Élie Fréron

kazetenner gall

Élie Catherine Fréron (1718-1776) a oa ur c'hazetenner gall, ganet e Kemper, enebour da Voltaire. Mab e oa d'un orfebour okitan, Daniel Fréron, eus Agen (e Clairac emañ kavell an tiegezh), deuet da Gemper da chom en 1693, ha d'e bried Marie-Anne Campion, ganet e Pont-an-Abad, kar a bell da Malherbe. Fréron a reas studioù e skolaj Kemper, ha goude gant ar Jezuisted e Pariz, er skolaj Louis-le-Grand, ma teuas da novis en 1737 ha ma chomas betek 1739.

Élie Fréron
Élie Fréron, dour-kreñv gant Edmond Morin, 1864.
Voltaire o c'hoapaat Martin Fréron (Élie Fréron), lakaet da azen.

Élie Fréron a oa frañmason, deskard adal Kerzu 1743, mestr-mason adal ar 26 a viz C'hwevrer 1744 el loch "Procope", un ostaleri e Pariz m'en em vode frañmasoned metoù al lizhiri; en Ebrel 1745, Fréron a oa prezegenner ar Grande Loge de France.

Gant an abad Desfontaines e voe lakaet da gemer perzh en sevel e Observations sur les écrits modernes. Pa varvas Desfontaines, en 1745, e savas Fréron e gelaouenn dezhañ, les Lettres de la comtesse de ***. Pa voe echuet gant an dastumad en 1749,e voe kemeret e lec'h gant les Lettres sur quelques écrits du temps, a voe embannet betek 1754, nemet paouez a rankas en 1751 pa voe kaset Fréron d'ar vac'h da Vincennes dre ma n'en devoa ket paeet un dle a vil skoed .

Fréron a oa dimezet en 1751 da Thérèse Guyomar, un emzivadez yaouank eus Kemper. Ur mab o doe, Louis-Marie Stanislas Fréron, a voe politikour e-pad an Dispac'h gall, lesanvet « Missionnaire de la Terreur ».

En 1754 e savas Fréron ar gelaouenn l'Année littéraire, oberenn e vuhez, a renas betek e varv en 1776. Enni e varne garv lennegezh e amzer ouzh he c'heñveriañ gant hini ar c'hantved a-raok, hag e flemme filozofourien ar Sklêrijennoù en anv ar relijion hag ar vonarkiezh. Da gentañ e reas berzh ar gelaouenn, ha mat e c'hounezas Fréron e vara, p'edo o chom en un ti kaer, rue de Seine, kinklet gant lambrusk alaouret, o chervadiñ gant tud uhel evel dug Choiseul e-unan, pe dug Orleañs pe ar roue Stanislas.

Voltaire dreist-holl a blije dezhañ flemmata evel en e Lettres sur quelques écrits du temps ma skrive e oa « sublime dans quelques-uns de ses écrits, rampant dans toutes ses actions ».

Oberennoù

kemmañ

Levrlennadur

kemmañ
  • Jean Balcou, Sophie Barthélemy et André Cariou (dir.), Fréron, polémiste et critique d’art, Collection Interférences, 2001, (ISBN 2-86847-528-0)
  • Yann Brekilien, Prestiges du Finistère, Editions France-Empire, 1969
  • Charles Monselet, Fréron ou l'illustre critique, Paris, 1864
  • J. Trévédy, Fréron et sa famille d'après des documents authentiques & inédits rectifiant toutes les biographies, Saint-Brieuc, L. & R. Prud'homme, 1889