The Simpsons

(Adkaset eus Simpsons)

Savet eo ar pennad-mañ diwar labour bet graet gant skolidi. Sikourit da wellaat an danvez, mar plij ganeoc'h.

The Simpsons
animated television series
TitlThe Simpsons Kemmañ
Diazezet warThe Simpsons shorts Kemmañ
Labour da-heulThe Simpsons Movie Kemmañ
Danvez pennañdysfunctional family Kemmañ
Raklec'hiet gantThe Tracey Ullman Show, The Simpsons shorts Kemmañ
Krouet gantMatt Groening Kemmañ
Skigner orinFox Broadcasting Company Kemmañ
Bro orinStadoù-Unanet Kemmañ
Yezh orin ar film pe an abadenn skinwelsaozneg Kemmañ
Deiziad kregiñ17 Kzu 1989 Kemmañ
SonaozerAlf Clausen Kemmañ
ProduerMatt Groening, James L. Brooks Kemmañ
Amleder20th Television, Hulu, Disney+ Kemmañ
Theme musicThe Simpsons Theme Kemmañ
C'hoariadeg kentañ17 Kzu 1989 Kemmañ
Soundtrack releaseSongs in the Key of Springfield, Go Simpsonic with The Simpsons, The Simpsons: Testify Kemmañ
Lec'h an istorSpringfield Kemmañ
Hollved faltaziekThe Simpsons universe Kemmañ
Roll an tudennoùlistenn tudennoù The Simpsons Kemmañ
Roll ar rannoùlist of The Simpsons episodes Kemmañ
Doare seveltraditional animation Kemmañ
Diaz embannterrestrial television Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttps://www.fox.com/the-simpsons/ Kemmañ
HashtagSimpsons, TheSimpsons Kemmañ
Istorhistory of The Simpsons Kemmañ
Has spin-offThe Simpsons Game Kemmañ
Media franchiseThe Simpsons Kemmañ
Stirad skinwel

Krouer Matt Groening
Bro orin Banniel ar Stadoù-Unanet Stadoù-Unanet
Doare Tresadennoù-bev
Fent flemmus
Sonerezh Danny Elfman

Lañs 17 a viz Kerzu 1989
Koulzadoù 36
Rannoù 774
Matt Groening
krouer The Simpsons

The Simpsons ("Ar re Simpson") zo ur rummad tresadennoù-bev fentus ha flemmus amerikan bet krouet gant Matt Groening e 1989.
Lakaat a ra war-wel un tiegezh amerikan anvet « Simpson ». Melen eo kroc'hen pep tudenn eus an tiegezh, evel hini hogos pep tudenn er rummad. Izili an tiegezh eo Homer, an tad ; Marge, ar vamm ; Bart, ar mab hag ar bugel henañ ; Lisa, ar verc'h kentañ, ha Maggie, an eil merc'h. Homer a vez gwelet alies evel tudenn bennañ The Simpsons.

D'ar 17 a viz Kerzu 1989 e voe skignet evit ar wech kentañ, war ar rouedad Fox Broadcasting Company, hag e 1990 e Frañs war Canal +, war France 3, M6 ha W9.
Gant regont koulzad ha 641 c'houlzad zo bet skignet abaoe an deroù ez eo The Simpsons an heuliad skinwel hirañ da chom war embann ; e 2009 e oa deuet da vezañ ar stirad skinwel amerikan doare primetime e-plas Gunsmoke.
Ar film The Simpsons Movie a oa bet embannet er sinema dre-ar-bed d'ar 27 a viz Gouhere 2007[1] ; berzh bras en doa bet graet o rastellañ 527 milion azollaroù. D'ar 4 a viz Mae 2015 e voe adlañset ar stirad evit daou goulzad : ar 27vet (2015-2016) hag an 28vet (2016–2017), pep hini o signañ 22 damm e pep koulz.

Adalek ar penn-kentañ en deus ar rummad The Simpsons gounezet kalz a brizioù, da lavaret eo 24 gwech ar Primetime Emmy Awards, 26 gwech an Annie Awards, hag ur Peabody Award (e 1996, evit an 8koulzad kentañ[2]). D'an 31 a viz Kerzu 1999, ar gelaouenn Time Magazine he deus diskouezet The Simpsons evel gwellañ stirad skinwel an XXvet kantved.

An tudennoù

kemmañ

Ar re Simpson zo un tiegezh amerikan skouer o chom en ur gêr anvet Springfield. Homer, an tad, a labour e kreizenn nukleel ar c'horn-bro, ur vicher na glot ket gant e zoareoù dibled. Dimezet eo gant Marge, kliched dispar ar wreg hag ar vamm a labour er gêr. Tri bugel zo d'ar c'houblad : Bart, ur babouzeg 10 vloaz, Lisa, ur plac'h dreistdonezonet 8 vloaz, ha Maggie, ur babig na gomz tost gwech ebet. Ur c'hi zo ivez, anvet « Santa's Little Helper » ("Darbarerig an Tad Nedeleg") hag ur c'hazh anvet « Snowball » ("Kouign-erc'h"). Al loened-se a dalv kalz evit an tiegezh, ha perzhioù pouezus o deus bet e lod abadennoù.
Daoust d'an amzer tremen — gouelioù deiz-ha-bloaz, festoù, marv pe ganedigezh, euredoù pe zispartioù tudennoù 'zo, ne gosha morse an tudennoù ha mirout a reont an neuz o devoa e dibenn ar bloavezhioù 1980.
Techoù a vez implijet er rummad, ha kalz tudennoù o deus unan da nebeutañ, evel « D'ho ! » (Duh ! e saozneg), tro-lavar brudet-kenañ Homer, « Excellent ! » gant Charles Montgomery Burns, pe c'hoazh « HA-Haw! » goapaus Nelson Muntz. Kantadoù a eiltudennoù zo, evel ar gelennerien, mignoned ar familh pe c'hoazh un niver bras a dud vrudet hag anavezet forzh pegement hiziv an deiz. Tudennoù zo o chom e lec'hioù resis evel Moe, tavarnour muiañ-karet Homer, pe c'hoazh Karl ha Lenny, a zo o labourat gantañ er greizenn nukleel. Pep tudenn er rummad zo bet dibabet-mat evit derc'hel ur perzh a-ratozh e kêr Springfield.

An dodennoù

kemmañ

Springfield eo bed tudennoù The Simpsons. Eno e vezont lakaet e diaesterioù gant ar gevredigezh a-vremañ. Neuze e vez bepred tu da Vatt Groening da ijinañ ur senario nevez evit pep skignadenn. Da skouer, dre m'emañ Homer o labourat er greizenn nukleel ez eus tu da zonaat dodenn an endro. Tu zo ivez da gomz diwar-benn an deskadurezh dre m'emañ Bart ha Lisa oc'h ober o studioù er skol, pe c'hoazh komz eus a bep seurt dodennoù all dre ma'z eus e Springfield kantvedoù a eiltudennoù o terc'hel perzhioù gant a bep seurt palioù disheñvel. Kavout a ra The Simpsons awen e daveoù sevenadurel gwirion evel ar sinema, ar skinwel, ar sonerezh, al lennegezh, ar skiantoù pe c'hoazh an istor.
Tu a vefe da grediñ ez eus eus The Simpsons un dresadenn-vev graet evit plijout d'ar vugale, met e gwirionez eo graet a-ratozh evit ober goap ouzh ar gevredigezh ma vevomp-holl hiziv an deiz, diouzh framm ar gevredigezh amerikan. Hevelep kemennadenn zo a-dreñv pep skignadenn, ken eeun ma c'hellfe bezañ. Daoust da gement-se e chom The Simpsons tresadennoù-bev graet evit lakaat an dud da c'hoarzhin ha da dremen amzer blijus.

An arlizh

kemmañ

E-touez an traoù a ro e liv d'ar rummad eo ret menegiñ an arlizh a zo e penn-kentañ pep skignadenn. Kregiñ a ra gant ur zoum diwar an titl The Simpsons ha betek kêr Springfield. Goude-se e heuilh pep tudenn eus an tiegezh o tistreiñ unan-hag-unan d'ar gêr goude un devezh labour en hevelep koulz-amzer. Ur wech erruet er gêr en em stailh an tiegezh war ar gourvezvank dirak ar skinwel, hep en em saludiñ kenetrezo.
Gant David Silvermann e voe aozet an arlizh kentañ, ha Danny Elfman a grouas ar sonerezh goude bezañ bet galvet gant Matt Groening e 1989. Ar sonerezh klevet a vez bepred ar memes hini, ha derc'hel a ra ur roll talvoudus-kenañ er rummad. Hervez Danny Elfman e chomo ar ganaouenn-se, krouet dindan daou zevezh gantañ, an hini wellañ bet savet gantañ biskoazh. Pevar foent en arlizh a gemm alies ag abadenn da abadenn avat : skrivet e vez gant Bart frazennoù disheñvel war daolenn ar skol e-keñver an abadenn ; c'hoariet e vez ur solo saksell disheñvel gant Liza ; cheñch a ra ar pezh a vez skrivet war panell-skritellañ ar c'hef-enroller er stal hag evit echuiñ, cheñch a ra tost bepred gag ar gourvezvank.

Abadennoù a-ratozh evit Halloween

kemmañ

Deuet eo an abadennoù a-ratozh evit Halloween da vezañ ur boaz. Matt Groening en deus savet abadennoù a-ratozh diwar-benn an euzh, ar moliac'h hag ar skiant-faltazi. Bep bloaz e vez skignet The Simpson's Horror Show da vare Halloween. E 1990 e voe skignet evit ar wech kentañ, e-kerzh ar c'houlzad 2. Biskoazh n'eo bet kemmet e vent, da lavaret eo teir abadennig e-lec'h unan ment reizh.

Bannoù-treset

kemmañ

Bez' ez eus bet kalz bannoù-treset diwar-benn The Simpsons. E 1991 e voe embannet ar re gentañ, er gelaouenn Simpsons Illustrated. Plijet-bras e voe an dud, setu perak e tivizas Matt Groening e 1993 krouiñ an ti-embann Bongo Comics. Naontek rummad bannoù-treset zo bet embannet gantañ betek-henn.

The Simpsons : ar film

kemmañ

Ur film bevaat zo bet savet gant David Silverman ha Matt Groening, deuet er-maez d'ar 27 a viz Gouere 2007 er bed a-bezh. Produet e oa bet gant 20th Century Fox, Gracie Films, ha Film Roman. Ar film Simpson en doa graet berzh bras o rastellañ 527 milion $.

Hent hir ar film Simpsons

kemmañ

Abaoe penn kentañ ar stirad skinwel Simpsons e oa bet kaoz eus sevel ur film. James L. Brooks a oa savet ar soñj ennañ da implij skrid an tamm "Kamp Krusty" d'an heuliad a-benn kaout istor ar film. Ar gudenn a savas a oa ar poan da astenn istor an tamm evit mont etrezek padelezh ur film. E-pad pell amzer e chomas ar c'hudennoù ur skoilh d'ar film : un diouer a istor, un diouer a amzer d'ar skrivagnerien ha d'ar skipailh produiñ evit labourat war ur film e-pad ma kendalc'he ar stirad. Etre 1989 ha 2003 e chomas ar raktres unan a gostez.

Istor ar film

kemmañ

Er film eo saotret lenn Springfield gant Homer. Buan-kenañ e teu Springfield da vezañ kêr saotretañ ar Stadoù-Unanet. Abalamour da gement-se e tiviz ar gouarnamant lakaat ur volz-to vras war kêr Springfield ha lazhañ kemet den a zo dindani a-benn gwareziñ ar c'hêrioù all. Tec'hel kuit eus Springfield a ra an tiegezh Simpson, ha mont da Alaska da vevañ — met n'o deus ket ar re Simpson c'hoant da leuskel kêr Springfield da vezañ distrujet hag o mignoned da vezañ lazhet.

Pennadoù kar

kemmañ

Notennoù

kemmañ