Guglielmo Gonzaga
- Evit implijoù all, gwelet Guglielmo Gonzaga (disheñvelout).
Guglielmo Gonzaga zo ur priñs italian, ganet e Mantova d'an 23 a viz Genver 1538 ha marv e Goito d'ar 14 a viz Eost 1587. Trede dug Mantova e voe, evel Guglielmo Iañ, koulz ha markiz ha goude dug Montferrato, dindan an anv Guglielmo X.
Dimezet e oa da Eleonora d'Austria ha bugale o doe.
E vugale
kemmañ- Vincenzo (1562-1612), dug Mantova ha Monferrato adal 1587 evel Vincenzo Iañ.
- Margherita ( 1564 – 1618), dimezet e miz C'hwevrer 1579 gant Alfonso II d'Este (1533 - 1597), dug Ferrara;
- Anna Caterina (1566 – 1621), dimezet e miz Mae 1582, da 16 vloaz, d'hec'h eontr Ferdinant II (1529-1595), arc'hdug Aostria-Tirol, ha 36 vloaz koshoc'h egeti; pa intañvezas ez eas da leanez.