Eurystheüs
Eurystheüs (Εὐρυσθεύς Eurystheús e gregach), a oa mab da Sthenelos ha da Nikippe (pe Menippe), ha roue Argolis, ar vro a oa enni an div gêr-mañ, Mykenai ha Tiryns.
Kenderv e oa da Herakles, a oa bet kondaonet da vezañ sklav dindanañ.
Penaos e oa ganet
kemmañBrazez e oa Alkmene diwar Herakles, hep gouzout avat e oa Zeus, mestr an doueed, an hini a oa gwir dad he bugel, illurañ haroz a voe biskoazh.
Hera, pried Zeus, ur c'horfad gwarizi en enni peogwir ne oa ket hi a oa bet dibabet da vezañ mamm an haroz meur-se, ha peogwir e oa bet he fried doueel o c'hoari ur wreg all, a reas he soñj mirout outañ da vezañ roue Argolis war-lerc'h e dad. Zeus a oa bet genaouek a-walc'h da gemenn e oa an haroz war-nes bout ganet, pa zisplegas dirak an doueed all: « Feteiz e vo ganet un haroz eus ur vaouez a zo a wad gant Zeus end-eeun, ha roue e vo war an holl re a zo o chom en-dro dezhañ ».
Dres d'ar poent-se e oa gwreg Sthenelos o tougen ivez abaoe seizh miz. Ret eo kompren neuze e oa ar Sthenelos-se o tont eus ul lignez diwar Perseüs, hag e vab-eñ ivez a oa ken barrek ha Herakles da seveniñ an diougan. Gwellañ pezh zo, Amfitryon, pried Alkmene, en doa lazhet roue Mykenai, Elektryon, a oa breur da Sthenelos, ha ne oa ket chomet Elektryon da zaousoñjal na da c'hortoz ken e vije pedet, lammet e oa kerkent war ar gador-roue.
Karget e voe neuze Eileithyia, doueez ar gwilioud, da hastañ buan reiñ buhez da Eurystheüs ha da ziwezhataat he gwentloù da Alkmene. Met ur vatezh, Galinthias, a lakaas an doueez, dre widre, da zilezel he mennad. Tremen a reas an amzer, ha re ziwezhat e voe da Herakles klask seveniñ diougan e dad Zeus.
Ha setu penaos e voe Eurystheüs an hini a voe roue Argolis ha n'eo ket Herakles.
Herakles
kemmañTorfed an haroz
kemmañE genderv Herakles a oa peget ur barrad konnar ennañ ken en devoa lazhet e wreg Megara hag o bugale. Evit bezañ gwalc'het eus an torfed-se e oa aet da gêr Delfi, da welout ar Pythia, ar velegez a veze o lavarout orakloù an doue, da c'houzout penaos reiñ an dic'haou eus e dorfed. Hag ar velegez da lavarout dezhañ labourat evit Eurystheüs, e enebour a-gozh, ha d'ober ar pezh a c'hourc'hemennje, da lavarout eo dek trevell da gentañ.
Droug ouzh e genderv Herakles en devoa Eurystheüs, gwarizi ouzh e nerzh. Neuze e roas dezhañ dek trevell d'ober, traoù diaes-bras, ha n'halle nemet mab Zeus ober.
Da gentañ ne oa nemet dek trevell da gas da benn, met Eurystheüs a lavaras ne gonte ket lazhañ naer-zour Lerne penegwir e oa bet sikouret gant Iolaos. Goude-se, war-lerc'h tro marchosioù Augeias e lavaras heñvel, war-zigarez m'en devoa Herakles goulennet arc'hant digant ar roue. Setu perak e rankas ober daouzek trevell a-benn ar fin.
Un den spontik eo Eurystheüs : pa deu Herakles d'e gaout gant kroc'hen leon Nemea ez a da guzhat en ur jarl arem.
Goude marv Herakles
kemmañKlask a reas Eurystheüs distruj bugale niverus Herakles, an Heraklided (Heracleidae), hag Hyllos en o fenn. Keiks, roue Trac'his, ne fellas ket dezhañ o degemer rak aon rak Eurystheüs, prest d'ober brezel dezhañ ma raje displijadur d'e amezeg. Tec'hel a rejont da Aten neuze. Degemeret e voent gant Demofon, staliet gantañ e kêr Marathon.
Hag Eurystheüs da glask arsailhat kêr Aten, ma voe faezhet. Meur a zoare zo da fin Eurystheüs, ha da betra a c'hoarvezas d'e gorf.
- Skampañ kuit a reas eus Attika, hag Hyllos, mab da Herakles, a lazhas e heskinerien e strizh-douar Korinthos.
- Hervez un doare all e voe tapet, ha lakaet d'ar marv war urzh Alkmene, en desped da enebiezh pobl Aten. Dre ma o devoa klasket e saveteiñ e prometas Eurystheüs e vije gwarezet o bro diouzh an alouberien gant e gorf; neuze e voe beziet en harzoù.
Goude e varv
kemmañGoude e varv en em zrailhas an daou vreur Atreüs ha Thyestes, a oa chomet er gêr, da c'houzout piv a renje. Harluet e voe Thyestes gant Atreüs.