Sant Yann Diarc'hen (pe sant Yann Divoutoù pe ar Santig Du) a oa ur manac'h frañsezad bet ganet e-tro 1279 e Sant-Nouga (Bro-Leon, Penn-ar-Bed) ha marvet e Kemper (Kerne, Penn-ar-Bed) e 1349.
Biskoazh evit gwir n'eo bet lakaet da sant gant an Iliz katolik, pa n'eus bet den o c'houlenn ma vije, met chomet eo e vrud e koun Kemperiz.

Delwenn sant Yann Diarc'hen,
en iliz Pluwenn.

Dre ma oa paour e dud ha dre ma oa chomet emzivad ez-yaouank e teskas bezañ mañsoner ha kalvez e ti un eontr pe ur c'henderv dezhañ. Goude e labour e plije dezhañ sevel kroazioù er c'hroashentoù ha pontoùigoù war ar gwazhioù ivez.
Evit mont da veleg ez eas d'ober e studi da gloerdi Roazhon hag e 1303 e voe beleget. Anvet e voe da berson Sant-Gregor en norzh da Roazhon. Eno e vevas gant nebeut a dra pa glaske reiñ hogos e holl beadra d'ar beorien. Goude 13 vloaz e kavas dezhañ e oa re zous e vuhez e Sant-Gregor hag e c'houlennas bezañ kaset da unan eus kouentoù nevez ar Frañsezidi. E-pad 33 bloaz e chomas e kouent ar Gordennerien (lesanv ar Frañsezidi) e Kemper. Yuniñ a rae alies ha ne grede ket gwiskañ botoù, ken e voe lesanvet an Divoutoù pe an Diarc'hen e brezhoneg, discalceatus e latin.

E servij ar beorien e veze ha skoazellañ an dud a reas pa voe sezizet Kemper gant lu Charlez Bleaz e 1344 ha 1345. Pa zeuas an naonegezh vras e 1346 e reas war-dro dastum an aluzenoù e Kerne a-bezh.

E diwezh ar bloaz 1349 e varvas gant ar vosenn dre m'en doa klasket pareañ an dud ha graet war-dro sebeliañ ar re varv. Beziet e voe e kouent ar Gordennerien hag ul lec'h pirc'hirinañ e oa a-raok ma voe serret da vare an Dispac'h gall.
Lesanvet eo bet Santig Du ha chomet eo bev e azeulerezh. En iliz-veur Kemper, tost d'ur releg dezhañ, e vez lakaet bara war ur plankenn gant lod tud da vezañ roet d'an dud paour. Un delwenn hag ur werenn-livet nevez zo ivez.
Ur Straed Santig Du zo e Kemper.

D'ar 15 a viz Kerzu e vez lidet Santig Du hervez an deiziadurioù brezhon.

Levrlennadur

kemmañ
  • Visant Fave, Santig Du, embannet gant parrez Sant-Nouga, 1991.