Sant-Andrev-an-Doureier
kumun Bro-C'hall

Sant-Andrev-an-Doureier | ||
---|---|---|
![]() La Pierre-David. | ||
![]() | ||
Anv gallaouek | Saent-Andréu | |
Anv gallek (ofisiel) | Saint-André-des-Eaux | |
Bro istorel | Bro-Naoned | |
Melestradurezh | ||
Departamant | Liger-Atlantel | |
Arondisamant | Sant-Nazer | |
Kanton | Gwenrann | |
Kod kumun | 44151 | |
Kod post | 44117 | |
Maer Amzer gefridi | Mathieu Coënt 2020-2026 | |
Etrekumuniezh | Tolpad-kêrioù Rannvro Sant-Nazer hag Aber | |
Bro velestradurel | Tolpad-kêrioù Rannvro Sant-Nazer hag Aber | |
Lec'hienn web | www.saint-andre-des-eaux.fr | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 6 813 ann. (2020)[1] | |
Stankter | 276 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | kreiz-kêr : 20 m bihanañ 0 m — brasañ 41 m | |
Gorread | 24,71 km² | |
kemmañ ![]() |
Sant-Andrev-an-Doureier (Saint-André-des-Eaux e galleg) a zo ur gumun a Vreizh hag eus ar Briver. E kanton Gwenrann, e Bro-Naoned, e Liger-Atlantel, e gevred ar vro emañ.
IstorAozañ
Dispac'h GallAozañ
- Krouet e voe kumun Sant-Andrev-an-Doureier e 1790 diwar ar barrez katolik. Lakaet e voe e Kanton Sant-Nazer hag e Bann Gwenrann. E 1800 e voe lakaet en Arondisamant Savenneg. Lakaet e voe e Kanton Gwenrann e 1801[2].
XXvet kantvedAozañ
Brezel-bed kentañAozañ
- Mervel a reas 69 gwaz ag ar gumun abalamour d'ar brezel, da lavaret eo 4,23% eus he foblañs e 1911[3].
Eil brezel-bedAozañ
- Mervel a reas daou waz ag ar gumun e 1940 hervez monumantoù ar re varv.
- D'ar 6 a viz Du 1942 e kouezhas ur c'harr-nij (Stirling marilhet R9201 ha kodet LS-U) eus aerlu ar Rouantelezh-Unanet (Royal Air Force) e Sant-Andrev-an-Doureier; mervel a reas e c'hwec'h nijour, douaret e voent e bered ar Baol[4].
- D'an 9 a viz Du 1942 e kouezhas ur c'harr-nij B-17 eus aerlu SUA (United States Army Air Forces) er mor nepell eus Sant-Andrev-an-Doureier; lazhet e voe seizh nijour, tapet e voe unan gant an Alamaned, an daou all a zeuas a-benn da achap[5].
BrezhonegAozañ
Monumantoù ha traoù heverkAozañ
- Meurvein.
- Kroazioù.
DouaroniezhAozañ
Emdroadur ar boblañs abaoe 1962Aozañ
Niver a annezidi
