Memoirs of a Woman of Pleasure ("Eñvorennoù ur vaouez a blijadur", brudet evel Fanny Hill, un doare saoznekaat d'an droienn latin mons veneris) zo ur romant erotek saoznek savet gant John Cleland hag embannet e Londrez evit ar wech kentañ e 1748. Skrivet eo bet ar romant pa oa an aozour en toull-bac'h e Londrez, dre ma oa dindan zle.
Kontet eo da vezañ ar c'hentañ skrid pornografek saoznek e komz-plaen, kenkoulz hag ar c'hentañ romant pornografek. Bez' e voe unan eus al levrioù muiañ kondaonet gant al lezenn hag al levr berzetañ en Istor Mab-Den.

Fanny Hill
oberenn lennegel
TitlMemoirs of a Woman of Pleasure Kemmañ
Labour da-heulFanny Hill, Fanny Hill Kemmañ
Seurt oberennromant Kemmañ
TachennTemoù LGBT el lennegezh, erotica Kemmañ
AozerJohn Cleland Kemmañ
Bro orinRouantelezh-Unanet Kemmañ
Yezh an oberenn pe an anvsaozneg Kemmañ
Deiziad embann1748 Kemmañ
Lec'h an istorBro-Saoz, Londrez Kemmañ
Full work available at URLhttps://gutenberg.org/ebooks/25305 Kemmañ
Statud ar gwirioù-oberourdomani foran, domani foran Kemmañ
Skeudenn orin embannadur 1766 gant John Cleland.

Kavout a reer ur stumm eus ar romant embannet gant Peter Sabor ; ouzhpennadurioù displegañ a gaver gant ul lennadur evit kompren gwelloc'h ar c'henarroud. Studiadennoù lies zo bet savet evit kompren munudoù an istor e-keñver an ekonomiezh ha doareoù bevañ ar mare taolennet.

Istor an embannadur kemmañ

E div lodenn e voe embannet ar romant, an hini gentañ d'an 21 a viz Du 1748, hag an eil tri miz goude, e miz C'hwevrer 1749. "G. Fenton" e oa an embanner, en gwirionez Fenton Griffiths hag e vreur Ralph. Lod enklaskerien a embann e vefe bet boulc'het an oberenn e 1740, pa oa an aozour Cleland e Bombay o labourat evit ar British East India Company.

Skeudennoù kemmañ

Skridoù kemmañ