Geriadur brezhoneg An Here
(Adkaset eus Geriadur Brezhoneg an Here)
Geriadur brezhoneg An Here eo anv an eil geriadur brezhoneg embannet gant An Here e 2001[1] hag an hini brasañ. N'eo ket adembannadur hep skeudennoù geriadur 1995 eo hepken, rak daougementet eo niver ar gerioù ennañ : 21 300 pennger zo, gant skouerioù ha troiennoù.
Aozerien
kemmañSkrivet eo bet gant ur skipailh renet gant Martial Ménard hag Iwan Kadored, 47 den ennañ ; o anvioù a gaver er pajennoù kentañ. Ur bajenn zo ivez evit kinnig Kuzul skiantel ar geriadur, a oa kaset gant Per Denez ha 15 den all.
Danvez
kemmañAr pennadoù zo bet skrivet gant tud a bep seurt, darn anezho gopret gant an embanner. Ur bern skouerioù zo tennet eus levrioù pe skridoù lennegel eus an XIXvet hag an XXvet kantvedoù, pe koshoc'h zoken.
Evezhiadennoù
kemmañ- N'eus skouer ebet gant a-us, a gas da a-uc'h.
- Skrivet e vez hunvre, pa gaver huñvre (['hynvre]) e Dictionnaire breton français Roparz Hemon (1943).
- Skrivet e vez Stad, evel e meur a c'heriadur all, gant ur bennlizherenn evel e galleg, pezh ne vez ket degemeret gant ar re a skriv stad] diwar skouer ar yezhoù all.
- Meneg ebet eus ar rakger nann.
Pennad kar
kemmañNotennoù
kemmañ- ↑ Geriadur brezhoneg An Here. Plougastell-Daoulaz : An Here, 2001 (ISBN 978-2-86843-236-0)