Roched Nessos
Toneg Nessos pe roched Nessos eo toneg pe roched kontammet an den-marc'h Nessos a lazhas an haroz Herakles. Dial Nessos e voe goude ma oa bet taolet dezhañ saezh ar marv gant Herakles.


Metaforenn kemmañ
Implijet e vez an droienn evel metaforenn da ober anv eus un dra a zegas distruj, pe un dra bennak fall a zo diaes en em zizober anezhañ.
Skridoù kemmañ
- Jan Józef Lipski, skrivagner polonat, en deus embannet Tunika Nessosa ("Toneg Nessos"), diwar-benn broadelouriezh katolik Pologn, a vije ken gwazh ha toneg Nessos, emezañ, hag a zistrujfe nerzh sevenadurel ar vroad.