Nasjonal Samling, pe "Emvodad Broadel" e oa anv ur strollad politikel norvegiat eus an tu-dehoù pellañ hag a oa oberiant etre 1933 ha 1945. A 1942 da 1945 e oa ar strollad nemetañ aotreet en Norvegia. Diazezet e oa gant ar ministr-kent Vidkun Quisling hag un nebeud harperien evel Johan Bernhard Hjort, an den e penn askell paramilourel ar strollad (Hirden), hag a guitaas ar strollad e 1937. Lidet e veze diazez ar strollad d'ar 17 Mae, deiz ar Grunnlovsdagen (Deiz ar Vonreizh), hogen ar strollad a voe krouet d'an 13 Mae 1933. Nasjonal Samling a voe lakaet e-maez al lezenn goude an Eil Brezel-bed, d'an 8 Mae 1945.

Vidkun Quisling o prezegenniñ er bloavezhioù 1930.