Uviéu
Uviéu ([uˈβjew]) / Uvieo en astureg, Oviedo e spagnoleg, eo kêr-benn Priñselezh Asturies e Bro-Spagn.
Rann eus | judicial district of Oviedo |
---|---|
Anv ofisiel | Oviedo |
Anv er yezh a orin | Oviedo, Uviéu |
Anv annezidi | ovetense, uvieín, uvieína, uvieíno, Ovetense |
Stad | Spagn |
Kêr-benn | Oviedo City |
E tiriad | Proviñs Asturiez |
Gwerzhid-eur | UTC+01:00 |
Daveennoù douaroniel | 43°21′45″N 5°51′1″W |
Post dalc'het gant penn ar gouarnamant | Mayor of Oviedo |
Penn an aotrouniezh | Alfredo Canteli |
Perc'henn war | Estadio Carlos Tartiere, Palacio Municipal de Deportes de Oviedo |
Erlec'hiañ a ra | Q74248625 |
Darvoud-alc'hwez | Siege of Oviedo |
Kod-post | 33001–33013 |
Lec'hienn ofisiel | https://www.oviedo.es/ |
Banniel (deskrivadur) | flag of Oviedo |
Ardamezioù | coat of arms of Oviedo |
Kod plakenn varilh | O |
Category for the view of the item | Category:Views of Oviedo |
Kalon douaroniel, politikel, melestradurel, skolveuriek ha relijiel ar Briñselezh eo.
Lec'hanvadurezh
kemmañUviéu hag Uvieo eo anvioù asturek kêr[1], hag Oviedo eo an anv spagnolek ; Oviedo / Uviéu eo an anv ofisiel abaoe miz Meurzh 2019.
Meur a stumm a oa d'an anv da vare Rouantelezh Asturies (718-725) : Oveto a lenner en dornskrid Pacto monástico de San Vicente en VIIIvet kantved, an dornskrid koshañ a zo deuet eus Rouantelezh Asturies betek ennomp ; Ovetdao a gaver e testamant ar roue Alfonso II Asturies d'ar 16 a viz Du 812[2] ; Ovetdao hag Ovetao eo en dornskrid latin Chronicon Albeldense echuet e 976.
Den ne oar hep mar a-zivout orin an anv. Ur wrizienn gelt diwar *ob-, *op-, "skav-gwrac'h" zo bet lakaet dezhañ, koulz hag unan euskarek[3]. Lod gouizieien a gave diaes e vefe e "Spagn" un anv-lec'h na vije ket latin ; setu ez eus bet kinniget Urbs Vetus "Kêr Gozh", met ne zere ket rak benel eo urbs ha nepreizh eo vetus : ken dic'hallus eo *ciudá vieyu en astureg, *ciudad viejo e spagnoleg ha *kêr kozh e brezhoneg[4] ; un anv latin all zo bet lakaet war an daol : Ovisetum, "lec'h ma paot an deñved", ar pezh a zo iskis a-walc'h. Klasket ez eus bet stagañ Oviedo ouzh al latin Iove, an doue Yaou, pa c'hellje bezañ bet eno un azeuldi dezhañ[4]. Al latin Albtetum, "arwenn" zo bet kinniget ivez en abeg ma vije bet gwenn an dorgenn ma voe diazezet kêr[4]. Alvietum, "lec'h ma'z eus kalz richerioù", zo bet un anv latin all. Hini ebet eus ar c'hinnigoù-se n'en deus gounezet kenasant[5].
-
Banniel
-
Skoed
- Sturienn : Muy noble, muy leal, benemérita, invicta, heroica y buena ("Hael-tre, leal-tre, dellezek, didrec'het, harozek ha madelezhus").
Istor
kemmañDiazezet e voe Uviéu er bloaz 761 gant ur beleg katolik anvet Máximo, a-gevret gant e niz Fromestano, pa lakajont sevel in iliz nepell diouzh an drevadenn henroman anvet Lucus Asturum. Da vanati e troas an iliz, ha da gêr ent-ofisiel d'ar 25 a viz Du 781 hervez an dornskrid Pacto monástico de San Vicente bet meneget amañ a-us[6].
Diwezhatoc'h, d'ur bloaz dianav, ec'h eas ar roue Fruela Iañ Asturies (ren : 757-768) d'al lec'h, ma lakaas sevel ur benniliz gouestlet da San Salvador, eleze Jezuz Nazaret ; savadurioù all a voe ivez, ma voe ganet e vab Alfonso II Asturies e-tro 760.
Dre studiañ donoc'h ar Pacto ha furchal Uviéu adal kreiz an XXvet kantved avat ez eo deuet anatoc'h-anatañ e oa poblet al lec'h er IVe kantved[7],[8].
D'ur mare dianav ivez e tilec'hias Alfonso II Asturies kêr-benn ar rouantelezh da Uviéu ; kent ar bloaz 812 e oa, p'emañ meneget Uviéu evel e annez e testamant ar roue. En Uviéu e stalias sez un eskopti[9], kent lakaat kreñvaat kêr, sevel palezioù hag ilizoù.
En Xvet kantved e voe lakaet ar gêr-benn e León en abeg d'ar Reconquista ; disteroc'h e voe galloud Uviéu neuze. A-drugarez d'he zarempredoù gant lez Karl Veur koulskoude e voe krog kalz pirc'hirined da dremen drezi goude treuzet ar Pireneoù war o hent da Santiago de Compostela e Galiza. Ne dremenent mui dre an hent er su da Uviéu abalamour da dagadennoù gant muzulmaned[10].
Unan eus ar birc'hirined-se e voe ar roue Alfonso VI León er bloaz 1075. Gantañ e voe digoret ent-ofisiel an Arca Santa (an Arc'h Santel, ur relegouer) en iliz-veur San Salvador ; en Ermita de Santiago (Peniti Santiago) nepell diouzh Uviéu war an harzoù gant an domani mulzumat e oa bet kuzhet ar relegouer-se[11].
E 1388 e voe diazezet Priñselezh Asturies gant ar roue Juan Iañ Kastilha ; e vab Enrique III Kastilha e voe ar priñs. kentañ. Da gêr-benn ar Briñselezh e voe lakaet Uviéu neuze, enni Kuzul-meur ar Briñselezh, un ensavadur foran hag a zo aet en-dro betek 1834, ar bloaz ma voe roet ar galloud d'ar C'huzulioù Proviñsel (Diputaciones Provincial) a-c'houde rannadur Rouantelezh Spagn etre proviñsoù e-kerzh ren ar rouanez Isabel II[12].
Goude ar Grennamzer e wanaas buhez armerzhel Uviéu abalamour ma tigreskas an niver a birc'hirined war hent an Norzh. Er bloaz 1521 e voe peuzdistrujet kêr gant un tan-gwall ; adsavet e voe, ha disec'het e voe al lenn Fontán evit sevel ur c'harter kenwerzhel en diavaez da gêr, na voe peurechuet nemet en XVIIIvet kantved[13]. Buhezekaet e voe ar vuhez sevenadurel a-drugarez da zigoradur ar Skol-veur e 1608.
Broudet e voe an armerzh ivez gant krouidigezh ar Sociedades económicas de amigos del país ("Kevredadoù armerzhel mignoned ar vro") en eil rann an XVIIIvet kantved diwar skouer an Euskal Herriko Adiskideen Elkartea en Euskal Herria, ha pa voe degaset eus Euskal Herria ivez ar Fábrica de armas de La Vega ("Labouradeg Armoù La Vega") e 1854. Ur c'hresk a 8 000 den a voe er boblañs, hag ec'honaet e voe kêr neuze[13].
E miz Here 1807 e voe aloubet Spagn gant Bro-C'hall dindan ren Napoleon Iañ. A-c'houde emsavadeg an 2 a viz Mae 1808 e Madrid enep ar galloud gall en em vodas Kuzul-meur ar Briñselezh d'an 9 a viz Mae evit difenn Asturies ha sevel enep urzhioù ar gouarnamant estren ; d'ar 24 a viz Mae ec'h embannas ar C'huzul-meur bezañ Gouarnamant Uhelañ ar Briñselezh hag e tisklêriañ brezel ouzh Bro-C'hall ; d'ar 6 a viz Mezheven e voe kurunet Giuseppe Buonaparte, breur Napoleon, evel roue Spagn.
An diorroadur armerzhel a c'hoarvezas en Asturies en XIXvet kantved a voe gwelet er gêr-benn adalek 1850, pa voe ardivinkaet labouradeg La Vega hag a implije 1 000 den. Dre ar greanterezh-se e voe staliet un deuzerezh, ul labouradeg da genderc'hañ gaz hag un oberiadeg butun[13]. Da galon armerzhel ar Briñselezh e troas Uviéu, dre he lec'hiadur nepell diouzh ar mengleuzioù glaou hag ar porzhioù, hini Xixón dreist-holl, a zo 24 kilometr er biz. Ur galloud arc'hantel a oa eno ivez : pevar bank a zigoras enni, a voe kreñvoc'h c'hoazh gant donedigezh arc'hant eus Kuba goude Brezel 1898 etre Spagn hag ar Stadoù-Unanet[13].
Ur c'hemm all a voe e deroù an XXvet kantved, pa voe mui-ouzh-mui a diez-kenwerzh e kêr, 874 a oa er bloaz 1931, kement-se a-drugarez d'an araokadennoù a-fed treuzdougen : betek 42 dren a ehane bemdez en tri forzh-houarn a oa en Uviéu e 1924, ha 12 kompagnunezh kirri-boutin a dremene dre gêr e 1926 (hogen ne voe ket busoù-kêr kent 1956)[13].
Kannadegoù ha freuzadegoù a voe en Uviéu e-kerzh emsavadeg ar vengleuzerien e miz Here 1934 ; distrujoù a voe er skol-veur, ha teulioù dreistpriz a voe kollet en he levraoueg ; dinamit a voe lakaet da darzhañ e Kambr santel (Cámara Santa) an iliz-veur. A-raok ma vefe kempennet e c'houzañvas kêr diwar an emsavadeg vilourel a c'hoarvezas e 1936 hag a zegasas Brezel Spagn (1936-39). Uviéu a voe ar gêr nemeti en Norzh o chom dalc'het gant aduidi an Eil Republik spagnol. Seziz a voe lakaet warni ; e-pad tri mizvezh e chomas kloz, betek ma voe digoret un hent gant emsavidi deuet eus Galiza[14] ; a-hed ar seziz e voe bombezet Uviéu, a voe peuzdistrujet : 75% eus an annezioù a voe freuzet, ha karterioù a-bezh a voe kaset da get[13].
Adalek 1941 e voed krog da adsevel kêr, a voe lakaet da c'hlad broadel e 1955. Goude diktatouriezh Francisco Franco, a voe e penn Spagn adalek 1936 betek 1975, e voe dalc'het an dilennadeg demokratel gentañ e miz Ebrel 1979.
E 1980 e voe diazezet en Uviéu ar Fundación Príncipe de Asturias ("Fondezon Priñselezh Asturies")[15] ; abaoe 1981 e vez deroet bep bloaz ar Premios Princesa de Asturias ("Prizioù Priñsez Asturies") ganti, un doare Prizioù Nobel war meur a zachenn sevenadurel, skiantel ha sportel[16].
Douaroniezh
kemmañE kreiz Priñselezh Asturies emañ Uviéu, etre ar stêrioù Nora er c'hornôg, an norzh hag ar reter, Gafo er mervent ha Nalón er gevred ; n'eus stêr ebet o treuziñ kêr.
Etre 55 metr (kember an Nora hag an Nalón er c'hornôg war dachenn velestradurel Uviéu) ha 715 metr (Pico Escobin, en harzoù gant kumun Llangréu er mervent) emañ tachenn kêr Uviéu, a zo torosennek : da 315 m emañ karter El Cristo, p'emañ hini La Tenderina da 190 m. En norzh emañ ar menez anvet La Cuesta'l Naranco en astureg, Monte Naranco e spagnoleg ; war-hed 20 km er su emañ El Aramo, un aradennad-venezioù hag a zo un tamm eus aradennad kreiz Asturies.
War 186,65 km² emañ kêr Uviéu.
Poblañs
kemmañDa 221 152 a dud e save ar boblañs d'an 30 a viz Gwengolo 2023[17], alese ur stankter a 1 185 a dud/km².
• Emdroadur ar boblañs adalek 1842 betek 2023
- Mammenn : (es) 'Intituo Nacional de Estadística'. Kavet : 05/02/2024.
Hinad
kemmañMeurvorel eo hinad Uviéu, gant hañvezhioù klouar, goañvezhioù fresk, ha glaveier dasparzhet a-hed ar bloaz ; en nevezamzer hag er goañv e vez ar muiañ a c'hlav. Kemmusoc'h eget war an aod e vez argwrezverkoù.
|
- Mammenn : (es) 'Agencia Estatal de Meteorología'. Kavet : 05/02/2024.
Melestradurezh
kemmañAr Partido Popular (PP, mirour) eo ar strollad politikel a zo bet e penn Kuzul-kêr Uviéu e-pad ar c'houlzad hirañ. Er galloud eo bet adalek 1991, war-bouez 7 prantad-lezenniñ etre 2015 ha 2019.
|
Kumunioù amezek
kemmañLes Regueres | Llanera | Siero |
Grau | ||
Santo Adriano | La Ribera & Mieres | Llangréu |
Treuzdougen
kemmañ- Aerborzh
E Santiagu'l Monte, 45 km, emañ Aeropuerto Asturies (kod IATA : OVD), Aerborzh etrebroadel Asturies.
- Hentoù
Seizh gourhent, daou hent broadel spagnol ha tri hent broadel asturek a gas da Uviéu.
- Hentoù-houarn
Tri forzh-houarn zo en Uviéu, ha daou rouedad zo : unan war-du ar Su gant un treuz spagnol (1,688 m) hag unan Kornôg-Reter (Euskal-Herria – Galiza) gant un treuz strizh (1 m)[19].
Teir linenn zo en Uviéu hag he bannlev evit treuzdougen muioc'h eget 800 000 den bemdez : war-du Xixón en Norzh ha Llena er Su (linenn C1) ; war-du Avilés en Norzh (linenn C2) ; war-du L'Entregu er Mervent, e diazad mengleuzioù ar stêr Nalón (linennC3).
- Treuzdougen kêrel.
Trizek linenn busoù zo e kêr[20]. Eus ar porzh-busoù e c'heller kemer kirri-boutin da vont da Velgia, Vro-C'hall, ar Rouantelezh-Unanet ha Suis.
Glad
kemmañ- Bedel
En Uviéu, a zo bet kêr-benn Rouantelezh Asturies, emañ an darn vrasañ eus an Arz astur (pe : Arzh rakroman astur) a zo deuet betek ennomp eus an IXvet ha Xvet kantvedoù. Da C'hlad bedel e voent lakaet gant UNESCO e 1985 ha 1988 dindan an anv Monumantoù Uviéu ha Rouantelezh Asturies[21].
-
Cámara Santa
-
Feunteun Foncalada
-
Iliz Samiguel de Lliño
-
Iliz Santiso'l Real
-
Iliz Santuyano
-
Palez Santa María del Naranco
- Relijiel
-
Iliz San Isidoru
-
Iliz-veur San Salvador
-
Iliz San Xuan el Real
-
ManatiSan Pelayu
-
ManatiSan Vicente
- Savadurioù all
Sevenadur
kemmañ- Pemp mirdi zo en Uviéu : Arzoù-kaer Asturies ; Henoniezh Asturies ; Iliz-veur ; Plaza de Trascorrales, bet marc'had ar pesked adalek 1866 ; Tabularium Artis Asturiensis, ur mirdi prevez bet digoret e 1947 ha gouestlet da arz rakroman Asturies.
- Ar sal-c'hoariva Campoamor, bet digoret e 1892, drastet gant ur tan-gwall e-kerzh Emsavadeg Asturies e 1934 hag adsavet e 1948, a voe anvet en enor d'ar barzh astur Ramón de Campoamor 1817-1901 diwar atiz ar skrivagner astur Leopoldo Alas ("Clarín", 1852-1901). Meur a festival a vez dalc'het eno : c'hoariva, c'hoarigan, barrez, sonerezh klasel, Prizioù Priñsez Asturies, hag all.
- Niverus eo ar salioù evit sonadegoù sonerezh a-vremañ, an teir fennañ o vezañ La Salvaje, Lata de Zinc ha Tribeca.
Sportoù
kemmañ- Badminton : 1 c'hleub.
- Basketball : 2 gleub (1 paotred hag 1 maouezed).
- Mell-droad : 8 kleub (6 paotred, 1 maouezed hag 1 melldroad-sal).
- Mell-zorn : 3 c'hleub (2 paotred hag 1 maouezed).
- Rink hockey : 1 c'hleub.
- Rugby : 2 gleub.
- Volley-ball : 1 c'hleub.
Meur a sportva zo en Uviéu, ar re bouezusañ o vezañ ar stadion Carlos Tatiere, Palez ar Sportoù (Palaciu de los Deportes), sportvaoù San Lázaro hag El Cristo, ar greizenn Centro Asturiano, an dachenn golf Las Caldas hag ar greizenn varc'hegezh El Asturcón.
Gevelliñ
kemmañ
|
|
Levrlennadur
kemmañ- Mammennoù
- (en) Fraser, Ronald. Blood of Spain – An Oral History of the Spanish Civil War. New York : Pantheon Books, 1979 (ISBN 978-0-394-48982-7)
- (es) Galmes De Fuentes, Alvaro . Los topónimos – Sus pasones y trofeos. (La toponimia mítica). Madrid : Real Academia de la Historia, 2000 (ISBN 978-84-89512-79-5)
- (es) Morales Matos, Guillermo & Lombardía, Lisardo. Geografía de Asturias. Oviedo : Editorial Prensa Ibérica, 1992 (ISBN 978-84-87657-25-2)
- (es) Tolivar Faes, José Ramón. Nombres y cosas de las calles de Oviedo. Uviéu : Ayuntamiento de Oviedo, 1992 (ISBN 978-84-606-1037-3)
- Romant
En Uviéu e c'hoarvez ar romant La Regenta gant Leopoldo Alas ("Clarín") (1884).
- (es) Madrid : Ediciones SM, 2016 (ISBN 978-84-675-8597-1) • Embannadur 1900 @ Wikisource
- (ast) La Rexenta. Troidigezh gant Victor Suárez Piñero. Madrid : Saltadera, 2018 (ISBN 978-84-948572-1-8)
- (fr) La Régente. Troidigezh gant A. Belot, C. Bleton, J.-F. Botrel, R. Jammes, Y. Lissorgues. Paris : Fayard, 1987 (ISBN 978-2-213-02012-9)
Liammoù diavaez
kemmañ- (es) Lec'hienn ofisiel. Kavet : 05/02/2024.
- (es) 'Oviedo enciclopedia, 17/12/1989. Kavet : 05/02/2024.
Notennoù
kemmañ- ↑ (ast) Xosé MigueL Suárez Fernández. 'Uvieo / Uviéu y otres isogloses del conceyu — Academia de la Llingua Asturiana. Kavet : 05/02/2024.
- ↑ (es) Elena E. Rodríguez Díaz. Notas codicológicas sobre el llamado "Testamento del Rey Casto. In : Asturiensia medievalia', ISSN 0301-889X, Nº 8, 1995-1996, pp. 71-78. Kavet : 05/02/2024.
- ↑ Tolivar Faes 1992, p. 39.
- ↑ 4,0 4,1 ha4,2 (es) García Arias, Xose Lluis. 'Toponinia asturiana'. Kavet : 05/02/2024.
- ↑ Galmés De Fuentes 2000, pp. 9-10.
- ↑ (es) Calleja Puerta, Miguel & Sanz Fuentes, Maria Josefa. Fundaciones monásticas y orígenes urbanos. La refacción del documento fundacional de San Vicente de Oviedo. In : Iglesia y Ciudad. Espacio y poder (siglos VIII-XIII). Oviedo : Ediciones de la Universidad de Oviedo, 2011 (ISBN 978-84-8317-905-5) • En-linenn.
- ↑ (es) Hevia Granda, Victor & Fernández Buelta, José María. Ruinas del Oviedo primitivo. Oviedo : Instituto de Estudios Asturianos, 1983, pp. 77-86 (ISBN 978-84-00-05622-3)
- ↑ (es) Rogelio Estrada: «Oviedo no es Astorga ni Gijón, pero hubo una evidente romanidad», 'Nueva España, 17/12/1989. Kavet : 05/02/2024.
- ↑ (es) De Olaguer-Feliú y Alonso, Fernando. Arte medieval español hasta el año 1000. Madrid : Ediciones Encuentro, 1998, pp. 162-66 (ISBN 978-84-7490-488-8)
- ↑ (es) 'Camino de Santiago del Norte o de la Costa'. Kavet : 05/02/2024.
- ↑ (es) 'Oviedo enciclopediaa'. Kavet : 05/02/2024.
- ↑ Friera Álvarez, Marta. 'Notas sobre la Constitución histórica asturiana: el fin de la Junta General del Principado de Asturias (teul .doc). Kavet : 05/02/2024.
- ↑ 13,0 13,1 13,2 13,3 13,4 ha13,5 Morales Matos & Lombardía, 1992
- ↑ Fraser 1979, pp. 238-39.
- ↑ Fundación Princesa de Asturias "Fondezion Priñsez Asturies" he anv abaoe 2014.
- ↑ (es) (en) (fr) (de) (pt) (zh) (ar) (ja) 'Fundación Princesa de Asturias'. Kavet : 05/02/2024.
- ↑ (es) 'Ayuntamiento de Oviedo'. Kavet : 05/02/2024.
- ↑ Aet da get d'an 18 a viz C'hwevrer 1983.
- ↑ (es) 'Comunicaciones'. Kavet : 05/02/2024.
- ↑ (es) 'Lineas de transporte urbano de Oviedo'. Kavet : 05/02/2024.
- ↑ (fr) 'Monuments d’Oviedo et du royaume des Asturies'. Kavet : 05/02/2024.