Anna Caterina Gonzaga

Disambiguation.svg Ur pennad Caterina Gonzaga zo ivez.

Anna Caterina Gonzaga (Mantova, 1566 – Innsbruck, 1621) a oa ur briñsez italian eus Tiegezh Gonzaga Mantova.

Anna Caterina Gonzaga (1566-1621).

He buhezAozañ

Merc'h e oa da Guglielmo Gonzaga, dug Mantova ha Monferrato, ha da Eleonora Aostria, ur verc'h d'an Impalaer santel Ferdinand Iañ.

Pa varvas he zad ez eas an dugelezh gant he breur Vincenzo Iañ Gonzaga.

DimeziñAozañ

E miz Mae 1582, da 16 vloaz, e voe dimezet en Innsbruck d'hec'h eontr intañv Ferdinant II (1529-1595), arc'hdug Aostria-Tirol, ha 36 vloaz koshoc'h egeti.


He bugaleAozañ

E-pad tri bloavezh kentaén o friedelezh he devoe teir merc'h:

  • Eleanor, ganet e 1583, marvet en bugel,
  • Marie, ganet e 1584,
  • Anna (1585 - 1618), a zimezas d'he c'henderv Matthias, Roue Hungaria ha Bohemia, hag a zeuas da vout Impalaer Santel .

IntañvezAozañ

Mervel a reas he fried e 1595. 29 bloaz e oa Anna Caterina Gonzaga. Da leanez ez eas an intañvez. Mervel a reas e 1621, 26 vloaz goude Ferdinand. Kaoz zo d'he lakaat da santez.