Lazhadegoù Vynnytsia (1937-1938)
Goude ma oa bet aloubet douaroù an Unvaniezh Soviedel gant lu an Trede Reich, e-pad an oberiadur brezel Barbarossa, e voe daskoret gant sikour tud eus an tiriadoù meur a lec'h-beziañ kuzh. El lec'hioù-se e oa bezioù kuzh gouzañverien spurjoù meur 1937-1938. Tri lec'h zo brudet dreist ar re all:
- hini Katyn e-kichen Smolensk, e Rusia, war an harzoù gant Belarus,
- hini Bykivnia e banlev Kiev
- hini Vinnytsia en Ukraina.
Rann eus | Spurjadennoù Bras |
---|---|
Stad | Republik Soviedel Ukraina |
Lec'h | Vinnytsia |
Deiziad | 1930s |
Deiziad kregiñ | 1937 |
Deiziad echuiñ | 1938 |
Evit ober propaganda e-touez Poloniz e voe graet enklaskoù buan e Katyn e-lec'h ma oa bet beziet darn eus ar miliadoù a ofiserien eus lu Polonia hag a oa bet lazhadeget war urzh Stalin. E Vinnytsia e voe adkavet ar memes doare d'ober met ar wech-mañ evit tizhout poblañs Ukraina rak Ukrainiz dreist-holl eo a voe lazhadeget eno. Setu perak e chom brudet mat al lec'h-se en Ukraina hag un arouez splann eo eus gwask ar Soviediz war o bro.
Lazhadegoù ar spurjoù meur 1937-1938 e Ukraina
kemmañDerc'hel tiriadoù Ukraina dindan sujidigezh ar soviediz a oa bet unan eus palioù diazez ar ren soviedel. Goude mare spouronus ar brezel diabarzh hag un naonegezh, Ukraina a voe lakaet dindan lusk ur bolitikerezh enep koulak ha strollerezh feuls milionoù a dud eus ar vro a varvas gant an naon, deportet pe lazhadeget (gwelet Holodomor).
Dre ma oa tost ouzh Alamagn Hitler, obererezhioù Jozef Stalin a oa dezho ur pal douarbolitikel hag a veze renet gant ar c'hoant da zerc'hel mat ar vro dindan e grabanoù. Chaseoù « enebourien ar bobl » ha re an « treitourien » a voe mammenn d'ur feulster spontus a-enep ar c'henelioù bihanniver en Ukraina, dreist-holl Poloniz, met ivez Ukrainiz ne vern o renkad kevredigezhel. Gant Spurjoù meur 1937-1938 e teuas da vezañ spouronus. An NKVD a fuzuilhas dekmiliadoù a dud dre ar vro a-bezh.
An dud harzet, dre vras adal listennoù, a oa boureviet garv a-benn kaout anvioù all tud da harzañ. An harzadennoù a oa graet evit an darn diouzh noz hag ar familhioù a chome hep kaout keloù eus ar re harzet difin. Ar re harzet ur wech jahinet a veze lazhadeget e kuzh dre strolladoù diouzh noz. Ur wech degaset el lec'hioù muntrañ e veze staget o daouarn a-dreñv o c'hein, goude-se e veze tennet warno ur wech pe muioc'h, gant bolodoù kalibr 22 er penn. Ar c'horfoù a veze bannet goude-se e fozioù, al lec'h a veze kuzhet eus an diavaez gant mogerioù koad uhel. Al lec'hioù lazhadegañ a oa lec'hioù didud evel koadoù tost diouzh ar greizennoù NKVD. Pa veze leuniet ur foz ha ma oa tu en ober e oa plantet gwez evit kuzhañ al lec'h. A-wechoù all c'hoazh e oa savet parkoù otoioù pe savadurioù a-us d'al lec'h.
Dizoloadenn al lec'h lazhañ
kemmañPa oa erruet an Alamaned e kêr Vinnytsia, ar pennoù kêr e miz Mae 1943 a gasas anezho etrezek al fozioù lazhañ e straed Lytinska. Testoù eus al lazhadegoù a ziskouezas resis e pelec'h e oa bet sebeliet ar c'horfoù: ur gwerjez, ur park hag ur vered. An nazied a sevenas kerkent enklaskoù e stumm un abadenn propaganda veur. Kroget e oa bet e miz Even 1943. 91 foz a voe kavet ha digoret; en holl e oa 9 432 gorf gant 149 maouez ; 5 644 c'horf a oa er gwerjez. Ne voe ket klasket er park a-bezh.
Implij er propaganda
kemmañDegemeret e voe dileuriadoù lies evit lakaat anezho da weladenniñ al lec'hioù lazhañ e 1943. Politikourien ha pennoù uhel eus Bulgaria, Bro-C'hres, Finland, Danmark ha Sveden. Poltriji, filmoù keleier ha dezrevelloù a voe embannet e meur a vro. Ar propaganda Nazi a voe implijet kalz hag a embanne dizehan e oa un torfed komunour ha Stalinour met ivez yuzev, evel-se e oa roet digarez da lazhadegoù foran ar c'humuniezhoù yuzev en Ukraina gan an Einsatzgruppen, al lazhadegoù anavezet hiziv evel Shoah dre bolodoù.
Ar c'horfoù a voe tennet eus ar fozioù ha beziet en-dro gant ul lid relijiel, gant Vissarion Odessa ha kalz beleien orthodoks e penn al lid.
-
Mein koun gouzañverien an NKVD.
-
Skritell propaganda nazi oc'h implij al lazhadeg. An NKVD a zo kemmesket gant ar yuzevien.
-
Annezidi al lec'hioù tro war-dro o klask korfoù o familhoù.
-
Dilhad ar re lazhet.
-
An enklaskerien o klask gouzout piv eo pep korf.