Aquilo
Aquilo eo anv avel an Hanternoz, yen ha kriz, e mojennoù Roma. Klotañ a ra gant Boreas e mojennoù Hellaz. Diskouezet e vez evel ur c'hozhiad, dezhañ blev gwenn a-fuilh.
Bez ez eo unan eus ar «Ventus Venti» (ar Pevar Avel), mab da Eolius (Aiolos e gregach) hag Aurora (pe Eos), evel Favonius, Vulturnus hag Auster.
Meneget e vez gant Circius hag Aparctias en Istorioù Naturel Plinius.
Septentrio
kemmañA-wechoù e vez graet Septentrio anezhañ, ur ger a deu eus septem triones ("seizh ejen") hag a ra dave da seizh steredenn vrasañ a zo e steredeg Ursa Major. Di war anv Septentrio eo bet fardet an anv-gwan, a gaver en holl yezhoù latin, septentrional, heñvelster-rik gant boreal hag a dalv "hanternozel ".
Lennegezh
kemmañBrudet eo ar werzenn-mañ, gant Jean de La Fontaine :
Tout vous semble Aquilon, tout me semble Zéphyr .
Troidigezh dieub: Pep banne avel deoc'h zo kriz 'vel avel viz, Din-me avat eo par d'un avelig klouar.