Loeiz Roparz

(Adkaset eus Loeiz Ropars)

Loeiz Roparz, ganet e Poullaouen (Bro-Gerne - Penn-ar-Bed) e 1921 ha marvet e Kemper d'an 3 a viz Du 2007, a zo bet unan eus an dud o deus renevezet an dañs hag ar c'han hengounel pe kan-ha-diskan e Breizh adalek 1939. Kelenner e oa war ar galleg, al latin hag ar gresianeg.

Pa oa studier e Roazhon e komprenas pegen pinvidik eo sevenadur ar bobl brezhoneger a oa bet gouest da sevel kanaouennoù kemplezh o embregadurioù hag o jubennadurioù evit lakaat an dud da zañsal en e bastell-vro c'henidik e-kreiz ar Menez Du. Ur wech anvet da gelenner e Skol Normal Kemper e talc'has da zeskiñ ar c'hanaouennoù-se hag an dañsoù-tro (kavotennoù, pachpi) a ya ganto en ur c'horn-bro ha ne veze kalz a sonerien hengounel ennañ.
Dimeziñ a reas gant Marie-Thérèse Hénaff hag int o deus bet daou vab, Erwan ha Jeffig, o deus labouret gantañ evit lakaat sonerezh Breizh war-wel. Gant e vreur Marsel, a oa ur soner binioù bras anavezet mat, e sonas bombard ivez.

Obererezhioù

kemmañ

E-pad an Eil brezel-bed e veze diaesterioù bras gant tud ar Menez Du evit mont da gumunioù all da glask degouezhioù diduiñ, ha diouzh ar skoilh-se e teuas un adlañs d'ar festoù-noz er c'harterioù-maez (bez' e vez un nebeud kêriadennoù en ur c'harter-maez) hag er bourc'hioù.
Ur c'haner hag un dañser dispar e teuas da vezañ Loeiz Roparz er mare-se hag er bloavezhioù 1950 e teuas dezhañ ar mennozh da gas ar seurt festoù eus ar maez da vourc'h Poullaouenn e-lec'h ma'c'h aozas ar fest-noz modern kentañ d'ar 26 a viz Kerzu 1954.
Harpet gant diorren ar c'helc'hioù keltiek en em astennas ar c'hiz da zañsal dañsoù hengounel d'ar c'hêrioù bras, e Kemper e 1957 (e-lec'h ma roe Loeiz Roparz kentelioù dañsal ha kanañ) ha pelloc'h e Brest ha Roazhon, embreget gant ar studierien a oa o tont eus ar maezioù peurvuiañ. Hiziv eo embregadur dañs Breizh un obererezh sevenet e Breizh a-bezh hag e degouezhioù zo, er bed a-bezh.

E 1947 ez eas da brezidant ar gKevrenn Glazik (Kevrenn C'hlazig pelloc'h), deuet da vezañ Bagad Kemper, unan eus bagadoù brudetañ Breizh hag e vab Erwan zo bet pennsoner ha pennbiniaouer anezhañ. Tapet en deus ar bagad-se 16 titl kampion Breizh.
E 1950 e voe Loeiz Roparz unan eus diazezerien ar c'hevredad Kendalc'h ha gant Per-Jakez Helias ha Bernard de Parades a adroas ul lañs bras da Ouelioù-meur Kerne o vezañ prezidant an aozadur bloavezioù-pad.
Savet en deus ar gevredigezh Al Leur Nevez e 1964, kevredet gant Emgleo Breiz, evit embregañ dañsoù ar menezioù, reiñ brud dezho ha kendelc'her gant ar brezhoneg poblek. Stajoù brezhoneg ha dañsoù a zo bet aozet e-kreiz ar Poc'hêr dindan e renerezh.
E derou ar bloavezhioù 1970 e stourmas gant ar gevredigezh, Terroir breton, a embanne ez eus ul liamm kreñv etre ur sevenadur hag e endro naturel. Enebet en deus ouzh an adlodennañ ha savet kanaouennoù a-enep distruj ar c'hleuzioù. Gant teodoù flemmus (ha gallek) zo e tapas al lesanv "Loulou la gavotte". Kolier Urzh an Erminig zo bet roet dezhañ e 1995.

Oberenn lennegel ha sonerezhel

kemmañ

Embannet en deus dastumadoù kanaouennoù gant Emgleo Breiz ha meur a bladenn en deus enrollet gant Kelc'h keltiek Poullaouen dindan aozadur embannadurioù pladennoù Mouez Breiz.
Kemer a reas perzh, hag eñ ur c'homzer eus ar re flourañ, e prientadur an hentenn vrezhonek dre gomz kentañ, an hini savet e 1964 gant an Doktor Jean Tricoire.

Levrlennadur

kemmañ
  • Léandre Mandard, Loeiz Ropars, pionnier de l'écologie en Bretagne, e-barzh Le Peuple breton, niv. 706, Du, 2022.
  • Loeiz Roparz, paotr ar festou-noz - Le rénovateur du fest-noz, leor ha CD, diouyezeg, Emgleo Breiz, 2011, 190 p.
  • Un jour avec …, Le Peuple Breton, Meurzh 2006.
  • Breiz a-gleiz, Emgleo Breiz

Pladennoù

kemmañ
  • Cinquante ans de Kan ha Diskan , 2007. Daou CD.

Liammoù diavaez

kemmañ