Timur (تیمور, Temür, "houarn" e tchagataieg), lesanvet alies Tīmur-e Lang pe Timur Lenk (یمور لنگ, Timur kamm), anavezet e yezhoù Europa evel Tamerlan (8 a viz Ebrel 1336 - 19 a viz C'hwevrer 1405), a voe unan eus pennoù meur Kreiz Azia e dibenn ar XIVvet kantved. Gantañ e voe savet tierniezh an Dimourided hag un hendad d'an impalaer moghol Babur e oa ivez.

Eiltaolennadur eus ar XVvet kantved
Imapalaeriezh Timur etre ar bloavezhioù 1365 ha 1405
Savadurioù ar Registan, e Samarkand

Moarvat e voe ganet e Shahrisabz (en Ouzbekistan bremañ), en ur familh uhelidi, diskennet eus Mongoled Jengis Khan o doa degemeret boazioù ha yezhoù turkek ha persek. Muzulmad e oa Timur.

Aloubadegoù

kemmañ

War-dro 1360 e teuas Timur da vezañ e penn un armead tud eus kreiz Azia. Kemer a reas perzh e brezelioù e Transoxiana hag aloubiñ a reas Khorasan, gant ur miliad a varc'heien. Tamm-ha-tamm e kreskas e c'halloud ha sevel a reas un impalaeriezh, gant he c'hêr-benn e Tachkent.

Etre 1370 ha 1372 e renas argadoù en hanternoz d'ar menezioù Tian Shan. E 1383 e stagas da aloubiñ Persia. Kemer a reas Herat, Khorasan ha reter Persia, hag a-benn 1387 e oa bet peuraloubet Persia gantañ. Yud ha rust e voe an aloubadegoù-se, hervez a gonter : pa glaskas annezidi Isfahan sevel a-enep e yev e lakaas lazhañ an holl anezho, 70 000 a dud. Etre 1382 ha 1405 e voe tizhet gant e armeoù kêrioù ken pell ha Delhi ha Moskov, hag aloubet e voe gantañ douaroù e-leizh en em astenne etre ar menezioù Tian Shan e-kreiz Azia hag ar menezioù Taurus en Anatolia. Kouezhañ a reas Baghdad etre e zaouran e 1401. E 1402 e tigoras brezel a-enep an Impalaeriezh Otoman, en un emgann e-kichenAnkara, hag e skrapas ar sultan Bayezid I. Mervel a reas hennezh en toull-bac'h

E miz Kerzu 1404 e stagas da vrezeliañ a-enep an dierniezh Ming, kevredet gant ar Vongoled. Hogen klañv e chomas ha falc'het e voe gant an derzhienn en Otrar (e Kazakstan hiziv), d'ar 17 a viz C'hwevrer 1405, a-raok bezañ tizhet harzoù Sina.

Hêrezh

kemmañ

E meur a lec'h ha meur a vro e seller ouzh Timur evel un torfedour daonet, dre ma voe preizhet ha dismantret Baghdad, Damask, Delhi ha kêrioù all c'hoazh gant e armeoù. E kreiz Azia avat e virer anezhañ eñvor ur rener meur a lakaas an arzoù da vleuñviñ en e lez. Lakaat a reas e-leizh a arzourien eus ar broioù aloubet gantañ da zont da Samarkand ha lezel a reas frankiz dezho da sevel o oberennoù eno. Gantañ e voe lakaet sevel savadurioù kaer en e gêr-benn.

Hiziv an deiz e seller outañ evel un haroz broadel en Ouzbekistan.

Mojennoù a gonter diwar e benn. E 1941 e voe tennet e gorf eus ar bez gant ur skiantour rusian, Mikhail M. Gerasimov. Daou zevezh war-lerc'h e voe aloubet an Unvaniezh Soviedel gant an armeoù alaman. Adveziet e voe Timur, gant enorioù bras, e miz Du 1942. Ha diouzhtu war-lerc'h e voe trec'h ar Soviediz en Emgann Stalingrad.

Liammoù diavaez

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.