Lic'has
Lic'has (Λίχας e gregach) a oa mevel Herakles, hag an hini a roas dezhañ da wiskañ ar roched kontammet, a-berzh e bried Deianeira, a oa savet gwarizi dezhi abalamour d'ar goantenn Iole, hag a lazhas he fried evel-se.
Herakles a soñjas e oa bet kontammet gant ar paotr, hag en e gonnar e krogas er paotr war-bouez e dreid hag e skoas anezhañ er mor. Troet e voe en karreg, pe hervez ur vojenn all, e stinkas tammoù eus e gorf d'ober inizi ar Mor Egea.
Lennegezh
kemmañKontet eo an istor en div oberenn-mañ:
- Merc'hed Trac'his (Tραχίνιαι / Trakhíniai, e gregach), un drajedienn gant Sofokles,
- Metamorfozoù Ovidius .
Lec'h
kemmañKab Lic'hada eo al lec'h, hervez ar vojenn, ma voe taolet Lic'has er mor gant e vestr Herakles .