Tchingiz C'han
Poltred faltaziek Tchingiz C’han. Mirdi broadel Taipei (Taiwan)
Tchingiz C’han[1] (distaget: [ʧiŋgɪs χaːŋ]; mongoleg: Чингис Хаан; sinaeg: 成吉思汗; turkeg: Cengiz Han) Temüjin (mongoleg: Тэмүүжин; sinaeg 鐵木真, pinyin: Tiěmùzhēn) diouzh e anv gwir, ganet e 1162 ha marvet e 1227 a voe alouber hag impalaer en Azia. C’han[2] ha C’hagan (C’han ar C'haned pe C’han Meur) a voe e lesanvioù politik. Impalaer mongol e voe. Unvaniñ a reas ar meuriadoù turk ha mongol kantreer eus kreiz Azia ha dre-se e savas e impalaeriezh. Aloubiñ a reas al lodenn vat eus Azia, Sina, Rusia, Persia, darnvuiañ ar Reter-Nesañ. Reter Europa a yeas gantañ ivez.
E vab-bihan, Koubilai C'han, a voe impalaer kentañ an Tiernelezh Yuan e Sina.
E yaouankiz
kemmañNe ouzer ket gwall dra eus yaouankiz. Tro 1162 eo ganet, e rannvro Khentii e Dunlunboldag a-hed an Onon e Mongolia. E anv Temüjin eus an turkeg-mongoleg temür, tömör a dalvez houarn. Mab henañ Yesügei eo, hemañ penn meuriad Borjigin (Боржигин), ha Hoelun a oa e vamm, homañ eus meuriad Olkhunut. Hervez ar mojennoù mongol e vefe bet ganet ur bouloudenn-wad e stumm un askornig en e zorn. Sin e rafe traoù dreistordinal e oa.
Kalet e vefe bet e vloavezhioù kentañ. Da 9 bloaz ez eas Borte da zanvez-pried dezhañ, homañ eus ur meuriad galloudus (Khongirated). Ret e oa dezhañ bevañ gant e familh-gaer evit priz e zanvez-pried dre e labour. E dad avat a varvas trumm. Binimet e voe er c'heoteg velen, pa oa o vanvezañ gant an Dartared. Temüjin a oa re yaouank : ne blegas ket e veuriad dezhañ enta. Meuriad an Dayichouted a yeas ar galloud gantañ. Ar chatal a yeas ganto ivez hag an intañvez Yesügei a chomas he-unan gant he familh.
Ar bloavezhioù da heul e chomas o kantreadiñ gant e familh Tchingiz C’han. Un deiz e voe skrapet gant ur meuriad all, met en em zieubiñ a reas a-drugarez da sikour unan eus e skrapourien. E-pad ar bloavezhioù reuzeudik-se e voe lazhet o hanter-vreur Bekter gant eñ hag e vreur Kassar. Tamm-ha-tamm e voe adperc'hennet o madoù ganto.
Dimeziñ a reas da Bortë pa oa 16 vloaz, met hi a voe skrapet d'he zro, gant meuriad ar Verkited. Friket e voent gant Temüjin avat, a-drugarez da skoazell Toghril ha Djamuka, penn an Djadjirated. Ganet e oa bet Jochi, e vab henañ, 9 miz rik-ha-rik goude dieubidigezh e vamm, se zo kaoz n'eo ket sur eo e vab da vat...
Pa oa 19 vloaz e vo deskrivet Temüjin evel ur brezelour taer, bras ha kigennet. Ur politikour fin e oa ivez ha rak se e voe unvanet ar meuriadoù mongol all gantañ. Kreskiñ a reas e vrud hag ur bern tud yaouank c'hoant ganto mont pelloc'h en em vodas tro-dro dezhañ. Bortchou, Djelmé, Djebé ar Bir ha Subötai a oa en o zouez : ar pevar c'hi gouez a voe graet anezho.
E familh
kemmañTemujin zo bet 3 bruer hag 1 c'hoar dezhañ :
- Khasar (breur)
- Khajiun (breur)
- Temüge (breur)
- Temülen (c'hoar)
D'e bried Borte en deus bet 4 mab :
An holl anezho a yeas da vrezeliñ gantañ ha c'hanioù e voent d'o zro. Ogödei a yeas da ‘’C'hagan'’ (C’han Meur) avat.