Herakles

(Adkaset eus Herkul)

Herakles (Ἡρακλῆς / Hêraklễs e gregach), pe Herkules[1], pe Herkul (Daveoù a vank) diwar e anv latin Hercules, a oa mab da Zeus ha da Alkmene, ur vaouez a-douez an dud a oa bet an doue o kousket ganti un nozvezh[2].

Herakles en-bihan o krougañ un naer, delwenn e Mirdi ar menez Kapitol e Roma
Herakles en-bihan o krougañ un naer, murlivadur e Casa dei Vettii, e Pompei.
Herakles hag e vab Telefos, delwenn roman eus amzer an impalaerien, e mirdi al Louvre

Unan eus harozed veur Hellaz kozh eo Herakles. Hervez ar mojennoù e reas beajoù bras ha troioù-kaer, en-dro d'ar Mor Kreizdouarel ha betek toull-dor an Ifernioù.

Daouzek trevell a zo lakaet war e gont, met pell muioc'h a droioù a reas c'hoazh.

Alkides a oa e anv kentañ, met lakaet e voe "Herakles" gant e dud goude ur pennad, evit klask distanañ konnar an doueez Hera, gwreg Zeus, a oa droug enni outañ.

Kounnar Hera

kemmañ

Herakles a oa ur bugel hag en devoa sachet kasoni an doueez Hera warnañ. Gwarizi e-leizh a oa enni abalamour ma oa bet he fried, an doue Zeus, o fougeal dirak an doueed all en devoa lakaet ur vaouez varvel da zougen e vab, ar c'hreñvañ haroz bet biskoazh. Hera a gave dezhi ne oa ket bet kavet mat a-walc'h, ha hi doueez, da c'henel an haroz.

En desped da c'hourdrouz Hera e tremen ar bloavezhioù hep trubuilh na reuz. Kreskiñ ha deskiñ a ra Herakles, mab Zeus. Kelennerien eus ar re wellañ zo bet roet dezhañ gant e dud. Gant e dad mager Amfitryon e tesk kas ur c'harrad kezeg. Gant an den-marc'h C'heiron e studi steredoniezh ha medisinerezh. Gant e vestr Radamanthys e tesk gwaregañ, ha buan eo dreist an diskibl d'e vestr. Gwech ebet, gant gwareg pe gant goaf, ne c’hwit war e daol.

Un deiz avat, setu Hera o lakaat ur barrad kounnar dall da gregiñ en Herakles, ma lazhas e wreg Megara hag o mibien.

Pa zeuas e skiant en-dro dezhañ ez eas an haroz da welout ar Pythia, da c'houzout penaos reiñ an dic'haou eus e dorfed. Hag ar velegez da ober Herakles anezhañ (Alkides e oa e anv a-raok) da lavarout dezhañ labourat evit Eurystheüs, e enebour a-gozh, ha d'ober ar pezh a c'hourc'hemennje.

Da gentañ ne oa nemet dek trevell da gas da benn, met Eurystheüs a lavaras ne gonte ket lazhañ naer-zour Lerna peogwir e oa bet sikouret gant Iolaos. Goude-se, war-lerc'h tro marchosioù Augeias e lavaras heñvel, war-zigarez m'en devoa Herakles goulennet arc'hant digant ar roue.

Daouzek trevell Herakles

kemmañ

Marv an haroz

kemmañ
 
Templ Herakles en Agrigente e Sikilia
 
Marv Herakles, gant Francisco de Zurbarán

Goude e timezas Herakles gant Deianeira, merc'h da Oineüs. P'edo dirak ar stêr Euenos a oa dinaozet gant ar glaveier e welas ne vije ket diaes dezhañ treuziñ, nemet n'hallfe ket dougen e wreg neuze. Neuze e tegouezhas un den-marc'h anvet Nessos, a ginnigas sikour Deianeira da dreizhañ, tra ma vije Herakles o neuial war o lerc'h. Pa zegouezhas Herakles avat e welas edo Nessos o klask mont war-benn e wreg. Neuze e tapas ur saezh a oa bet labezet a bistri naer-zour Lerna, ha gant e wareg en he bannas e chouk Nessos. P'edo Nessos war e dalaroù e lavaras da z-Deianeira kemer e roched d'he glebiañ en e wad hag he c'hinnig da Herakles, evel prouenn eus he fealded e-keñver he gwaz.

Diwezhatoc'h e voe roet ar roched gant Deianeira, aon ganti a goll he fried, aet sot gant ar garantez ouzh Iole, merc'h ar roue Eurytos. Roet e voe ganti Lic'has, hag hennezh da zerc'hel war Herakles ken e wiskas anezhi.

Herakles a oa krog neuze da santout an tan war e groc'hen. Klask a reas diwiskañ, met peg e oa e groc'hen ouzh e gein, ha pa glaske tennañ an eil e tenne egile war un dro. Kompren a reas neuze e oa bet kontammet gwad Nessos gant binim naer-zour Lerna, lazhet e oa bet an den-varc'h gantañ, ha bremañ e oa mab Zeus o vervel gant ar gwad kontammet ivez. Lakaat a reas an tan en ur bern koad hag en em daolas er flammoù e-keit ma'z eas Deianira d'en em grougañ.

Zeus ne reas mann, pe n'hallas ober mann d'e saveteiñ, nemet kinnig a reas dezhañ ul lec'h en Olympos e-touesk an doueed arall, tost ouzh e enebourez kozh Hera.

Ar merc'hed a garas

kemmañ

E wragez:

E serc'hed:

Ar baotred a garas

kemmañ
 
Herakles hag Iolaos, gant Eros etrezo.
Lestr etrusk eus ar IVe kantved kt JK.

Meur a baotr a garas Herakles. Hervez Ploutarc'hos, en e Eroticos, e oant diniver. E-touez ar re-se emañ dreist-holl e niz Iolaos.

Oberennoù awenet gantañ

kemmañ

Lennegezh

kemmañ

Livouriezh

kemmañ

Liamm diavaez

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Notennoù

kemmañ
  1. E Geriadur Hemon-Huon, 1993.
  2. Tost heñvel eo ar vojenn-se ouzh hini Danae, pe hini ar Werc'hez Vari.


Rummad:Gwengelouriezh Hellaz
Abaris Hiperboreos | Abas | Abas mab Linkeüs | Ac'heron | Acadine | Adonis | Aegiale (gwreg Diomedes) | Agamemnon | Agaue | Agenor | Aglaia | Aglaia merc'h Mantineüs | Aiakos | Aias | Aias Oileos | Aias Telamonios | Aietes | Aigeüs | Aigina | Aigistos| Akamas| Akastos| Akilles| Akis| Aktaion | Aktor | Alkaios | Alkaios mab Perseüs | Alkatoos | Alkitoe | Amazonezed | Ambrosia | Amfion | Amfitrion | Amfitrite | Ampelos | Anakso | Ananke | Anc'hiale | Androgeos | Andromac'he | Andromeda | Anemoi | Antiope (Amazonenn) | Antiope (mamm Amfion) | Aotomeduza | Aotonoe | Aotonoe merc'h Kadmos | Apollon | Arestor | Arethousa | Argo | Argonaoted |Argos|Argos Panoptes|Ariadne| Artemis | Askalafos | Askalafos mab Ac'heron | Askalafos mab Ares | Asklepios | Astyanaks |Atalante | Ate | Atena | Athamas | Atlas |Atreüs|Atropos|Augias|Avaloù-aour liorzh an Hesperidezed |

Balios ha Ksantos| Bellerofon| Brezel Troia| Britomartis | C'halkiope| C'haos| C'harited| C'hariklo | C'haron| C'heiron | C'hloris |

Daidalos Daktyloi Danae Danaos |Daouzek trevell Herakles | Demeter | Dike | Diomedes | Dione (merc'h Okean) | Dirke | Doris | doue-stêr | Doueed Hellaz |

Eetion | Eirene (doueez) | Elara | Elatos | Elatos (Lapit) | Elektrion | Elena | Endeis | Enyo | Eos | Epafos | Erato | Erebos | Erinied | Eris (doueez) | Eros | Eume | Eumolpos | Euporia | an Eurioù | Europa, merc'h Agenor | Europa, merc'h Okean | Europa, merc'h Titios | Euterpe | Evned lenn Stimfalos |

Faedra | Faethon | Filoetios | Filomela | Filomela (mamm Patrokles) | Flegyas | Fliasos | Fokos | Friksos |

Gaia | Gaia (doueez) | Galaktofaged | Galantis | Galateia | Gerion | Glaoke | Glaoke merc'h Kic'hreüs | Glaokos | Glaokos (Korinthos) | Glaokos mab Minos | Gorgones | Graied |

Hera | Herakles hag e gurioù |

Iapetos | Iapetos (Ramz) | Iason | Idomeneüs | Idotea Ifigeneia | Ikaros | Iksion | Ilias | Ino | Io (Hellaz) | Iole | Isc'hys | Itaka| Japet | Jason |

Kakos | Kalamos (paotr) | Kalc'has | Kalliope | Kalliroe | Kallisto | Karpo | Karpos | Kassiopeia | Kastor ha Polideükes | Kefalos | Kefeüs | Kelaeno | Kentauros | Kerambos | Kerkopes | Kevrinoù Eleusis | Kic'hreüs | Kiknos | Kiliks Kirke | Kleio | Klitia |

Ladon | Ladon (aerouant) | Laelaps | Lampetia | Lapited |Learc'hos | Leukothea | Leükippos | Libia (merc'h Epafos) | Lisitea (Hellaz) | Litai | Louarn Teumes | Lykos | Lynkeüs an Argonaot |

ar Maoutken aour | Memfis (mamm Libia) | ar Muzezed | an Naiadezed | Neilos | an Nimfezed |

Odysseüs | Oenopion | Okeanidezed | Okeanos hag e vugale | Olympos | Orc'homenos | Oreadezed | Orfeüs | Ourania | Ouranos |

Penelope | Persefone | Ramzed Hellaz | Titaned ha Titanezed | Tud-varc'h | Zeus hag e vugale | ... ha re all c'hoazh.