Chennai
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Chennai (Tamil: சென்னை, LFE: [ˈtʃenːɛi], 'Tchennei' hervez doare-skrivañ ar brezhoneg), anavezet a-raok gant an anv "Madras" a zo kêr-benn Stad Tamil Nadu en India hag an pevare kêr vrasañ eus ar vro. Lec'hiet emañ war Aod Coromandel, e Pleg-mor Bengal. Gant ur boblañs eus 7,6 milion ag annezidi ez eo ar 36vet kêr vrasañ er bed.
Deiziad krouiñ | 1639 |
---|---|
Anv ofisiel | Madras, Мадрас, Ченнаи, Chennai |
Anv er yezh a orin | சென்னை |
Anv annezidi | Chennaiite |
Yezh ofisiel | tamileg |
Kevandir | Azia |
Stad | India |
Kêr-benn eus | Tamil Nadu, Madras State, Madras Presidency, Chennai district |
E tiriad | Chennai district |
Gwerzhid-eur | UTC+05:30 |
Daveennoù douaroniel | 13°4′57″N 80°16′30″E |
Penn an aotrouniezh | M. K. Stalin |
Aotrouniezh | Greater Chennai Corporation |
Ezel eus | Creative Cities Network |
Darvoud-alc'hwez | Siege of Madras |
Kod-post | 600... |
Lec'hienn ofisiel | https://www.chennaicorporation.gov.in/ |
Hashtag | Chennai |
Douaroniezh an danvez | geography of Chennai |
Ekonomiezh an danvez | economy of Chennai |
Poblañsouriezh an danvez | demographics of Chennai |
Kod pellgomz an takad | 44 |
Fleet or registration number | TN-01—TN-22 |
Rummad evit ar c'hartennoù | Category:Maps of Chennai |
Ur greizenn genwerzhel ha c'hreanterel vras eo ar gêr. Brudet eo evit he legadenn sevenadurel hag hec'h azeuldioù. Kêrbenn greanterezh an c'hirri-tan en India eo. He zraezh pennañ Traezh Marina a zo unan eus ar re hirañ er bed gant 12 km.
Herberc'hañ a ra Chennai ar c'henstriverezh tennis nemetañ en India.
Orin an anv
kemmañDont a ra an anv Madras eus Madraspatnam, al lec'h choazet gant Kompagnunezh Vreizhveurat Indez ar Reter da sevel ur gêr-werzh e 1639. En he c'hichen ez eus ur gêr vihan arall Chennapatnam. Kendeuzet e voe an div gêr ha tra ma veze ar saozon oc'h ober gant Madras e implije tud ar vro Chennapatnam pe Chennapuri. Ur gêr telugueg eo "Chennu". Talvezout a ra "brav" ha neuze, Chennapuri a dalvez "Kêr Vrav".
Adanvet e voe ar gêr Chennai e miz eost 1996 peogwir e kav a ra da dud ar vro e oa portugaleg e orin. Krediñ a reer e teu eus anv un trevadenner portugaleg Madre de Sois erruet er vro war-dro 1500.
Istor
kemmañUr greizenn genverzhel, velestradurel, vilourel hag armerzhel vras e oa rannvro Chennai adalek ar Iañ kantved. Reolet e oa gant rouantelezhioù ar Pallava, Chola, Pandya ha gant Impalaeriezh Vijaynagar. Kêr Mylapore, hag a zo ur c'harter eus Chennai hiziv, a oa ur porzh pouezus en amzer rouantelezh Pallava.
Portugaliz hag Izelvroiz
kemmañPa erruas Portugaliz e 1522 e savjont ur porzh a anvjont São Tomé, hervez Sant Toma, abostol an Indez, hag en-defe prezeget aze etre 52 ha 70.
E 1612 ez eas ar rannvro gant an Izelvroiz. E Pulikat en em staljont.
D'an 22 miz Eost 1639 e roas Damerla Venkatadri, Nayak Vandavasi, tiriadoù Kompagnunezh Vreizhveurat Indez ar Reter evito da sevel ur gêr-werzh enno. Madrasemen e voe anvet, war a greder. Ur bloaz diwezhatoc'h e vo savet Fort Saint-George hag a yeas da greizenn ar gêr drevadennel.
Gallaoued e-pad tri bloaz
kemmañE 1746 e voe aloubet Fort St George ha Madras gant ar C'halloued. Preizhañ a rejont ar gêr hag ar c'heriadennoù nesañ.
Adgounid a reas ar saozon kontrol ar gêr e 1749 goude Feur-skrid Aachen; ne oa ket padet dalc'h ar C'hallaoued nemet tri bloaz eta.
Saozon
kemmañHe mogeriañ a rejont evit he gwareziñ ouzh argasadeg ar c'halloued pe Hyder Ali, Sultan Mysore. E fin an XVIIvet kantved o-doa staget ar saozon darn vrasañ an tirioù war-dro Tamil-Nadu hag ar pezh a zo hiziv Andhra Pradesh ha Karnataka. Prezidantelezh Madras, a oa Madras he c'hêrbenn, a savjont.
Dindan gouarnamant saoz ez eas Madras d'ur gêr vras ha d'ur porzh pouezus. Goude erruidigezh en hent-houarn en India, e-pad an XIXvet kantved e voe liammet ouzh kerioù bras arall evel Mumbai pe Kolkata. Ar gêr Indiat argaset gant Alamagn e-pad ar brezel bed kentañ e oa. Bombezañ a ra ar morreder skañv SMS Emden ur mirlec'h eoul-maen. Goude dieubidigezh ar vro ez eas Madras da gêrbenn Stad Madras a voe adanvet Tamil Nadu e 1969.
Douaroniezh
kemmañDa 13.04° N 80.17° R emañ lec'hiet Chennai biz Tamil Nadu e gevred India. Lec'hiet emañ en ur gompezenn aodel, Kompezenn-aod ar Reter hec'h anv. Un uhelder krenn a 6 m he-deus ar gêr hag he lec'h uhelañ a dizh 60 m hepken. Div stêr a dreuz Chennai, Cooum River e kreiz ar gêr ha Adyar River er su.
Kêrioù bras India |
---|
Bangalore • Chennai • Delhi • Hyderabad • Kolkata • Mumbai |
Afrika & Meurvor Indez : Maghrib (Aljeria, Maroko, Tunizia) • Inizi Arguim (a-vaez da Varoko) • Afrika C'hall ar C'hornôg (Aod-an-Olifant, Dahomey, Soudan c'hall (Mali), Ginea C'hall, Maouritania, Niger, Senegal, Volta-Uhel) & Togo c'hall & Enez James (Gambia) • Afrika ar C'heheder C'hall (Tchad, Gabon, Kreiz Kongo, Oubangui-Chari) • Aod C'hall ar Somalied • Komorez (Anjouan) • Madagaskar • Inizi Mascareigne : Enez Frañs (Moris) & Sechelez
An Amerikaoù (Trevadennoù gall en Amerika) : Frañs Nevez (Akadia, Louiziana, Kebek, An Douar-Nevez) • Inini • Berbice • Haiti & Santo Domingo • Tobago • Inizi Gwerc'h (darn)
Azia : Alaouit • Proviñs Hatay • Sri Lanka • Indez Frañs (Chandernagore, Aod Koromandel • Chennai • Malabar, Mahe, Pondichery, Karaikal, Yanaon) • Kwangchowan (Sina) • Indez-Sina (Annam, Kochinchina, Kambodja, Laos, Tonkin), Liban, Siria.
Antarktika & Oseania: Kaledonia-Nevez • Hebridez Nevez (Vanuatu hiziv) • Frañs Antartika
II- Tiriadoù ha perc'henniezhioù tramor a-hiziv
Gwiana c'hall • Polinezia c'hall • Gwadaloup • Martinik • Mayotte • Kaledonia-Nevez • Ar Reünion (gwechall Enez Vourbon)