Stêr Deir
Ar Stêr Deir, zo ur stêr eus Breizh, hag a red dre Kerne, un 28 km hed dezhi, hag a gember gant ar stêr Oded e Kemper.
Stêr Deir
| |
---|---|
![]() An Teir e Kemper war-dro 1895 | |
Statud | stêr |
Hirder | 27,9 km |
Uhelder an eienenn | 97 m |
Kas keitat | en Ti Plañch e Gwengad : 3,66 m³/s |
Gorread an diazad | 138 km² |
Bro(ioù) douret | Kerne (Breizh) |
Diazad stêrioù |
? |
En em daol e | Oded e Kemper |
Ledander er genoù | ? |
Andon | Kast |
Adstêrioù | ? |
An anv kemmañ
Savet eo anv ar stêr diwar ar ger "stêr", staget outañ hec'h anv kozh Teir, rak ur gwir stêr eo hag an adstêrioù all n'int ken nemet gwazhioù. Chomet eo an anv kozh en anv-lec'h Prateier (prad + Teir), ur c'harter eus Kemper.
-
Ur morvaout hag ar Stêr Deir e Kemper.
Red kemmañ
Eieniñ a ra e Kast ha redek a ra war-du ar c'hreisteiz a-hed 27,9 km, betek kêr Gemper.