lenner enno daou rannbennad diwar-benn Jezuz.
- An hini hirañ a zo anavezet evel Testimonium Flavianum. Mar deo gwir eo deuet diwar zorn Josephus, pezh n'eo ket asur hervez istorourien zo, ez eo ar meneg istorel kentañ eus Jezuz e skridoù yuzevien, hag implijet e vez evel ur brouenn eus tremen Jezuz war an douar. Met kalz istorourien a vag disfiz ouzh an Testimonium Flavianum:
Un hir a bennad diwar-benn al linennoù-se a zo bet skrivet gant Voltaire en e "Dictionnaire Philosophique" (pennad "Christianisme").
Ar skrid
kemmañ- E galleg: Antiquités judaïques, troet gant René Harmand
- E saozneg: Troidigezh William Whiston (1737)