Frañsez II (Breizh)
Frañsez II (Breizh) | |
![]() Frañsez II asambles gant Marc'harid Foix. | |
Dug Breizh | |
Ren | 26 a viz Kerzu 1458 9 a viz Gwengolo 1488 |
---|---|
A-raok | Arzhur III |
Goude | Anna |
Buhez | |
Ganet | 23 a viz Even 1423 Klison, Breizh |
Marvet | 9 a viz Gwengolo 1488 (55 bloaz) Koeron, Breizh |
Bez | Iliz-Veur Naoned |
Tiegezh | Moñforzh |
Tad | Richarzh Breizh |
Mamm | Marc'harid Orleañs |
Priedoù | Marc'harid Breizh (1455, marvet e 1469) Marc'harid Foix (1471, marvet e 1486) |
Diskennidi | Anna Breizh, dugez Breizh Isabeau Breizh |
Relijion | Katolik |
Dug Breizh e oa Frañsez II. Ganet e oa bet e Klison d'an 23 a viz Mezheven 1433 ha marvet e Koeron d'an 9 a viz Gwengolo 1488. Anvet e oa bet da zug war-lerc'h marv Arzhur III e 1458.
Mab e oa da Richarzh Breizh, kont Étampes, ha mab-bihan da Yann V, dug Breizh.
Mab e oa ivez da Marc'harid Orleañs.
Dimeziñ a reas d'e geniterv Marc'harid Breizh da gentañ.
Bevañ a rae ganti hag e bried kleiz Antoinette de la Maignelais hag o bugale e kastell Naoned, lakaet sevel gantañ.
Neuze e timezas gant Marc'harid Foix, priñsez a Navarra, ha ganti en doe div verc'h, Anna, hag Isabeau a varvas yaouankik.
Politikerezh diabarzh (da sevel)Aozañ
- Rohan
- Chauvin
- Pierre Landais
- Skol-veur Naoned
- Breujoù Breizh
- Jean Meschinot.
Politikerezh diavaezAozañ
Delc'her a reas da astenn e c'halloud pa glaske rouaned Bro-C'hall lakaat o c'hrabanoù war e zugelezh.
Rankout a reas stourm ouzh ar roue gall Loeiz XI da gentañ, hag ouzh e verc'h goude-se. Pa oa minor Charlez VIII , da lavarout eo re yaouank da ren e-unan, e reas emglev gant dug Orleañs ha kont Angoulême evit en em sevel a-enep al lezrouanez Anne de Beaujeu.
Ne c'hellas ket mirout ouzh ar roue Charlez VIII a vezañ trec'h war e lu en Emgann Sant-Albin-an-Hiliber e 1488. Miz war-lerc'h e kouezhas an dug diwar e varc'h e-pad ur valeadenn hag e varvas. E verc'h Anna , 11 vloaz, en em gave dugez .
Tri bloaz goude e voe rediet an dugez Anna, hag hi ur grennardez 14 vloaz c'hoazh, da zimeziñ gant ar roue gall Charlez VIII.
Dimezioù ha bugaleAozañ
D'an 13 pe d'ar 16 a viz Du 1455 e timezas e Gwened da Marc'harid Breizh (1443-1469), merc'h henañ an dug Frañsez Iañ
- Ur mab, Yann, o doe, kont Montfort-l'Amaury, ha ne vevas nemet daou viz (29 a viz Mezheven - 25 a viz Eost 1463. Mervel a reas Marc'harid e Naoned d'ar 25 a viz Gwengolo 1469.
Addimeziñ a reas e Klison d'ar 27 a viz Mezheven 1471 gant Marc'harid Foix, lesanvet « bruched laezh » , merc'h da Gaston IV Navarra, kont Foix, ha div verc'h o doe:
BesterdAozañ
Tri bugel en doe digant e serc'h Antoinette de Maignelais (1420-1474), erruet e Breizh e 1461 :
- Frañsez Iañ d'Avaugour (1462- goude 1494), kont Vertus, Kont Goueloù ha Baron Avaugour , pemzek vloaz koshoc'h eget e hanterc'hoar Anna,
- Anton (1463), aotrou Châteaufremont ha Hédé-Bazouges, marvet en yaouank.
- Frañseza (1464?), a chomas gant he hanterc'hoar Anna, hag a varvas war-dro 1498.
LevrlennadurAozañ
- Le dernier duc de Bretagne : François II, Jacques Choffel, Éditions Fernand Lanore, 1977, 280 p.
En e raok: Arzhur III |
Rouaned ha Duged Breizh 1458 – 1488 |
War e lerc'h: Anna Breizh |