Oreithyia (henc'hresianeg Ὠρείθυια / Ōreithuia ; latin Ōrīthyia) a oa merc'h da Erec'htheüs, roue Aten, ha d'e bried Praksithea, hervez mojennoù Hellaz kozh. Breudeur he doa : Kekrops, Pandoros, Metion, ha c'hoarezed : Prokris, Kreousa, C'hthonia.

Boreas hag Oreithyia
Henc'hres, 421-417 kent JK
Oreithyia gwallet gant Boreas
Diwar un oinoche eus Apulia, lestr dremmoù ruz, 360 kent JK

Mojenn

kemmañ

Boreas, avel an hanternoz, a oa sot ganti. Ober a reas al lez dezhi, en aner, ma fellas dezhañ he c'hemer dre nerzh. Un deiz edo-hi o c'hoari hag o tañsal war lez ar stêr Ilisos, pe o kutuilh bleunioù war lez ar stêr Kefisos, pa voe tapet ha kaset dre an aer da lein roc'h Sarpedon, war lez ar stêr Erginos e Trakia. Eno, e-touez a c'houmoul, e voe gwallet.

Pevar bugel o doe hervez ar vojenn. He daou vab Zetes ha Kalais a gemeras perzh e beaj an Argonaoted da skrapañ ar maoutken aour ; div verc'h he devoa ivez, C'hione ha Kleopatra a voe bac'het gant he fried Fineüs ha divac'het gant he daou vreur.

Livouriezh

kemmañ

Setu amañ teir zaolenn a zo bet awenet gant istor gwallidigezh Oreithyia.

     
Oreithyia gwallet gant Boreas
Pieter Pauwel Rubens (war-dro 1620)
Gwallidigezh Oreithyia
Francesco Solimena (war-dro 1730)
Boreas hag Oreithyia
Evelyn De Morgan (1896)

La canzone di Marinella zo ur ganaouenn italianek savet e 1962 gant Fabrizio De André hag embannet er bladenn Valzer per un amore/La canzone di Marinella e 1964.

Mammennoù

kemmañ