Deiziadur pers
An deiziadur pers (گاهشماری هجری خورشيدى e perseg) anvet ivez deiziadur iranek pe deiziadur Jalāli, zo un deiziadur heolel implijet en Iran, Afghanistan hag e broioù tro-dro evel Kurdistan. Ar bloaz nevez a grog d’an 21 a viz Meurzh, da vare kedez an nevezamzer.
Degemeret eo bet an deiziadur-se da zeiziadur ofisiel en Iran e 1925. Neuze e voe lakaet sklaer e veze niveret ar bloavezhioù, evel en deiziadur muzulman, adalek an Hijra, pa’z eas Muhammad hag e heulierien eus Mekka da Vedina er bloavezh 622 goude J.K. E miz Meurzh 2007 eus hon deiziadur e krog ar bloavezh 1386 hervez an deiziadur pers. Kalz resisoc’h eo hennezh eget an deiziadur gregorian, rak gant an deiziadur gregorian e vo ur fazi un devezh goude 3320 bloavezh, tra ma ne vo ur fazi un devezh gant an deiziadur pers nemet goude 3,8 milion a vloavezhioù !
An deiziadur pers zo ennañ c'hwec'h miz kentañ gant 31 devezh ha c'hwec'h miz goude-se gant 30 devezh, nemet er miz diwezhañ e vez 29 devezh pe 30 devezh er bloavezhioù bizeost. Digeriñ a ra ar bloavezh gant Nowruz pe Newroz, gouelioù ar bloaz nevez, a bad tri devezh, eus an 21 a viz Meurzh d’an 23 a viz Meurzh en deiziadur gregorian.
Anvioù ar mizioù en deiziadur iranek
kemmañ(gant an deiziad ma krog pep miz hervez an deiziadur gregorian)
Anv persek | Niver devezhioù | Kregiñ a ra d'an | |
---|---|---|---|
1 | Farvardin | 31 | 21 a viz Meurzh |
2 | Ordibehesht | 31 | 21 a viz Ebrel |
3 | C'hordad | 31 | 22 a viz Mae |
4 | Tir | 31 | 22 a viz Mezheven |
5 | Mordad | 31 | 23 a viz Gouere |
7 | Mehr | 30 | 23 a viz Gwengolo |
6 | Shahrivar | 31 | 23 a viz Eost |
8 | Aban | 30 | 23 a viz Here |
9 | Azar | 30 | 22 a viz Du |
10 | Dey | 30 | 22 a viz Kerzu |
11 | Bahman | 30 | 21 a viz Genver |
12 | Esfand | 29/30 | 20 a viz C'hwevrer |