An Turball
An Turball | ||
---|---|---|
![]() Ar porzh-pesketa. | ||
![]() | ||
Anv gallaouek | La Tróball | |
Anv gallek (ofisiel) | La Turballe | |
Bro istorel | Bro-Naoned | |
Melestradurezh | ||
Departamant | Liger-Atlantel | |
Arondisamant | Sant-Nazer | |
Kanton | Gwenrann | |
Kod kumun | 44211 | |
Kod post | 44420 | |
Maer Amzer gefridi | Didier Cadro 2020-2026 | |
Etrekumuniezh | Tolpad-kêrioù Kab Atlantel | |
Bro velestradurel | hini ebet | |
Lec'hienn web | www.mairie-laturballe.fr | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 4 889 ann. (2020)[1] | |
Stankter | 264 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | kreiz-kêr : 6 m bihanañ 0 m — brasañ 45 m | |
Gorread | 18,53 km² | |
kemmañ ![]() |
An Turball a zo ur gumun eus Bro-Wenrann, e departamant al Liger-Atlantel, e Su Breizh hag e rannvro Broioù-al-Liger. Turballiz eo anv an annezidi. Ur porzh-pesketa hag ul lec'h touristel eo war un dro.
DouaroniezhAozañ
Emañ kumun an Turball e gourenez Gwenrann, e Kornôg ar paludoù-holen. Kelc'hiet eo gant kumunioù Gwenrann er Reter, Penc'herieg en Norzh hag ar Groazig er Su, en tu all da Benn Bronn. Rannet eo ar gumun a-vremañ etre div barrez : hini an Turball hag hini Treskalan. Un draezhenn hir, ar Pored Bras he anv abalamour da uhelder hec'h erin, zo etre Penn Bronn hag ar porzh. Koad Penn Bronn, etre an draezhenn-se hag ar paludoù-holen, a zo ur c'hoad gwez-pin gwarezet. E Penn Bronn ivez e voe savet ur yec'hedva e dibenn an XIXvet kantved. En Norzh d'ar porzh eo kalz roc'hekoc'h an aod. War an dorgenn uhelañ emañ iliz Treskalan e lec'h ma'z eus ur gwel dispar war ar paludoù. Kêriadennoù all a gaver war diriad ar gumun, evel Koazpean[2], Melinieg, Forn Vihan, Lauvergnac, Trevali h.a. Meur a vaner hag a vilin a voe savet el lec'hioù-se.
Emdroadur ar boblañs abaoe 1962Aozañ
Niver a annezidi

IstorAozañ
Meneget e voe an Turball evit ar c'hentañ gwech e 1452. Er mare-se ne oa ket ur vourc'h c'hoazh met ur strollad bihan a diez e krec'h an erinoù. Ar gêr a ziwanas e-barzh breuriezh Treskalan a oa dindani un darn eus kêriadennoù parrez Gwenrann. E 1698 e voe savet ur chapel e Treskalan. (Adsavet e oa bet an iliz a vremañ e 1847.)
XIXvet kantvedAozañ
- E 1836 e oa 219 den o chom en Turball, 30 pesketaer en o zouez.
- E bloaz 1847 e teuas breuriezh Treskalan – evel hini Koazpean – da vezañ ur barrez dizalc'h. Er bloaz-se e oa dija muioc'h a annezidi en Turball eget e Treskalan.
Dre na baouezas ket da greskiñ ar pesketaerezh e teuas an Turball da vezañ ur gumun d'ar 17 a viz Mae 1865. Krouet e voe diwar ul lodenn eus tiriad kumun Gwenrann ha lakaet e voe e Kanton Gwenrann[3]. Daou viz war-lec'h e voe dilennet he c'hentañ maer, Alfred Pellier[4].
XXvet kantvedAozañ
Brezel-bed kentañAozañ
- Mervel a reas 100 gwaz ag ar gumun abalamour d'ar brezel, da lavaret eo 3,55% eus he foblañs e 1911[5].
Eil brezel-bedAozañ
- E-pad an Eil Brezel Bed e voe savet meur a "vlockhaus" gant an Alamanted e kêr an Turball, dreist-holl war an traezhennoù evit kreñvaat moger ar Meurvor Atlantel. Un eil linenn difenn a oa etre Treskalan ha Forn Vihan, hag un drede a dremene dre Goazpean.
- Bombezet e voe an Turball e 1942. Padal e soñjer ne voe ar vombezadeg-se nemet ur fazi a-berzh ar Royal Air Force. Dre chañs, ne voe lazhet den ebet.
- Etre miz Mezheven 1944 hag an Dieubidigezh, d'an 11 a viz Mae 1945 – tri deiz goude kodianidigezh Alamagn –, e oa an Turball e-barzh Sankenn Sant-Nazer dalc'het gant an Alamanted[6].
Monumantoù ha traoù heverkAozañ
- Iliz katolik Intron-Varia an Druez, e Treskalan, luc’hskeudennoù[7],[8].
- Iliz katolik Santez Anna, bet savet e 1852, luc’hskeudennoù[9],[10].
- Chapel e Penn-Bronn, luc’hskeudennoù[11],[12].
- Kroaz Brogard.
- Kastell Lauvergnac e Penn-Bronn, 1824-1887.
- Monumant ar re varv er Brezel-bed kentañ, luc’hskeudenn[13].
- Plakenn ar re varv er Brezel-bed kentañ en iliz katolik Intron-Varia an Druez e Treskalan[14].
Bezioù ar C'hommonwealth e bered ar gumunAozañ
Bro | Niver a soudarded |
---|---|
Rouantelezh-Unanet | 4 (Tirlu) (dianv :1) |
Hollad | 4 |
Pevar soudard a zo douaret e bered An Turball. Diwar an tri anavezet o anv, daou a varvas d'ar 17 a viz Even 1940 pa voe kaset d'ar strad ar mordreizher RMS Lancastria eus ar Rouantelezh-Unanet e donvor Sant-Nazer [15].
ArdamezouriezhAozañ
|
Sevenadur hag henvoazioùAozañ
Gouel Santez AnnaAozañ
Gouel Maeronez ar besketaerien a zo e diwezh miz Gouhere. Kregiñ a ra hemañ gant un oferenn war ar porzh. War-lec'h e pella ar bigi-roueder evit bennigadenn ar mor. Bannet e vez ur vanalenn e koun ar re gollet war vor.
Gouel ar SardinAozañ
Bep bloaz e vez renket ur gouel poblek e hanter-Gouhere hag hanter-Eost. War ar porzh e vez tu eus unnek eur mintin betek dibenn an nozvezh da zebriñ sardined, ar pesked a zo arouez ar gêr.
Festival Anna VreizhAozañ
An dugez a blije dezhi kalz Bro-Wenrann. E 1505 e profas teir c'hurun : unan aour da Wenrann, unan arc'hant da Selak hag unan gouevr da Drescalan. Lakaet e oa ar c'hurunioù war bennoù ar gwragez nevez. Kollet e oa bet an div gentañ e-pad an Dispac'h gall met hini Treskalan a zo anezhi c'hoazh. Renevezet e oa bet en XIXvet kantved. Savet e oa kentañ festival Anna Breizh e Gwenrann e 1995. E 2006 e oa bet aozet en Turball. D'ar c'houlz-se e oa bet diskouezet kurunenn an dugez en ti-kêr.
IsframmadurioùAozañ
Ul levraoueg enni muioc'h eget 17 110 diell a gaver en Espace Garlahy. Eno e vez aozet abadennoù buheziñ ivez : ur c'hlub-lenn evit ar vugale, arvestoù, diskouezadegoù...
E Treskalan he doa prennet ar gêr ar fiñvskeudennva a oa perc'henn warni ur gevredigezh bet krouet e 1995. Renevezet e oa bet ar sal hag addigoret d'ar c'hentañ a viz Gouhere 2000. Klaset eo er rummad "arz hag esae".
ArmerzhAozañ
Bez' eo porzh an Turball Porzh-pesketa kentañ Liger-Atlantel gant 81 bag-roueder. Porzh kentañ an aod atlantel eo ivez evit ar sardin hag ar genoù-kamm. E 2000 e oa produet 15 000 tonad pesked (talvoud : 180 milion lur). Bep vloaz e vez produet 7000 tonad genoù-kamm. Labourat a ra 300 den evit ar porzh. Bemdez er sizhun e vez renket ur werzhidigezh e sav-taol adalek 6 eur[16]. Porzh-plezañs an Turball a ginnig 345 plasenn, 30 evit ar weladennerien en o zouez. Er gumun e kaver ivez un dakad-dornvicher a vod 42 embreg war ur gorread a 8 hektar. Ouzhepenn-se eo ivez an Turball un hañvlec'h a bouez.
MelestradurezhAozañ
Prantad | Anv | Strollad |
---|---|---|
1865-1874 | Alfred Pellier | |
1874-1881 | Arthur de la Tocnaye | |
1881-1886 | François Naud | |
1886-1888 | Émile Duriec | |
1888-1892 | Albert Guet | |
1892-1902 | François Naud | |
1902-1913 | René Pellier | |
1913-1925 | Louis Gouret | |
1925-1927 | Gustave Bocquien | |
1927-1935 | Pierre Nogues | |
1935-1941 | Jean Anezo | |
1941-1945 | Constant Lemoine | |
1945-1957 | Jules-Alexandre Bernard | |
1957-1965 | Jean-Louis Trimaud | |
1965-1983 | Raymond Famchon | |
1983-1989 | Philippe Pigeon | |
1989-2014 | René Leroux | Strollad Sokialour Gall |
2014-2020 | Jean-Pierre Branchereau | Tu-dehou |
abaoe 2020 | Didier Cadro | Tu-kleiz |
GevelliñAozañ
Pennad karAozañ
Notennoù ha daveoùAozañ
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ N'en doa ket aozer ar pennad-mañ tu da gavout anvioù ar c'hêriadennoù-se e brezhoneg. Setu perak ez eus bet klasket treiñ lod diouto diwar ar galleg. Ma anavezit an anvioù orin, divankit-i, mar plij ganeoc'h
- ↑ (fr)Cassini - EHESS - Fichenn ar gumun
- ↑ (fr)La Turballe : Les hommes / le terroir / la mer gant J.-P. Le Pape.
- ↑ (fr)Les soldats de Loire Inférieure - Monumant ar re varv
- ↑ Ar c'heloù diwar-benn an Turball e-pad ar brezel a oa bet dezrevellet gant un annezad.
- ↑ (fr)infobretagne.com
- ↑ (fr)Clochers de France
- ↑ (fr)infobretagne.com
- ↑ (fr)Clochers de France
- ↑ (fr)infobretagne.com
- ↑ (fr)Clochers de France
- ↑ (fr)Memorial Genweb
- ↑ (fr)Memorial Genweb
- ↑ Commonwealth War Graves Commission
- ↑ S.o. : https://web.archive.org/web/20160110114352/http://port-peche-turballe.fr/.
- ↑ Le P'tit Turballais, lizher kelaouiñ an Ti-kêr, Patrom:N°, Eost-Gwengolo 2017.