John Ayrton Paris
John Ayrton Paris (1785-1856) a oa ur mezeg saoz a zo bruzet evit bout ijinet an tomatrop, a implijas evit diskouez anadenn dreistpad al luc'hsae dirak mezeion ar Royal College of Physicians e London e 1824. Pa reas kement-se e oa o lakaat e pleustr ar pezh en devoa skrivet en e levr Philosophy in Sport made Science in Earnest : being an attempt to implant in the young mind the first principles of natural philosophy by the aid of the popular toys and sports of youth ("Ar brederouriezh er c'hoari troet da skiant sirius : ur striv da lakaat er spered yaouank pennaennoù kentañ ar brederouriezh naturel gant harp ar c'hoarielloù karet gant an dud ha c'hoarioù ar yaouankizoù") : ar pal e oa ober gant ardivinkoù eeun evit lakaat anat pennaennoù skiantel.
Buhez
kemmañGanet e voe John Ayrton Paris d'ar 7 a viz Eost 1785 e Cambridge, Bro-Saoz da Elizabeth Ayrton hag he fried Thomas Paris.[1] Skoliataet e voe e Trinity Hall da gentañ, goude-se e likez Linton kent heuliañ kentelioù prevez an doktor Thomas Bradley, a oa mezeg e Westminster Hospital London.
D'an 30 a viz Mezheven 1803 e voe degemeret e Skol-veur Cambridge, Caius College ; e miz Here 1803 en devoe ur yalc'had-studi, a voe grataet betek 1808.
D'an 3 a viz Genver 1804 e voe roet ur yalc'had all dezhañ a-benn mont da studiañ ar fizik ; ar vaenoniezh a studias, ha goude-se ez eas da Zinedin da studiañ ar vezegiezh.
D'an 11 a viz Kerzu 1809 e timezas gant Mary Catherine Noble.
Doktor war ar vezegiezh e voe John Ayrton Paris d'ar 6 a vie Gouhere 1813[1]. E London e krogas gant e vicher, kent mont da gendelc'her e Pennsans e Kernev-Veur.
Goude bout bet e penn Kevredigezh an Douarouriezh e Kernev-Veur (Royal Geological Society of Cornwall) e tistroas da London e 1817, m'en em stalias adarre evel mezeg ; brud a c'hounezas evit e efedusted. Kentelioù mezegiezh a roas e skol Windmill Street. Ur mab a voe ganet e 1818.
D'an 30 a viz Gwengolo 1814 e voe degemeret evel ezel eus ar Royal College of Physicians (RCoP), ma kelennas eus 1819 betek 1826[1]. Da gontroller an RCoP e voe dilennet e 1817, 1828, 1836 ha 1843.[1]. E 1844 e voe anvet da gadoriad an RCoP, ur garg a voe fiziet ennañ a vloaz da vloaz betek 1856.
E 1855 e varvas e wreg, ha bloaz goude, d'ar 4 a viz Kerzu 1856, e varvas John Ayrton Paris d'e dro diwar ur c'hleñved en e c'hwezigell.
Labourioù
kemmañAnavezet e oa John Ayrton Paris evel ur mezeg efedus hag un enklasker sirius. E 1812 en devoe embannet e bleustrad Pharmacologia diwar-benn ar vezegiezh hag ar yac'hadouriezh, a gendalc'has da adwelet betek an navet embannadur e 1843. E-pad pell e chomas Pharmacologia al levr-dave a-zivout an dodennoù-se.
E 1823 ez embannas Medical Jurisprudence ("Devarnadurezh vezegel") a zo c'hoazh hiziv an deiz an oberenn nemeti diwar-benn an danvez-se.
E 1824 ez ijinas ur c'hoariell anvet tomatrop evit diskouez dreistpad al luc'hsae d'e genseurted er Royal College of Physicians.
E 1825 ez embannas Elements of Medical Chemistry ("Elfennoù kimiezh vezegel"), ha Treatise on Diet ("Pleustrad a-zivout ar vagadurezh") e 1827.
E 1827 en devoa embannet e bennoberenn, Philosophy in Sport made Science in Earnest, a gendalc'has da nevesaat betek an eizhvet embannadur, a zeuas er gouloù nebeut a-raok e varv.
Notennoù
kemmañ- ↑ 1,0 1,1 1,2 ha1,3 Norman Moore, John Ayrton Paris, Dictionary of National Biography, 1885-1900, levrenn 43 (en)
Liammoù diavaez
kemmañ- Poltred eus John Ayrton Paris e 1836 (National Portrait Gallery
- Dastumad c'hoarielloù optek Richard Blazer (en)
- Tomatropoù o vont en-dro (en)
Pennadoù kar
kemmañ- Tomatrop (1824)
- Zoetrop(1834)
- Fenakistoskop (1841)
- Folioskop (1868)
- Praksinoskop (1877)
- Zoopraksiskop (1879)
- Elektrotakiskop (1887)
- Mutoskop (1894)