Pierre Landais
Pierre Landais (1430-1485) a oa kuzulier da Frañsez II, dug Breizh, hag eñ eo a c'houarne ar vro e-keit ma veze an dug o chaseal pe o vambochat.
Pierre Landais
Reizh pe jener | paotr ![]() |
---|---|
Anv-bihan | Pierre ![]() |
Anv-familh | Landais ![]() |
Deiziad ganedigezh | 1430 ![]() |
Lec'h ganedigezh | Gwitreg ![]() |
Deiziad ar marv | 19 Gou 1485 ![]() |
Lec'h ar marv | Naoned ![]() |
Abeg ar marv | krougañ ![]() |
Micher | politiker ![]() |
Karg | treasurer general ![]() |
![](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/e/ea/Pierre-Landais.jpg/220px-Pierre-Landais.jpg)
Mab e oa da varc'hadourien mezher eus Gwitreg. Da gentañ ne oa nemet ul lakez oc'h ober war-dro dilhad tiegezh an dug. Goude-se e teuas da vezañ paotr an arc'hant ha tailhanter meur ar vro.
Ton a roas d'ar vourc'hizien, ha d'ar moulerezh ha d'ar micherioù en-dro d'al levrioù. Ennañ e c'haller gwelout pimpatrom ar vourc'hizien pinvidikaet a glask ober o zreuz e-kichen ar briñsed ha roueed.
E 1477 e lakaas herzel e gevezer Guillaume Chauvin, a oa kanseller.
En 1480, e krouas Skol-veur Naoned.
Barnet e voe ha kondaonet : krouget e voe d'an 19 a viz Gouere 1485 e Naoned.
Levrioù
kemmañ- Georges Minois. Anne de Bretagne. Fayard : Paris, 1999