Gleichschaltung
Gleichschaltung ("kenamzeriañ") a oa ur ger nazi evit ober anv eus hollad an traoù lakaet e pleustr gant Adolf Hitler hag ar Strollad Nazi evit staliañ un hollveliegezh war holl dachennoù buhez ar gevredigezh alaman "eus an ekonomiezh hag ar strolladoù embregerezhioù betek ar mediaoù, ar sevenadurezh hag ar skol"[1].
Mare uhelañ ar Gleichschaltung a oa bet tizhet en Alamagn gant divizioù Kendalc'h Nürnberg 1935, pa voe embannet e oa kendeuzet simboloù ar strollad nazi gant re ar Stad alaman hag e oa lamet keodedelezh ar yuzevien alaman.
Orin ar ger
kemmañAn nazied a rae gant ar ger Gleichschaltung evit diskrivañ mennad an adurzhiañ ar gevredigezh alaman en un hollveliegezh ledet war holl tachennoù ar vuhez kevredigezhel. Dre-vras ne vez ket troet ar ger gant an istorourien.
Notennoù ha daveennoù
kemmañ- ↑ Strupp, Christoph (30 a viz Genver 2013). "'Only a Phase': How Diplomats Misjudged Hitler's Rise". Der Spiegel, SPIEGEL ONLINE