Pierre Toulhoat

(Adkaset eus Pêr Toulhoat)

Pierre Toulhoat, ganet d’ar 1añ a viz Gwengolo 1923 e Kemper ha marvet d'an 13 a viz Here 2014 d'an oad a 91 vloaz, a zo un arzour (orfebour, priour, kizellour, gwerour,…) breizhat.

P. Toulhoat e 2021

En tu-hont da vezañ saver ha krouer bizeier, bizhier eskob, delwennigoù, hag a bep seurt traoù en aour hag arc'hant, en deus treset rakdelwennoù evit faillañserezh Keralug e Kemper. Kenlabouret en deus ivez gwerourien ar Bihan, stal ar Minor evit krouiñ tresañ war danvez, gwiadoù evit goloiñ arrebeuri pe vannieloù prosesion.

Ganet eo e Kemper e 1923, hag en deus labouret ha bevet en e gêr. Kemeret en deus perzh er stourmerezh e-pad ar brezel diwezhañ rak ezel e oa eus an FFI e 1944. Mont a reas e 1946 da studiañ da skol-uhel an arzoù-kaer ha bez' ez eo e 1953 en deus savet e stal dezhañ e-unan.

Awenet e oa gant tresoù hengounel Breizh hag ar broioù kelt. Desket en doa brezhoneg. Brudet e oa e Breizh hag en diavaez ivez.

E oberennoù brudetañ a zo bet savet evit IFREMER, pe evit Ospital Mor Brest, Lise Brizeug e Kemper. Savet en deus medalinier ivez arc'hant Pariz, hag ur bern gwer-a-liv en ur bern ilizoù e Breizh.

Roet e voe dezhañ e 2001 Kolier an Erminig gant Skol-Uhel ar Vro. Graet e oa gantañ ar c'holier e-unan.

Un nebeud oberennoù

kemmañ

Levrlennadur

kemmañ

Liammoù

kemmañ