Emma Herland
Emma Herland, bet ganet e Cherbourg (Manche) d'ar 16 a viz C'hwevrer 1855 hag aet d'an Anaon e Kemper d'ar 5 a viz Genver 1947, a oa livourez.
Studiañ a reas e Brest ma oa bet kaset he zad evit e labour. Mont a reas da chom da gKonk-Kerne war-dro 1885 ha da gKemper war-dro 1920.
Merc'hed bihan ha plac'hed yaouank he doa livet dreist-holl.
Ur straed zo en hec'h anv e Kemper.
Un nebeud oberennoù
kemmañ- "Stammerezed war gae Konk-Kerne" (Tricoteuses sur le quai de Concarneau)
Levrlennadur
kemmañ- Peintres des Côtes de Bretagne, Léo Kerlo ha Jacqueline Duroc, Chasse-Marée, 2006, ISBN 9782914208833