Egorvulzun
An egorvulzun (egor + bulzun) a zo un egorlestr da vezañ kaset en egor ha da vezañ adimplijet. N'eus nemet an orbiter hag ar poulzerioù a c'hell bezañ adimplijet pa'z eus ezhomm eus ur gibenn ouzhpenn ha na zeu ket war an douar en-dro. Div reizhiad egorvulzunoù a zo bet savet : unan gant gouarnamant ar Stadoù-Unanet (Space Shuttle) ha meur a orbiter a zo bet kaset en egor hag adimplijet pa n'en deus ket gouarnamant an URSS gant an egorvulzun Bouran.
Egorvulzun ar Stadoù-Unanet
kemmañAr pezh a vez anvet an egorvulzun stadunanat a zo ar Reizhiad treuzdougen en egor e anv ofisiel. Fardet ha kaset d'en egor e vezont gant an National Aeronautics and Space Administration (NASA - Melestradurezh Vroadel an Aerlestrerezh hag an Egorlestrerezh). Evit gwir, 7 orbiter a zo bet fardet, met daou a zo bet kollet dre wallzarvoud ha 7 den a zo bet lazhet bep gwech.
Palioù pennañ reizhiad an egorvulzun a zo izelaaat koust ar bannoù pa vez adimplijet al lodenn goustusañ eus ar reizhiad ha bezañ gouest da gas loarelloù koulz ha degadoù a dud d'an Egorlec'h etrebroadel (International Space Station) hag ober studioù hag arnodoù skiantel ivez.
Ar reizhiad a zo graet gant 4 ardivink bras : an orbiter, stumm un nijerez dezhañ, a reer an egorvulzun peurvuiañ, ur gibenn trelosk divent ha daou boulzer moanoc'h. An orbiter a c'hell herberc'hiañ 7 astraer, levierien, teknikianed ha skiantourien.
Un darn eus an orbiter a zo aozet evel ur c'hombod bras evit treuzgougen loarelloù ha lodennoù an Egorlec'h etrebroadel. Ma ne'z a ket an egorvulzun uheloc'h eget gwiskadoù uhel an aergelc'h e vez kaset al loarelloù war orbitoù izel.
Rakjedet eo bet e c'hell pep a orbiter bezañ lañset 100 gwech pe e-pad 10 bloavezh. Ar c'harg da zegas a oa hini al loarelloù-spierien brasañ ma krede lañ al lu stadunanat.
M'eo kaset d'an nec'h an egorvulzun e doare ma ra ar fuzeennoù e teu da bradañ war an douar en ur ziskregiñ diouzh e orbit dre implijout fuzeennoù bihan ha, pelloc'h, p'emañ en aergelc'h stankoc'h, e teu da vezañ ur blaverez.
Implijet ez eus bet egorvulzunoù zo evit kargañ loarelloù da vezañ dreset ha danvezioù da vezañ skarzhet diouzh Porzhlec'h etrebroadel an egor.
Roll orbiterien an egorvulzunoù fardet gant an NASA
kemmañ- Enterprise . Ne oa ket evit bezañ lañset evit ar c'hefridioù gant astraerien, met evit an arnodoù.
- Columbia
- Discovery
- Atlantis
- Challenger Lakaet da vruzunoù gant un darzhadenn degouezhet e-doug al lañsadenn (1986)
- Columbia. Lakaet da vruzunoù gant un darzhadenn degouezhet e-doug an distro (2003)
- Endeavour. Fardet evit kemer lec'h Challenger
E 2004, an NASA en deus embannet ne vo ket mui lañset an egorvulzunoù goude 2010 hag un egorlestr nevez, Orion e anv, a vo savet evit kas tud d'al Loar endro. Gant fuzeennoù Ares I hag Ares V e vo poulzet an egorlestr Orion.