Paul Avril
Paul Avril ( pe Édouard-Henri Avril hervez e wir anv, 21 a viz Mae 1849 en Aljer - 28 a viz Gouere 1928 e Le Raincy), a oa ul livour hag un engraver gall brudet a-drugarez d'e dresadennoù orgedus.

Studiañ a reas an arzoù e meur a skol e Pariz. Etre 1874 ha 1878 e studias e skol arzoù-kaer Pariz. Goude-se e voe goulennet gantañ skeudennaouiñ an danevell Fortunio, bet skrivet gant Théophile Gautier. Sed penaos e tibabas al lesanv Paul Avril. Brud a zeuas dezhañ ha goulennet e voe gantañ neuze skeudennaouiñ romantoù orgedus.
Savet en deus tresadennoù da skeudennaouiñ Salammbô gant Gustave Flaubert, Le Roi Caundale gant Théophile Gautier, Fanny Hill gant John Cleland, Les aventures du Chevalier de Faublas gant Jean-Baptiste Louvet de Couvray, Mon Oncle Barbassou gant Mario Uchard, La Femme gant Jules Michelet, Musque, hashish et sang gant Hector France, daou levr gant Octave Uzanne, Gamiani gant Alfred de Musset, hag ivez oberennoù dianv. E oberennoù pennañ a savas da skeudennaouiñ De Figuris Veneris. Manuel d’érotologie classique gant Friedrich Karl Forberg.